Unenezeg a-hed aodoù sav-heolAzia a ya d'oberJapan (ejapaneg: 日本Nihon peNippon, ent-ofisielStad Japan, 日本国Nippon-koku peNihon-koku). Pederenezenn bennañ zo : eus an norzh betek ar su,Hokkaido,Honshu (an hini vrasañ),Shikoku haKyushu ha 97 % eus ar vro zo dindane ; 6 852 enez zo en holl e Japan abaoe1945[2]. Ouzhpenn 300 km eo hed an enezeg en holl ; 600 kilometrad emervent Kyushu emañNaha, war EnezOkinawa hag a zo lod eus strolladinizi Ryukyu (peRyūkyū rettō ejapaneg). En tu-hont da 1 000 kilometrad hed zo daenezegNanpo, e suTōkyō. DindanRusia emañ iniziSac'halin (Karafuto e japaneg) haKouril (Chishima retto) a zo muioc'h eget 1 200 kilometrad hed dezho. E norzh ar vro emaint hag alies-kaer e vezont gwelet evel penn-pellañ Japan.
Meneziek eo ar pep brasañ eus an enezennoù, lod zo savet diwar obererezhmenezioù-tan. Menez uhelañ Japan da skouer, ar menez Fuji (3 776 m), zo ur menez-tan ; dizoberiant eo abaoe1707. Dekvet bro bobletañ ar bed eo Japan, gant 126,45 milion annezad evit 377 835 km² (334,7 annezad/km²) hag a zo o chom evit al lodenn vrasañ e kompezennoù strizh an arvor. Tōkyō vras, anezhi kêr-benn Tōkyō ha meur a brefeti tro-dro dezhi, eo an tolpad kerioù brasañ eus ar bed, gant ouzhpenn 30 milion a annezidi.
Diskouezet eo bet gant anarkeologiezh e oa poblet Japan kerkent hag arpaleolitik uhelañ. Meneget eo Japan e skridoù istorSina adalek arIañ kantved. Troc'het eo istor Japan e prantadoù ma oa levezonet kalz gant ar bed diavaez heuliet gant prantadoù hir digenvez. Abaoe diazezadenn e vonreizh nevez e1947 ez eo deuet Japan da vezañ urvonarkiezh vonreizhel gant unimpalaer hag urparlamant dilennet, anDael.
An trede brasañ galloud ekonomikel eus ar bed eo Japan hervez arPDG. Ar pevare ezporzhier brasañ eo ivez hag ar c'hwec'hvet emporzhier brasañ. Ur vro diorroet eo, dezhi ul live buhez uhel, hag an esperañs bevañ hirañ en deus er bed hervez jedadennoùAozadur ar Broadoù Unanet[3]. Mes arabat eo d'an daolenn vrav-se kuzhat ar c'hudennoù bras a c'hourdrouz dazont ar vro : gouzañv a ra Japan diwar urfeur genel e-mesk ar re izelañ er bed, kalz re izel da erlerc'hiañ ar rummadoù a ya da anaon : e 2017, e oa negativel feur kresk ar boblañ e Japan gant -0.21%, hag istimet e oa ar feur strujusted da 1,41 bugel dre vaouez[4] Emañ poblañs ar vro o tigreskiñ.. Japan eo ar vro er bed ma pouez ar muiañ an dle foran ivez ; pa dizhe 223,80 % eus ar PDG e 2017[5].
Hervez ar vojenn e voe diazezet Japan erVIIvet kantved kent J.-K gant an impalaerJimmu. Degaset e oa bet reizhiad arskritur sinaek hag arvoudaegezh e-tro arVvet kantved hag arVIvet kantved, loc'het gante ur prantad pouezus ha hir dindan levezonsevenadurSina er vro. Komanderien arouezel e voe an impalaerien, na bout ma oa peurliesañ gwir c'halloud ar vro gant noblañs galloudek al Lez, rejanted anezhe, peshōgun-ed anezhe. E-tro arXVIvet kantved ec'h aochas e Japankoñversanted deuet eusEuropa : eusPortugal, lod all eus anIzelvroioù, eusBro-Saoz hag eusSpagn, asambles gantmisioneriengristen. E-pad al lodenn gentañ eus arXVIIvet kantved e tiskredas ar shogunelezh warne e oant ar preveudioù eus un aloubadenn gant an armeadoù europat hag e tihanas an holl zarempredoù gant an diavaez war-bouez reoù strizhik gant marc'hadourien sinaat hag Izelvroat war Enez-Dejima eNagasaki. Ha dizarempred dre youl e chomas ar vro e-pad 200 vloaz, ken ma pouezas arStadoù-Unanet, gant ergerzhadeg arC'homodorMatthew Perry, war Japan a-benn he digeriñ da vroioù arc'hornaoueg gantfeur-emglev Kanagawa e1854.
E-korf un nebeud bloavezhioù hepken en em dreuzfurmas kalz kevredigezh ar vro pa oa deuet an darempredoù en-dro gant broioù ar c'hornaoueg. Diskaret e voe ar shogunelezh, ha lakaet e voe an impalaer da ren en-dro. Gant adreizhadennoù an oadvezhMeiji kroget e1868 e teuas cheñchamantoù a-leizh. Torret e voe ar reizhiadgladdalc'hel, ha kalz lezennoù eus broioù ar c'hornaoueg a voe kemeret, enne ur reizhiad lezenniñ hag ac'houarnamant. Adreizhadennoù all a voe ivez enarmerzh, er gevredigezh hag enarme, ar pezh a dreuzfurmas Japan en unan eusriezoù bras ha modern ar bed. Ur youl vras da sevel a greskas er vro gant-se. Tarzhañ a reas brezelioù enep Sina e1895) hag enepRusia e1905) da-heul. E-kerzh ar brezelioù-se e voe gounezetKorea,Taiwan ha tiriadoù all gant Impalaeriezh Japan. E penn-kentañ anXXvet kantved e kendalc'has an impalaeriezh da astenn : aloubiñ a reasMandchouria ha sevel eno ar Stad vargodenn anvetManchukuo. Un eil brezel a loc'has e Sina e1937 ha, da echuiñ, an argadenn ePearl Harbor e1941 a lakaas ar vro da gemer perzh enEil Brezel-bed. Trec'het e voe Japan e1945 da ziwezhañ, goude ma voe taolet divvombezenn atomek gant arStadoù-Unanet, unan warHiroshima hag unan all warNagasaki. Kodianañ a reas Impalaeriezh Japan ha kevrediñ a reas ar gouarnamant nevez gant an Amerikaned d’an2 a viz Gwengolo 1945. Dindan gward ar Stadoù-Unanet e chomas Japan gwastet betek1952. Addeuet ar vro d'he ment orin en em lakas an armerzh en e sav en-dro goude 1952, ha berzh gant annezidi an enezennoù betek bremañ.
1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.