Lec'hiadur Jawa en IndoneziaUr rizeg, e-kichen Yogyakarta
Jawa (peJava) zo unan eus iniziIndonezia. E-touez lec'hioù pobletañ ar bed eo Jawa, gant 124 milion a annezidi, a zo o vevañ war ur gorread 132 000 km².
Emañ Jawa en aridennad inizi en em astenn eus kornôg da reter Indonezia, gantSumatera er c'hornôg dezhi haBali er reter. Er biz emañ enezBorneo. Un toullad mat avenezioù-tan zo e Jawa, hag abalamour d'an danvezioù taolet ganto ez eo druz ha strujus an douaroù.
E Jawa emañ kêr-benn Indonezia,Jakarta. Kêrioù bras all zo en enezenn, evelSurabaya,Bandung haSemarang. Komzet e vezjavaeg e kreiz hag e reter an enezenn.