Ganet e voe Jan Steen e1626 eLeiden. Mab urbreser e oa. Breser ha livour e voe war-un-dro. Ar vicher livour a zeskas gant al livour alamanNicolaes Knüpfer enUtrecht, hag eHaarlem gantAdriaen van Ostade, hag eñ livour ar vuhez war ar maezioù. GantDirck Hals e voe stummet ivez. E1646 ez eas da skol-veurLeiden. E1648 e voe Jan Steen unan eus krouerienSint Lucas-Gilde an arzoù e Leiden. D'an3 a viz Here1649 e timezas gant Margriet („Grietje“), hag a oa c'hoar d'al livour gweledvaoùJan van Goyen. E skorer e voe Jan Steen, hag e ti van Goyen eDen Haag edo o chom betek1653. Meur a vugel a voe ganet : Thadaeus (badezet en iliz katolikAlten Molstraat, Den Haag d'ar 6 a viz C'hwevrer1651); Eva, (badezet er memes iliz d'an am 12 a viz Kerzu1653). Ne anavezer ket deiziad ganedigezh o zri bugel all : Cornelis, Catherine ha John. Adalek1654 e veras Steen ar vreserezhDe Roscam eDelft, met ne reas ket kalz berzh. Adalek1654 ha betek tro1656 edo o chom e Leiden en-dro. Eus 1656/1657 betek1660 edo o chom eWarmond. Etre1660 betek 1669/70 edo Steen o chom eHaarlem. D'ar mare-se e labouras kalz, hag e vo e penn un davarn ivez. E1669 e varvas e wreg, hag e dad a varvas e 1670. E1670 (pe e1673) e timezas gant Maria van Egmont, hah hi intañvez e amezeg Herculens, hag a oa levrier. Daou vugel a voe ganet. Adalek ar mare-se ha betek dibenn e vuhez edo o chom e Leiden. E1672 e voe aotreet da vezañ perc'henn war un davarn e Leiden. E 1674 e voe anvet da brezidant Sint Lucas-Gilde. Douaret e voe ebez e familh e Pieterskerk (Leiden) d'an3 a viz C'hwevrer1679.
Bugale o teskiñ d'ur c'hazh penaos dañsal. Rijksmuseum, Amsterdam
Ul livour speredek-tre ha leun a fent e oa. Spizh ha lemm eo e daolennoù. Livañ a reas taolennoù diazezet war arBibl dindan stumm taolennoù ar vuhez pemdez, hag e savboent flemmus a lakaas enno. Brudet eo e varregezh da daolenniñ ar gouloù hag e dech da livañ munudoù, evel a weler dreist-holl war an dilhad a livas. En ul lodenn eus e daolennoù e weler ivez e varregezh da implijout livioù kenglotus hag e vestroni beurvat eus teknik anamsked.Desket-tre e oa Steen, ha labourat a reas kalz a-benn lakaat fent en e daolennoù diwar-benn buhez tud vunut anIzelvroioù, poltredoù familh, taolennoù fentus o tiskouez buhez ar vugale, gweledvaoù ha poltredoù. Livañ a reas ivez tavarnioù buhezek, troioù-lavar ha skeudennadurioù. Ouzhpenn 800 taolenn a livas, n'eus nemet 350 anezho a zo bet dalc'het pe a zo anavezet. Ul lodenn eus e oberenn a c'haller gwelout eRijksmuseum (Amsterdam), da skouerGouel Sant Nikolaz,Gweladenn ar medisin,Kaoued ar perokeded,Ar skol-dañs, hag un daolenn a ziskouez an dro-lavar « Evel ma kan ar re gozh e c'hwiban ar re yaouank ». Taolennoù all savet gantañ a zo brudet ivez, evel :Ar gouezvildi hag an oad,Sinañ ar gevrat eured,Gouel ar Rouaned,An Emgann tro-dro d'ar C'hoari, haLiorzh an davarn.