Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Jean Arp

Eus Wikipedia
Jean Arp war-dro 1925, skeudenn tennet eus De Stijl, niverenn 73/74, miz Genver 1926

Jean Arp (peHans Arp) (16 a viz Gwengolo1886 eStrasbourg – 7 a viz Even1966 eBasel,Suis) a oa ur barzh, ur livour hag ur c’hizeller a gemeras perzh edada hag endreistrealouriezh.Al lod brasañ eus e oberennoù a zo bet kensavet gant e wreg,Sophie Taeuber hec’h anv. Dimeziñ a rejont d’an 20 a viz Here1922.

E vuhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Clé des jaquemart, kizelladur, plasenn ti-kêrMainz

Da gentañ e oa Arp ur barzh. E1916 e kemeras perzh e krouidigezhdada eZürich. Skeudennoù a dresas evit meur a levrdada, evelLe Passager du Transatlantique gantBenjamin Péret, peVingt Cinq Poèmes gantTristan Tzara, hag ivez evit ul levr savet gantRichard Huelsenbeck. Stagañ a reas gant ar c’hizellañ adalek1917.

E1922 e timezas gantSophie Taeuber-Arp. E oberennoù plastr ha marmor kentañ a savas adalek1930. Ouzhpenn e reas re all war goad livet. Pegañ paper ha brodañ a reas ivez.

E vrud az eas war gresk eKöln,Berlin,Pariz haHannover. E1925 en em stalias eClamart, kemer a reasas perzh er strollad dreistrealour hag er strollad anvetCercle et Carré. EStrasbourg e kemeras perzh e raktres kempennL'Aubette, etre1926 ha1929. Al labour-se a gasas da benn asambles gant e wreg ha gantTheo van Doesburg.E1954 e voe roet dezhañ priz etrevroadel ar c’hizellañ eVenezia.Lod brasañ e oberennoù a c’haller gwelout hiziv an deiz e mirdi arzoù a-vremañStrasbourg. Ar blasenn dirak ar mirdi a zo bet roet e anv dezhi.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jean_Arp&oldid=2035814 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp