Asambles gantStan Lee e krouas er bloavezhioù kalz gourharozed a lakaasMarvel da vezañ brudet evelFantastic Four,Hulk, peX-Men. E-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz e tresas, ha frouezhus e voe ivez e genlabour gantJoe Simon. Gantañ e voe krouet ivez ar Pevare Bed. Diwar e anv ez eus bet krouet ur font anvetKirby's Hand. Unan eus arzourien bennañ sevenadur ar bobl er Stadoù-Unanet eo bet Jack Kirby. Degaset en deus d'ar c'homic nerzh ar romantoù avañturioù hag ar sinema. Ijinet en deus ivez perzhioù dibar evel ar splash-pajennoù (ur bajenn leuniet gant un dresadenn nemetken heukiet gant pajennoù enno kalz skeudennoù dispartiet), hag ar c'h/krackle (strakadeg treset da ziskouez bervadenn an dour pe stokadoù energiezh).
Divroidi eus kreiz Europa e oa tud Kirby. En em staliañ a rejont erStadoù-Unanet. Kirby a gasas e vugaleaj eBrooklyn. Labourat a reas e studioù fiñvtresadennoùFleisher. Goude-se e stagas gant ar c'hcomic hag e labouras evit Lincoln Features, evit studioJerry Iger hag ivez evit hiniWill Eisner. D'ar mare-se ez implije meur a lesanv, hag unan anezho a chomas brudet : Jack Kirby an hini eo. E1940 e tresas hag e savas senario"Merc'her en 20vet kantved" gant an anv Martin A. Bursten evit Red Raven Comics.
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1940 e kejas Jack Kirby ouzhJoe Simon.E1941 e kroujontCaptain America evit an ti-embannTimely, hag a zeufe da vezañMarvel. Ur gourharoz brogarour eo Captain America, ha stourm a ra a-enep an nazied. Krouiñ a rejont ivezYoung Allies haThe Vision a veze embannet e Marvel Mystery Comics. Ober a rejont war-dro heuliadoù all evel Daring Comics, USA Comics ha Young Winners. Kirby a c'houlennas gantMartin Goodman bezañ e penn ar renerezh arzel, hag a galz e kreskas ar werzh. Simon ha Kirby a embannas Mercury eRaven #1 met ne rejont ket berzh[1].
Goude-se ez eas Simon ha Kirby da labourat evitDC hag e kroujont tudennoù a reas berzh evelThe Newsboy Legion (embannet e-barzh Star Spangled Comics),The Boys commandos hag ec'h ijinont stumm nevez un haroz bet krouet c'hoazh :Sandman. Embannet e voe er gelaouenn Adventure Comics.
Jack Kirby etJoe Simon a voe soudardet e1942, ha Kirby a gemeras perzh en arme Patton e Frañs. E1945 e tistrojont d'arStadoù-Unanet ma labourjont evit an ti-embannHarvey (Stuntman,Boy Explorers). Krouiñ a rejont o zi-embann dezho, anvet Prize-Crestwood. Krouiñ a rejont a bep seurt traoù :comic enno istorioù karantez (Young Romance,Young Love,Young Brides), western (Boy's Ranch,Bullseye), unan diwar-benn an huñvreoù (The Strange world of your dreams) ehag un drevezadenn eusCaptain America (Fighting American). Met ar stourm a-enep ar c'homic kaset gant ar bredvezegFredric Wertham a lakaas meur a di-embann comic da vont da get, Prize-Crestwood en o zouez. Sed penaos ec'h echuas ar c'henlabour etre Jack Kirby ha Joe Simon.
E1961 e krouas Kirby ha Lee ur strollad gourharozed nevez,The Fantastic Four e anv. A-drugarez da verzhThe Fantastic Four e teuasMarvel da vezañ embanner comic brasañ ar Stadoù-Unanet. Kaset gant Lee e voe Kirby e-touez ar re evelSteve Ditko haDon Heck a ijinas ar c'hourharozed a lakaas Marvel da vezañ brudet :Hulk,Thor,X-Men,Iron Man,Silver Surfer ha re all c'hoazh.Kirby ha Lee a grouas istorioù hollvrudet evelThe coming of Galactus e1966 e-barzhFantastic Four #48 hag ivez saga arSilver Surfer (FF#50) gantJoe Sinnott.
Stan Lee a roe lesanvioù d'an holl dud a laboure gantañ, ha Jack Kirby a voe lesanvetThe King. E1970 e voe diemglev etre Kirby ha Marvel, ha Kirby a guitaas an ti-embann.
Kirby a zistroas neuze daDC ha fellout a rae dezhañ krouiñ un hollved klok ha kempoell diazezet war bevarc'homic :Superman's Pal Jimmy Olsen,New Gods,Forever People haMister Miracle. Sed penaos e krouasThe Fourth World.
Daoust ma labouras kalz Kirby war an heuliadoù-se ne voe ket plijet pennoùDC peogwir ne voent ket gwerzhet mat, ha nullet e voent ganto. Kenderc'hel a reas memestra da labourat evitDC hag e krouasKamandi,The Demon haOmac.
E1975 ec'h adkrogas Kirby da labourat evitMarvel ma reas war-dro tudennoù bet krouet gantañ evelCaptain America,Black Panther haSilver Surfer. Lakaet e voe ivez da dresañ kalz goloioù. Krouiñ e heuliadoù dezhañ eo ar pezh a felle dezhañ, hag ijinañ a reasDevil Dinosaur,Machine Man peThe Eternals. E1978 e paouezas da labourat evit Marvel da vat.
Mont a reas Kirby da chom da aodaoù kornôg ar Stadoù-Unanet, ma oa staliet studioioù fiñvtresadennoù pennañ ar vro. Hag e-pad un nebeud bloavezhioù e reas war-dro fiñvtresadennoù. A-hed e vuhez en doa labouret war dudennoù n'en doa tamm gwir ebet warno. E1981 e voe kinniget dezhañ gant tud Pacific Comics krouiñ tudennoù a vefe perc'henn warno. Sed penaos e krouasSilver Star haCaptain Victory & the Galactic Rangers. E1986 e voe ur prosez etre Kirby haMarvel : ma felle dezhañ adtapout e dresadennoù orin e oa dav dezhañ sinañ ur gevrat ma asante e vefe perc'henn Marvel wan an holl dudennoù kenijinet gantañ. Un emglev a voe kavet, ha meur a aozer comic a savas a-du gant Kirby.
E dibenn e vuhez e labouras Jack Kirby evit Topps Comics (krouiñ a reasBombast,Captain Glory,Nightglider,Satan's Six) hagImage. Ma n'ez eas ket gwall bell an heuliadoù ijinet evit Topps Comics e labouras da vat warPhantom Force en doa ijinet evit Image Comics. Div niverenn a voe embannet, hag un niverenn 0 oa bet raktreset, met mervel a reas Kirby a-raok stagañ gant ar raktres-se.