Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Jazz

Eus Wikipedia

Arjazz zo un seurtsonerezh ganet erStadoù-Unanet e deroù anXXvet kantved. Kejadenn sonerezh Afrika (dre arblues hag arragtime) ha sonerezh Europa an hini eo. Kalz isrummadoù sonerezh a zo bet maget gant ar Jazz.

Istor ar jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Louis Armstrong, anv braz ar Jazz e deroù anXXvet kantved

Ar jazz zo bet krouet erStadoù-Unanet e deroù anXXvet kantved diwar ur meskad sonerezhioù ar reAfroamerikaned : ar "work songs",kanaouennoù labour ar sklaved afrikan, ha kanoù relijiel,negro spiritual hagospel.

Adalek 1920 e teu ar blues da vezañ skignet e delta arMississippi gant enrolladenn gentañMamie Smith. Er memes amzer e erru arragtime, gantScott Joplin da skouer. Arboogie-woogie a ziorren ar memes mare eChicago.

EOrleañs-Nevez an hini eo e vez gwelet peurvuiañ al lec'h m'eo bet ganet ar jazz. E touez unsonerien bennañ jazz mod New Orleans e kaverKid Ory,Sydney Bechet ha dreist pep traLouis Armstrong, hemañ o tigeriñ hent mare arSwing.

The King & Carter Jazzing Orchestra foto tapet e Houston, Texas e mis Genver 1921.

Ar swing (pe middle jazz) en em zistag eus arjazz New Orleans dre ul laz-seniñ brasoc'h ha dre ar bouez a vez roet d'an unsonerien. Mare arbig band eo, gant sonerien zibar evelDuke Ellington,Count Basie,Glenn Miller ha sonaozerien evelGeorge Gershwin,Cole Porter,Richard Rodgers.

Genel a ra ar bloavezhioù 1940 arbebop, gant un tempo buan tre. Anvioù bras zo reCharlie Parker,Dizzy Gillespie haThelonious Monk. Gallet a reer ivez meneget arfree jazz adalek fin ar bloavezhioù 1950, allatin jazz hag arjazz-rock gantMiles Davis haWeather Report da skouer er bloavezhoioù 1960 ha 1970. Dont a ra war wel ur jazz "europeatoc'h" ivez, awenet gant arsonerezh klasel, arsonerezh a-vremañ hasonerezhioù ar bed.

Evit gwir en deus ar jazz ganet un taol bras a isrummadoù. Tostoc'h ouzhomp eo bet krouet ivez anacid jazz o veskañ jazz gantsonerezh elektronek.

Framm sonerezhel ar Jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Arzourien pennañ ar Jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Aozerien

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Sonerien

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Scott Joplin


Gwelit ivezRummad:Sonerien Jazz

Kanerezed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Free Jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Redennoù ar jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Lec'hiennoù mojenn ar jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • ar Village Vanguard : Emañ eManhattan eNew York. Unan eus lec'hiennoù brudetañ ar jazz, gant ar re vrasañ o vezañ sonet eno :John Coltrane,Miles Davis,Bill Evans… Krouet e oa e 1935
  • ar Village Gate : nepell ar Vanguard e Greenwich Village
  • ar Filmore East : daoust ma ne vez ket kinniget jazz nemetken eno en deus bevet hemañ dispac'h electrek ar jazz gant Miles Davis e fin ar bloavezhioù 1960
  • ar Blue Note : dont a ra anv a c'hlub-mañ eus un embanner sonerezh jazz brudet. Emañ e hent-kroaz ar 4vet straed hag ar 6vet bali.
  • ar Birdland :Charlie Parker a veze degemeret ingal er c'hlub-mañ krouet e 1949 warBroadway e New-York. Diouzh e lezanvBird e teu anv al lec'h.
  • ar Ronnie Scott's : klub jazz brudetañLondrez moarvat.

Gouelioù Jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Klotañ a ra ar jazz gant meizad ar festival abalamour d'e bersonelezh, e eztaol hag e seniñ war a prim. Meur a c'houel Jazz zo deuet da vezañ brudet eta, en o zouez reSan Francisco haMontreal.

E Breizh e vez kavet Gouelioù Jazz ivez, da skouer eGwened (Jazz à Vannes) pe eNaoned (Les Rendez-vous de l'Erdre).

Kelenn ar jazz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Berklee College of Music
  • Banff School of Fine Arts
  • American School of Modern Music
  • Centre des Musiques Didier Lockwood
  • Peabody University - Baltimore
  • Da revr brav

Notennoù ha daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jazz&oldid=2047582 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp