Arjerzenezeg (Jèrriais) a zo uryezh oïl a-orinnormanek a vez komzet eJerzenez. Kar eo d'argwernenezeg. Komzet e vez urrannyezh jerzenezek eSerk (serkeg), bet kaset di eus Jernenez erXVIvet kantved. N'eo ket kevatal ar jerzenezeg, yezh hengounel anenez, d'argalleg a vez implijet eno evit aferioù a denn d'ar velestradurezh.
E 2001 e veze komzet ar yezh gant 3% eus an dud a vev en enez ha betek 15% a zo gouest d'he c'hompren. Mont war gresk a ra an niver a vugale barrek war ar yezh abaoe ma vez kelennet muioc'h-mui er skolioù[1].
Klasket e vez gwareziñ ar yezh hag he c'has war-raok ivez dre hec'h implijout muic'h-mui er vuhez foran, da skouer war pannelloù-hent hag all.
Jerzenez a oa ul lodenn eusBreizh betek aloubadeg anNormaned. Hervez lod e vefe un dornadig gerioù a orin brezhonek e jerzenezeg :
- pihangne, ur c'hrank, a zeuje eus ar brezhonegbihan ;
- quédaine a zeuje eusgadenn (<gad, liestergedon) ;
- baîni