Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Jakez Riou

Eus Wikipedia
Jakez Riou
Jakez Riou
Anv ofisielJacques Yves Marie Riou
Anv pluennJakez Riou
Hep ken
ObererezhDaneveller, barzh, c'hoarivaour, romantour
Ganedigezh1 a viz Mae 1899
eLotei,Banniel KerneKerne
Marv14 a viz Genver 1937 (37 vloaz)
eKastell-Briant,Bro-Naoned
Yezh skrivañBrezhoneg
Oberennoù pennañ
Geotenn ar Werc'hez
Gorsedd-Digor
Nomenoe-oe !
An ti satanazet
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Urskrivagner brezhonek eoJakez Riou (Jacques Yves Marie Riou). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) eLotei d'ar1añ a viz Mae1899. Marvet e oa d'an oad a 37 vloaz d'ar14 a viz Genver1937 eKastell-Briant (Bro-Naoned).

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset daskolajHondarribia enEuskadi[1]. Daou grennard all a oa gantañ,Youenn Drezen haJakez Kerrien, a oa bet merzet gantbeleien ofarrez dre ma oa danvez beleien enno.Skrivagnerien vrezhonek eo deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude, e1916, dagloerdi bihan Kalon sakr Pikpus eMiranda de Ebro,proviñs Burgos, eSpagn[1] ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel1918 ; seizh vloaz e oa chomet pell diouzh e vro.
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurtdroug-skevent enElzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar eLokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).

Embann a reas istorioù ha kontadennoù er c'hazetennoùBuhez Breiz, renet gantPêr Mokaer. E 1928, a-drugarez d'e vignon Youenn Drezen e krogas gant ar vicher kelaouenner er gelaouennLe Courrier du Finistère, renet gant ar chaloniRené Cardaliaguet. Er memes bloavezh e krogas da genlabourat gant ar gelaouennGwalarn, renet gantRoparz Hemon. Anavezet eo dreist-holl evit e zanevelloù, strobet evit ar wech kentañ e 1934 dindan an anvGeotenn ar Werc'hez, hag adembannet meur a wech dibaoe..

Tapet gant an drouk-skevent e varvas e klañvdi Kastell-briant. Bri zo bet roet d'e oberenn gant Youenn Drezen gant ur pennad hir "E Koun Jakez Riou" embannet gant Gwalarn[2].

Oberoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet erWikimammenn :Jakez Riou.

  • Ar Morskouled (danevell)Buhez Breiz1923
  • Ar Manac'h Mogn (danevell)Buhez Breiz1924
  • Lizer an hini Maro (danevell)Le Courrier du Finistère 1924
  • Geotenn ar Werc'hez (Danevell) Gwalarn Nn 131928
  • Ur Barr-Avel (danevell) Gwalarn Nn 141928
  • Prometheus ereet (danevell) Gwalarn Nn 151928 (e kounJorj Robin)
  • An Tousegi (barzhoneg) Gwalarn Nn 151928
  • Ar Balafenned gwenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 151928
  • Gorsedd digor (pezh-c'hoari) Gwalarn Nn 161928 (skeudennaouet gantMichel Mohrt oadet a 14 vloaz)
  • Introibo (barzhoneg) Gwalarn Nn 161928
  • Yun (danevell) Gwalarn Nn 171929
  • Mona (danevell) Gwalarn Nn 181929
  • Balafenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 191929
  • Gouel ar Sakramant (danevell) Gwalarn Nn 201929
  • An ti Satanazet (romantig) Le Courrier du Finistère 1930-1931
  • Serr-noz (barzhoneg) Gwalarn Nn 29 1931
  • Ar Feunteun zu (barzhoneg) Gwalarn Nn 661934
  • Ar Run-Heol (danevell) Gwalarn Nn 701934
  • Anna Tregidi (barzhoneg) Gwalarn Nn 701934
  • Ar goulenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 701934
  • Lan, embanner al ludu (danevell) Gwalarn Nn 110-1111938
  • Arnev (danevell) Gwalarn Nn 110-1111938
  • Tan war c'horre Kemenez (danevell) Gwalarn Nn 1321941
  • Pec'hed marvel Gregor Kogan (danevell) Gwalarn Nn 1321941
  • Nomenoe-Oe ! (pezh-c'hoari), Embannadur Skrid ha skeudenn, Skeudennaouiñ gant Pierre Péron,1941 (ISBN 2867750458)
  • Dogan (pezh-c'hoari) Skrid ha Skeudenn1943
  • Heol (barzhoneg)Al Liamm1954

Troidigezhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Adembannadurioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hêrezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1Alan Dipode :Youenn Drezen – Ma zammig buhezig,Al Liamm niv. 317, Du-Kerzu 1999, pp. 24-34.
  2. E Koun Jakez Riou, Gwalarn, N°110, Genver 1938
  3. Adembannet eo betTorfed ar Frer Juniper gant Hor Yezh e 1993
  4. « Gorsedd-Digor » a oa bet adembannet gantEmgleo Breiz er gelaouennBrud, niv. 45, diskar-amzer1973 ; golo gantPierre Péron, rakger gantPêr-Jakez Heliaz, skeudennoù gantMikael Mohrt.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jakez_Riou&oldid=2130905 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp