E-kichen an anv ofisielKoninkrijk der Nederlanden (« Rouantelezh an Izelvroioù »), e reer ivez er vro gant ur stumm berroc’h,Nederland. Graet e vez ivez, e broioù all, gant un anv all,Holland, a vez, pe a veze, implijet e meur a yezh all hag a zo bet implijet e brezhoneg. Bezañ ez eoHolland avat anv unan eus broioù istorel an Izelvroioù (rannet hiziv an deiz e div broviñs), hag ober gant Holland e-lec’h Izelvroioù (Nederland) ne blij ket kaer da dud ar proviñsoù all, evelLimburg peFriz (o deus ur yezh disheñvel-krenn).
E skridoù brezhonek gwechall e c’heller kavoutHolland hag ivezHollandizien evit an dud, hahollandeg evit ar yezh.
An douaroù en em led bremañ en Izelvroioù zo bet distank o foblañs e-pad pell, dre ma oant douaroù izel a veze beuzet gant ar mor ur wech ar mare. Goude an Henamzer e teuas war wel broioù bihan a oa e-barzh anImpalaeriezh Santel Roman ha German. An dugelezhioù hag ar c’hontelezhioù-se en em gavas en hêrezh familh anHabsbourged, pa voent impalaerien an Impalaeriezh Santel Roman. Ganto e voe bodet ar broioù-se evel ur rann a-gostez eus an Impalaeriezh.
Goude marv an impalaerKarl V e voe rannet e hêrezh hag en em gavout a reas arBroioù Izel e dalc’hFulup II, roueSpagn. Goude emgannoù relijiel ha politikel e tisklêrias anIzelvroioù e oant dizalc’h. Echuiñ a reas arBrezel pevar-ugent vloaz gant Spagn e1648. Seizh proviñs a voe unanet dreUnaniezh Utrecht, e1579, da vont d’oberRepublik ar Seizh Izelvro-Unanet (anvet ivez ar "Proviñsoù-Unanet"). Proviñsoù ar c’hreisteiz a chomas e dalc’h an Habsbourged avat.Kantved Aour an Izelvroioù a reer eusXVIIvet kantved, rak en he bleuñv e voe neuze ar Republik nevez, deuet da vezañ ur vro c’halloudus war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Ur perzh bras a voe kemeret gant tierned ar familh Oranje-Nassau, diskennidi bleiner an emsavadeg a-enep Spagn, ar priñsWilhelm Iañ. D’ar mare-se ivez e krogas an Izelvroioù da gaout trevadennoù dre ar bed a-bezh.
Aloubet e voe an Izelvroioù gant ar C’hallaoued e dibenn anXVIIIvet kantved. Goude drouziwezh Napoleon, e1815, e voe savetRouantelezh Unanet an Izelvroioù, a advode hollBroioù Izel an Impalaeriezh Santel Roman. Emsavadeg a voe e broioù ar c’hreisteiz e1830, haBelgia en em zistagas diouzh an Izelvroioù. Ne voe anavezet dizalc’hidigezh Belgia gant roue an Izelvroioù,Wilhelm Iañ an Izelvroioù, nemet e1839. Ur broviñs e gevred Belgia,Luksembourg, a chome stag ouzh an Izelvroioù dre ma oa roue an Izelvroioù e penn ar vro-se, gant an titlarc’hdug. E1890 avat e voe torret al liamm-se, pa varvas ar roueWilhelm III an Izelvroioù : kemeret e voe e blas war dron an Izelvroioù gant e verc’hWilhelmina met ne c’hellas ket houmañ bezañ anvet e penn Luksembourg abalamour da lezennoù an hêrezh a vire ouzh ar merc’hed a vezañ e penn ar vro-se. Distag-krenn e voe Luksembourg hag an Izelvroioù hiviziken.
Neptu e chomas an Izelvroioù e-pad arBrezel bed kentañ. EnEil brezel bed avat ne c’hellas ket ober heñvel pa voe aloubet gant armeAlamagn e miz Mae1940. Dieubet e voe e1945. Goude-se n'eus ket fellet d'an Izelvroioù bezañ neptu ha kenlabouret o deus a-zevri en aozadurioù etrebroadel : gantBelgia haLuksembourg e voe savet un unaniezh anvetBeneluks ; mont a reas an Izelvroioù e-barzh an aozadur milourel etrebroadel anvetAFNA ; adalek1957 e voe ezel eusKumuniezh Europa (zo deuet da vezañUnaniezh Europa). Degemer a reas aneuro da voneiz e2001, da gemer lec’h moneiz ar vro, arflorin.
EnXXvet kantved e klaskas an Izelvroioù, en deroù, mirout ouzhIndez Nederlandat ar Reter a zont da vezañ dizalc’h, met en aner, ha dont a reasIndonezia da vezañ dieub e1949. Plaenoc’h e voe an traoù e lodennoù all eus an impalaeriezh trevadennel, evel eSurinam, a zeuas da vezañ emren da gentañ, e1954, ha dizalc’h da vat e1975.
Hervez arvonreizh eoAmsterdam argêr-benn met enHaag (Den Haag pes-Gravenhage enederlandeg) emañ sez ar gouarnamant, palez ar rouanez hag un darn vat eus arc'hannatioù.Rannet eo an Izelvroioù e 12 proviñs.
Div yezh zo ofisiel en Izelvroioù : annederlandeg, komzet gant an darn vrasañ eus an annezidi ; hag arfrizeg ar c'hornôg, a gaozeer e proviñsFriz (Fryslân) hag a zo kenofisiel eno e-kichen an nederlandeg.
Ouzhpenn se emañ allimbourgeg hag ar rannyezhoù izelalamanek (Nedersaksisch e nederlandeg, ger-ha-ger « izelsaksek »), a vez komzet er reter hag en hanternoz, hag a zo anavezet evel « yezhoù rannvroel » gant an Izelvroioù, abaoe sinadurKarta Europa evit ar yezhoù rannvroel pe vinorel.
E bed an deskadurezh hag e bed an embregerezhioù e vez graet un implij stank a-walc’h eus arsaozneg : en eil kelc’hiad ar skolioù-meur (Master) e vez roet an darn vrasañ eus ar c’hentelioù e saozneg ha n’eo ket e nederlandeg, ha war-dro 85% eus holl annezidi ar vro a oar saozneg (ha 55–60%alamaneg).
Abalamour ma’z eus kalz enbroidi er vro e klever ivez a bep seurt yezhoù all : yezhoù evel anindonezeg pe arpapiamento, komzet e trevadennoù kozh an Izelvroioù pe e broioù zo stag c’hoazh ouzh ar Rouantelezh, hag ivez anturkeg, arc’hurdeg, anarabeg pe antamazigh (komzet gant an enbroidi deuet eus Hanternoz Afrika pe eusTurkia).