Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Jeruzalem

Eus Wikipedia
Ur pennadJeruzalem (disheñvelout) zo ivez.
Skoed Jeruzalem

Jeruzalem (hebreeg: ירושליםYerushaláyim;arabeg: القدسal-Quds, pe أورشليمʔūrushalīm) zo ur gêr erReter-Nesañ hag a zo a-bouez errelijionoùyuzev,kristen hamuzulmat, hag e spered broadelIsraeliz.

Yerushalayim ( ירושלים ) eo an anvhebraek, القدسal Quds evit an arabegerien vuzulmat hag اورشليمÛrshalîm evit an arabegerien gristen.
An anv ofisiel en Israel eo « Yerushalayim Ûrshalîm al Quds ».
Disklêriet he deus Stad Israel e oa Jeruzalem unvanet he « c'hêr-benn beurbad ». N'eo ket anavezet an doare-se da lavaret gant ar gumuniezh etrebroadel, rak karterioù Jeruzalem ar Reter a vez sellet outo evel un dachenn dindan dalc'hPalestiniz hag a anavez Jeruzalem evel kêr-benn ur Stad palestinian da zont.

Savet eo bet kêr war armenez Sion, 745m uhelder dezhañ. E deroù2005, e oa 200 km² dindani evit 933 113 a annezidi. Kavout a reer mesk-ha-mesk er gêr-se un niver a relijionoù, a bobloù, hag a strolladoù sokial. Gronnet eo al lodenn anvet "kêr gozh" gant mogerioù-kreñv ha kavout a reer enni daou garter poblet gantArabed dreist-holl, anvet "karter kristen" ha "karter muzulmat", ur c'harterarmeniat hag ur c'harter yuzev.


Jeruzalem gwelet diouzhmenez an Olivez :Bolz-to ar Roc'h hag, a-dreñv, Bolz-to arBez Santel ; a-zehou, an nor alaouret, stanket gant ur voger, ma tremeno arMesiaz pa vo distro, a-hervez.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant ar furchadegoù arkeologel, hag ar priajoù dizoloet ganto, e ouzer e oa tud o vevañ kostez Jeruzalem dija e-kreiz ar IVvet milved a-raok J-K. Muioc'h a roudoù c'hoazh (bezioù, tier, ha priajoù a bep seurt) a laka anat e oa annezet en un doare padus e penn-kentañOadvezh an arem, war-dro -3000 eta.

Unan eus lizheroù Amarna, ma kaver ar menegoù kentañ eus anv Jeruzalem.

Ar c’hoshañ meneg eus kêr,Urushalem, a gaver e testennoù egiptat skrivet war-dro 1900 a-raok J-K. D'ar mare-se e vefe bet Jeruzalem urgeoded-Stad, unan eus ar reoù pennañ ma veve arJebuzeed, ur meuriad eus ar boblgenaan. Adalek ar XVIvet kantved a-raok J-K e vefe bet dindan veli faraoned Egipt. Kement-mañ a lenner, da skouer, war dablezennoù kavet enAmarna hag engravet war-dro 1400 a-raok J-K : ur geoded-Stad bihan ha galloudus e oa Jeruzalem neuze, renet gant ur gouarnour gwaz d'ar faraon. Brezel a veze a-wechoù etre hi ha kêrioù all tro-dro, evelAshkelon, ha freuz abalamour da vandennoù preizherien. Gant se ez eas kêr war ziskar tamm-ha-tamm, betek donedigezh anIsraelourien. Kantreat e oa ar re-se, ha war ar maez en em stailhjont da gentañ, pa oa ar Jebuzeed o chom er c'hêrioù bras.

Hervez ar Bibl e voe kemeret kêr Jeruzalem diganto gant ar roue israelourDavid, dre hanterouriezh un niz dezhañ, ar jeneralYoav, e 1004 a-raok J-K. David a lakaas degasArc’h an Emglev di, ar pezh a greskas kalz he brud, hag he finvidigezh war ar memes tro. Jeruzalem, anvet « Kêr David », a zeuas neuze da vezañ ur greizenn relijiel a bouez, daoust ma oa ur gêr bihan a-walc'h c'hoazh.Salomon, roue war e lerc’h, a lañsas labourioù da sevel anTempl kentañ, evit seveniñ bolontezMoizez, ha Palez ar Roue.

Da-heul un disrann war-lerc'h marv Salomon e oa Jeruzalem kêr-bennYehouda, da lavaret eo rouantelezh kreisteiz an Israelourien. Pa voe aloubet an hini norzh gant anAsirianed e teuas forzh Israelourien da vevañ da Jeruzalem, a greskas kalz diwar neuze, evel ar c'hêrioù stag outi, evelArad haBeer-Sheva. GantHizkia, roue Yehouda e-tro 700 a-raok J-K, e voe kempennet ar gêr, gant ramparzhioù nevez hag un tunnel da zegas dour. E vab-kuñv, ar roueYoshia, a adaozas ar rouantelezh hag ar feiz yuzev en-dro d'un Doue hepken, servijet en un templ hepken, ha diwar un torkad testennoù hepken.

E 587 a-raok J-K e voe kemeret kêr gant armeNaboukadnesar, pennBabilonia, ha didronet ar roue. Da-heul un emsavadeg e voe gwastet ha pulluc'het kêr gant ar vistri nevez, ha lakaet diskar an Templ hag ar mogerioù-kreñv. Ur c’halz eus an dud a voe kaset dre heg daVabilon. E 538 e c’hallas an Israelourien distreiñ da Yehouda, gant aotre ar roue persKirus, en doa roet lamm da impalaeriezh Babilonia. Jeruzalem a greskas he foblañs a-nevez, hag un Templ a voe adsavet, bihanoc’h anezhañ. Ne oa ket ken pinvidik hag ar c'hêrioù war an aod avat, abalamour ma oa an hentoù ar c'henwerzh en arvor. GantNehemia e voe adsavet ar ramparzhioù e-kreiz ar Vvet kantved a-raok J-K.

Ur vaketenn eus an Eil Templ, da vare Herodez Veur.

E 332 a-raok J-K e voe sujet Yehouda, ha Jeruzalem war un dro ganti, gantAleksandr Veur. Adalek neuze e chomas kêr er « bed hellenadek » betek 638 goude J-K, ha trec’h anArabed warBizantiz. Renet e voe gant pennoù gresian, gant alLagided da gentañ, staliet en Egipt, ha gant arSeleukided goude se, int mestr war tiriadoù reterañRouantelezh Makedonia bet. Ma voe digor spered rouaned zo e klaskasAntíokhos IV gresianaat ar vro, hag an Templ zoken, a voe lakaet en anvZeus gantañ. Pa voe graet un aberzh pagan ennañ e voe gwelet evel un taol-disakr gant ar Yuzevien, abalamour ma oa o savadur santelañ. Kement-mañ zo kaoz da emsavadeg arVakabeed, mestr war gêr e 164 a-raok J-K. Betek donedigezh ar Romaned e chomjont e penn o rouantelezh dezho, a oa Jeruzalem he c'hêr-benn. An Templ a zigorjont en-dro, ha meur a dra a savjont : ramparzhioù nevez, ur c’hreñvlec’h, ur palez hag un dourbont.

E 63 a-raok J-K e erruas arRomaned gantPompeius en o fenn, ha buan en em gavas rouantelezh Yehouda dindan o gwarezveli.Herodez Veur, aet da roue gant o sikour, a reas labourioù bras e kêr, dreist-holl warMenez an Templ, ma savas urc'hreñvlec'h hag ur palez. Adsevel a reas an Templ, adalek 20 a-raok J-K, gant mogerioù uhel ha fetis tro-dro dezhañ (Moger an Daeloù zo ul lodenn anezho), hag ur blasenn bras-divent dirakañ evit degemer e-leizh a feizidi da-geñver ar gouelioù yuzev bras, evel Pask. Evit doare e c'halle 200 000 a dud en em dolpañ eno, d'ur mare ma oa 6 pe 7 milion a Yuzevien en impalaeriezh. Ne oa ket Jeruzalem ken bras se pa voe krusifietJezuz erGolgota, un dorgenn e-kichenik kêr : etre 50 000 ha 100 000 a dud a oa o chom enni. HervezPlinius an Henañ e oa « ar geoded vrudetañ en Oriant » avat. Seul vrudetoc'h e teuas da vezañ gant diorren ar relijion nevez, argristeniezh.

E 66 goude J-K en em savas ar Yuzevien a-enep ar Romaned hag ar baganed. E-pad pevar bloaz e voe dalc’het kêr gant an emsavidi. Mare arZeloted e oa, ul luskad taer hag a gase ar stourm enep ar Romaned hag ivez ar veleien vras hag ar pennoù kentañ suj outo.Titus a zeuas gant e arme da lakaat seziz e 70. Tangwallet ha peurziskaret e voe kêr ganto, ha lazhadeget an dud, pe gwerzhet evel sklaved. War o lerc'h ne chome en o sav nemet tourioù palez Herodez.

Dismantroù eusColonia Aelia Capitolina, ar gêr roman, adsavet gant Hadrian.

An impalaerHadrian a zivizas adsevel kêr war-dro 130 goude J-K, diwar un tres giz roman hag a zo anat er gêr gozh hiziv c'hoazh. An impalaer a felle dezhañ ober ur gêr bagan eus Jeruzalem : un anv nevez a roas dezhi,Colonia Aelia Capitolina, ha meur a dempl a lakas sevel, an hini pennañ lakaet en anv an doueYaouCapitolin. Droug a savas er Yuzevien gant kement-mañ, ken ma tarzhas unemsavadeg all e proviñs Yehouda, renet gantShimon Bar-Kokhba, enep kement hini na oa ket yuzev : Romaned, paganed, kristenien. Ur wech ouzhpenn e voe trec’het ha lazhadeget an emsavidi, ha da-heul e voe skarzhet ar Yuzevien diouzh Jeruzalem, ha difennet outo chom enni (betek an IIIvet kantved).

D'ar mare-se e oa Jeruzalem ul lec’h pirc’hirinaj dija evit ar gristenien c'hoant ganto gwelet lec’hioù arPasion hag anDasorc'hidigezh. An impalaerezHelena a zeuas war al lec’h da adkavout al lec’hioù santel. ArGroaz Santel a vefe bet anavezet ganti, hervez ar vojenn, e-pad al labourioù da ziskar templ Venus. Meur a vazilikenn a lakaas he mabKustentin sevel, en o zouez anAnastasis, a zo kontet da vezañ kentañ iliz arBez Santel. Reiñ a reas en-dro an anv Jeruzalem da gêr, ha paouez gantAelia Capitolina, an hini roet gant Hadrian.

Er IVvet kantved e voe aozet anIliz kristen en-dro da beder fatriarkiezh, en o zouez Jeruzalem, hag argristeniezh a yeas da relijion ofisiel dindan renTheodosius. Gant se e teredas muioc’h-mui a birc’hirined d'ar gêr santel, hag ingal e kreskas he foblañs hag he finvidigezh. Hervez unan anezho,Pirc'hirin Bourdel, aet da Jeruzalem e 333, « en em vesk an hengounioù yuzev, roman ha kristen » eno neuze.

Krennamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er VIIvet kantved e voe aloubet Jeruzalem gant arBersed hag anArabed lerc'h-ouzh-lerc'h. Ar roue persKosroez II a brofitas eus brezelioù hêrezhimpalaeriezh roman ar Reter evit kemer kêr ha gwastañ anezhi e 614, hag evit se e voe skoazellet gant Yuzevien Jeruzalem. Lazhadeget pe harluet e voe ur c'halz eus ar gristenien, a oa ar muiañ-niver ganto d'ar c'houlz-se, ha distrujet e voe kalz ilizoù. Goude ar freuz hag ar reuz ez eo Bizañs a voe mestr a-nevez war Jeruzalem, adalek 629, d'ur mare ma kroge an Arabed da blantañ ar yenn e Palestina.

Moskeenn al-Aqsa ha Bolz ar Roc'h, 2013.

Gant ar c'halifUmar en o fenn e kemeras ar re-se Jeruzalem e 638. Ne voe ket preizhet ganto, abalamour ma oa gwelet evel ur gêr santel ganto ivez. Diwar neuze e voe renet Jeruzalem gant anOmeiaded, a oa e penn ur galifiezh bras-divent, gantDamask da gêr-benn. Kentañ moskeenn kêr a savjont war Menez an Templ, a oa bet dilezet gant ar gristenien : moskeennal-Aqsa, a zo anezhi hiziv c'hoazh. Bolz ar Roc’h ivez a voe lakaet sevel e 691 gant ar c'halifAbd al-Malik, a-usRoc'h an Diazez, ur pezh karreg sakr evit ar vuzulmaned koulz hag evit ar Yuzevien. Adalek an VIIIvet kantved e krogas an hengoun vuzulman da liammañ Jeruzalem ouzh buhezMahomed, daoust ma n'eus ket anv anezhi erC'horan. Hervez an hengoun-se e vefe chomet a-sav ar profed war Menez an Templ e dibenn e veaj ziwezhañ (anIsra), hag ac'hann e vefe pignet war-du an neñv (arMi'raj), en ur lammat diwar ar Roc'h. Evit doare e vefe ur strategiezh empentet gant an Omeiaded, dezho da gaout o c'hêr santel dezho, d'ur mare ma oaMekka e krabanoù enebourien dezho. Evel-se e tapas buan Jeruzalem brud er bed muzulman a-bezh, a oa bet astennet war tri c'hevandir gant ar galifed. Da vare anOmeiaded e voe aotreet ar yuzeviezh e Jeruzalem, a oa bet berzet gant Roma ha Bizañs, ha savet ur sinagogenn. E-tro 800 e c'hallas ar birc'hirined kristen kemer penn hent Jeruzalem adarre. N'anavezer ket mat an daou gantved da-heul, a-raok ar bloaz 1000, defot mammennoù. A-hervez e oa lañs gant Jeruzalem, eviti da vezañ kalz bihanoc'h eget kêrioù pennañ ar galifiezh evelDamask,Baghdad haKaero. E 1033 e voe drastet kêr gant ur c'hren-douar ; da-heul an darvoud-se e voe savet al lodennoù koshañ eus moskeenn al-Aqsa a-vremañ dre urzh ar c'halifAli az-Zahir.

Kemeridigezh kêr Jeruzalem gant ar Groazidi e 1099.

Meur a wech e cheñchas mestr da Jeruzalem war-lerc'h diskar kalifiezh an Omeiaded. En diwezh ez eas an tu kreñv e 1073 gant arSeldjouked, un tiegezh turkian. Goude bezañ lazhet annezidi e nac'has ar vistri nevez reiñ digor d'ar birc'hirined kristen en-dro. Rak se e voe lañset arGroaziadeg kentañ e 1095 gant ar pabUrban II. E 1099 en em gavas arme ar Groazidi (en o zouezAlan IV, dug Breizh) ouzh troad kêr Jeruzalem. Ur mizvezh e padas ar seziz, ha d'ar 15 a viz Gouere e voe kemeret kêr gant ar Groazidi erfin. Ur bern muzulmaned ha Yuzevien a voe lazhadeget ganto en deiz-se, e-tro 10 000 a dud hervez an istorourMontefiore.

Stadoù latin ar Reter a voe savet gant pennoù ar Groaziadeg.Rouantelezh Jeruzalem e oa an hini bouezusañ anezho, tro-dro d'ar gêr santel, gantJafrez Bouillon en he fenn. Diwar neuze e voe difennet ouzh ar vuzulmaned hag ar Yuzevien dont d'ober o annez enni ; en o lec'h e voe diblaset kristenien eus Siria. ArBez Santel, distrujet gant ur c'halif e 1009, a voe adsavet, hagHent ar Groaz (peVia Dolorosa) a voe treset evit mat e kêr. Difennet e veze ar gêr hag ar rouantelezh gant meur a urzh relijiel soudardel evel, da skouer, anUrzh Teutonek haMarc’heien an Templ, int staliet war Menez an Templ, e moskeenn al-Aqsa. E fin an XIIvet kantved e oa kresket ha kreñvaet ar gêr-benn latin ; hogen d'o zro e lakaas ar vuzulmaned en o soñj dieubiñ ur gêr hag a oa santel evito ivez.

Arme Saladin, livet el levrHistoire d'Outremer (1337).

Ar penn muzulmanSaladin en doa kresket e sultaniezh eusEgipt betekSiria, ha goude bezañ bet taget gant Kroazidi e tivizas reiñ lamm dezho. E miz Gouere 1187 e pilas an arme latin eHattin, hag e tapas he fennoù da brizonidi, en o meskGuy Lusignan, roue Jeruzalem. Tri miz goude e oa Jeruzalem e dalc'h ar sultan. Ne voe ket lazhadeget Jeruzalemiz gant e arme, rak emglev en doa skoulmet Saladin gant ar penn latinBalian Ibelin : ar gristenien a c'halle paeañ ur skodenn a voe lezet da vont, ar re all a voe graet sklaved ganto. Moskeenn al-Aqsa a voe digoret en-dro gantañ, met ne voe ket difennet ar relijionoù all, a viras pep a lec'h sakr : arBez Santel evit ar gristenien haMoger an Daeroù evit ar Yuzevien. Kempennet e voe kêr, ha savet tier nevez enni : madrasaoù, ospitalioù, kibellec'hioù... Kement-mañ a zispleg e vez gwelet Saladin evel un den a bouez e istor Jeruzalem.

Ar gristenien a zalc'he mort ganti, ha meur a groaziadeg all a voe lañset ganto. GantRicharzh Kalon Leon e voe renet antrede hini. Kazeg a reas ar roue saoz e 1192, met tapout a reas ar gwir evit ar birc'hirined da vont d'ar gêr santel. War ar memes tro ez ae muioc'h-mui a vuzulmaned e pirc'hirinaj daMedina haMekka, ha kalz anezho a rae un ehan e Jeruzalem. An dra-se zo kaoz e kreskas kêr tamm-ha-tamm, hag he foblañs, ken ma voe ret astenn he ramparzhioù.

Gant arc'hwec'hvet Kroaziadeg, e 1229, e voe aloubet Jeruzalem gant ar bagadoù latin a-nevez. An impalaerFriedrich II, leun a finesaoù, a skoulmas marc'had gant ur c'halif evit ma vefe roet dezhañ Jeruzalem,Bethlehem,Nazaret hag o zrowardroioù. Diskar ar mogerioù-kreñv a rankas ober evit kement-se avat. Daoust ma oa bet anvet da roue e tistroas Friedrich II da Europa, ha dizemglev bras a savas buan etre ar pennoù latin – baroned, urzhioù hag all. Meur a wech e voe taget ha preizhet kêr Jeruzalem e-pad ar mare trubuilhet-se.

Kêr Jeruzalem treset el levrPeregrinatio in terram sanctam, embannet e 1486.

En taol fin ez eoMamlouked Ejipt, en ur drec'hiñ ar bandennoù mongol, a zeuas da vezañ mestr war arReter-Nesañ e 1261. E-pad ouzhpenn daou c'hant vloaz e renjont e Jeruzalem, betek 1516. Ur mare a verzh eo bet hini ar Vamlouked evit kêr. Modernaat a rejont kêr gant labourioù ha tier nevez, da skouer gant ur rouedad dour nevez. Tamm-ha-tamm e rojont plas d'ar relijionoù all : gallout a reas ar Yuzevien distreiñ adalek 1267, hag ar belerined kristen adalek 1342. Evel-se, e fin ar Grennamzer, e 1496, e oa e kêr un ugent bennak a ilizoù hag ur sinagogenn, hervez an istorour arabMujir al-Din.

Gevellerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Istor
Jeruzalem hiziv

Gwelit ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jeruzalem&oldid=2138042 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp