Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Istor Portugal

Eus Wikipedia
Torre de Belém, tour Belém, savet e 1510, zo un arouez eus istor Portugal

IstorPortugal, evel bro, a sav d’ar Grennamzer Izelañ. Goude e kreskas he douaroù, davare an Ergerzhadegoù, betek sevel unimpalaeriezh vras, ha dont da vezañ unan eus galloudoù bras ar bed etre arXVvet hag arXVIvet kantved. Kroget e oa an diskar goudeemgann Alcácer Quibir, pe emgann an Tri Roue, pa zeuas d’e heul dibenn antiegezh Avis ha stagidigezh Portugal ouzh Spagn e-pad 60 vloaz. Gouzañv a reas adarre pa voe distrujetLisbon gant urc'hren-douar e1755, pa voe aloubet ar vro gantarmeoù Napoleon e deroù anXIXvet kantved ha pa zeuasBrazil da vezañ dizalc’h e1822. Gant dispac’h1910 e voe diskaret ar rouantelezh, met bec’h he devoe ar republik nevez da dalañ ouzh diaesterioù ar vro. E1926 e voe untaol-stad ha mont a reas ar vro da vezañ undiktatouriezh, betek1974. Er bloavezh-se e c’hoarvezasDispac'h ar Jenoflez, kaset war-raok gant soudarded eus an tu-kleiz, ha savet e voe ur republikdemokratel. Da-heul e teuas an trevadennoù portugalat en Afrika da vezañ dizalc’h. E1986 e oa aet Portugal e-barzhKumuniezh Armerzhel Europa, a zo aet bremañ d’oberUnaniezh Europa.

Ragistor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An aspadennoù koshañ eus tud o vevañ er perzh zo Portugal bremañ zo 500 000 vloaz kozh.Homo neanderthalensis a oa o vevañ eno etre 200 000 ha 28 000 bloaz zo, e rannvroioùEstremadura hagAlentejo hag en norzh d’anDouro. Adalek 40 000 bloaz kent J.K,, e voe kemeret e lec’h, tamm-ha-tamm, gantHomo sapiens. Dont a reas allabour-douar da vare anNeolitik, etre 4 000 ha 2 000 bloaz kent J.K, tra ma tiorroe ur sevenadur dibar e kornaoueg alledenez iberek, er pezh a zo Portugal haGaliza bremañ. Abalamour da labour an houarn e tiorroe ivez liammoù dre vor, etre arvor Portugal, Breizh-Veur ha broioù arMor Kreizdouar. Henc’hresianed, Fenikianed ha Kartadiz a grouas kontoueroù war aod kreisteiz al ledenez iberek. Gant Fenikianed ivez e voe degaset gounidigezh ar gwini hag an olivez. Hervez istorourien zo e vije bet krouetLisbon ganto war-dro anXvet milved kt JK. War-dro 1 200 kent J.K. e erruas pobloù indezeuropat er vro hag en em veskañ a rejont gant ar pobloù a oa enni dija. Neuze e oa div bobl pennañ, alLusitaned (Lusitani) hag arGallaiked (Gallaeci). Bevañ a raent a vandennoù, e tiez ront savet e lec’hioù aes da zifenn, evel e krec’h ar menezioù.

Henamzer roman

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Templ romanÉvora, enAlentejo

Goude anEil brezel punek (eus-218 betek-201) e voe skarzhetKartada eus al Ledenez iberek gant arRomaned. Hag aloubet e voe gant ar Romaned. Bec’h o devoe al lejionoù roman, stourm a reas al Lusitaned outo, betek marv o fenn brasViriathus e-139. Met tamm-ha-tamm en em stalias sevenadur Roma er vro hag a-benn-133 e oa aloubet al ledenez iberek a-bezh. Gant trec’h ar sevenadur roman e voe dilezet ar c’hreñvlec’hioù kozh (castros) ha kroget da sevel kêrioù er plaenennoù. En amzer-hont e voe savet kêrioùBraga (Bracara Augusta),Chaves (Aquae Flavia) peBeja (Pax Iulia), hag ur rouedad hentoù etrezo.

Ar Wizigoted

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E410 ez easImpalaeriezh Roman ar C'hornôg d’an traoñ pa erruas pobloù german evel arSueved pe arVandaled elLedenez iberek. Pevar bloaz diwezhatoc’h e erruas arWizigoted, dreist arPireneoù. Emgannoù a voe etre ar pobloù-se. Pa voe trec’h ar Wizigoted ez eas ar Sueved d’en em staliañ e kornaoueg al ledenez hag ar Vandaled a yeas da hanternoz Afrika e429. A-benn454 e oa al ledenez a-bezh etre daouarn ar Wizigoted, war-bouez Rouantelezh ar Sueved, er gwalarn, hag bro ar Vasked en hanternoz.Rouantelezh ar Wizigoted en em astenne war ur vro vras, eus kreisteiz al ledenez betek Akitania, gantToloza da gêr-benn. E507, koulskoude, e voe aloubet un darn vras eus Akitania gant FrankedHlodwig Iañ ha diwar neuze ne chome gant ar Wizigoted nemet al ledenez iberek haSeptimania (dre vras Languedoc a vremañ).

EToledo e voe diazezet o c’hêr-benn nevez gant ar Wizigoted, e554, ha brezel a rejont ouzh ar Sueved adarre. Trec’het e voe ar Sueved ha staget e voe o bro ouzh Rouantelezh ar Wizigoted, e586. Met kreñvoc’h e voe levezon ar Wizigoted e-kreiz al ledenez eget en douaroù a zo e Portugal bremañ. Ar Wizigoted, hag a oa kristenien arian da gentañ, a droas ouzh iliz Roma da c’houde. Diwar neuze e oa ganto ur rouantelezh dalc’het gant ur roue harpet gant noblañsoù ha gant an Iliz Katolik. Adal ma voent katoliked e tilezjas ar Wizigoted o doareoù german evit kemer boazioù roman, hag en em lakaat da gomz romaneg e-lec’h oyezh c’hotek.

Aloubadeg ar Vuzulmaned

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Al ledenez iberek war-dro 750.
Pennad dre ar munud:Al-Andalus

Bresk e chomeRouantelezh ar Wizigoted ha pa voe aloubet al ledenez gant arvuzulmaned e kouezhas buan en he foull. E711 e erruas un armead muzulmaned, gantTariq ibn Ziyad en o fenn, galvet gant aotrouien wizigot a oa en em savet a-enep ar roue. Kemeret e voeToledo ganto, aloubiñ a rejont kreisteiz al ledenez ha stagañ ar vro ouzhkalifiezh anOmeyaded. Tamm-ha-tamm e voe brasaet o domani, betek ac’hubiñ ar braz eus al ledenez, war-bouez rannvroioù meneziek an hanternoz.

E kreisteiz al ledenez avat ne voe ket aes sevel ensavadurioù stabil. Emgannoù a voe etre meuriadoù an alouberien. Roet e voe lamm d’an anOmeyaded gant anAbbasided e750. E756,Abd-al-Rahman Iañ, unan eus an Omeyaded, a zeuas a-benn da adkemer ar galloud ha da sevel ur stad dizalc’h ha kreizennet a-walc’h enAl-Andalus.

Ur stad brav ar stal ganti e oaAl-Andalus. E929 e teuas da vout ur galifiezh,Kalifiezh Córdoba, dindan renAdb al-Rahman III. E kreisteiz al ledenez a-bezh e oa staliet muzulmaned hag a gomze arabeg. Stegn e chome an traoù er vro avat, etre Berbered hag Arabed, etre kristenien ha muzulmaned. A-benn ar fin e kouezhas ar galifiezh en he foull e1031 ha rannet e voe etre meur a vro vihan, anvettaifaoù.

ArReconquista ha savidigezhRouantelezh Portugal

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Banniel Kontelezh Portucale

Goude diskar Kalifiezh Córdoba e krogas ar rouantelezhioù kristen eus hanternoz al ledenez da aloubiñ douaroù ar c’hreisteiz.Rouantelezh León, hiniKastilha ha hiniAragon a renas an emgannoù pennañ. E1212 e c’hoarvezasemgann Las Navas de Tolosa, etre anAlmohaded en un tu ha rouantelezhioù Kastilha, Navarra hag Aragon en tu all. Da-heul e voe kemeret Córboda e 1236,Sevilla e1248 haCádiz a-benn ar fin e1263.

Diwar ar « Reconquista »-se e teuasPortugal war-wel ivez, adalek dibenn anXIvet kantved. Da neuze e oa bet aotrouien o klask sevel ur galloud emren er pezh a zo e hanternoz Portugal bremañ, douaroù hag a oa e dalc’hrouantelezh León perouantelezh Galiza. Evit lakaat un termen d’ar c’hoantoù emrenerezh-se,Alfonso VI,roue León ha Kastilha, a fizias douaroù kornaoueg e rouantelezh er c’hontRaimundo de Borgonha. Goude faezhidigezh Raimundo gant ar vuzulmaned e tivizas Alfonso VI rannañ an douaroù-se, lezel al lodenn hanternosañ anezho (Galiza) gant Raimundo, ha reiñ al lodenn greisteisañ d’e genderv,Henrique de Borgonha, e 1096. Gant an douaroù er c’hreisteiz daC'haliza e voe savetkontelezh Portucale, da lavaret eo rannvroPorto. Dindan ren Henrique, e voe kresket ar gontelezh-se, diwar-goust ar vuzulmaned. Goude e varv, e voe kendalc’het ar Reconquista gant e vabAfonso Iañ.

Rouantelezhioù al ledenez iberek en XIIIvet kantved.

E1139 e voe anvetAfonso daroue Portugal, gant e soudarded, da-heul e drec’h enEmgann Ourique war anAlmoravided. Anavezet e voe an titl-se gantRouantelezh Kastilha pevar bloaz war-lerc’h, drefeur-emglev Zamora (1143).Afonso I a gendalc’has da stourm a-enep anAlmoravided. D’ar 14 a viz Here 1147 e voe kemeret kêrLisbon gant e soudarded. Kêrioù all a voe kemeret ganto, evelBeja e 1162 peÉvora e 1165. E dibenn ren Afonso I, ne chome nemetAlgarve etre daouarn ar vuzulmaned. Goude e varv, e1185, e voe un tamm paouez gant ar Reconquista ; e1249 e voe peuraloubetAlgarve. Neuze e oa tizhet gant Portugal an harzoù a zo gantañ bremañ, ha chom a rejont stabil, dre vras, er c’hantvedoù war-lerc’h.

Dizalc’hted ar rouantelezh nevez a voe lakaet en arvar meur a wech gant rouantelezh Kastilha. Evel da skouer, e dibenn arXIVvet kantved, pa varvas ar roueFernando Iañ Portugal, e 1383, hep mab ebet da zont war e lerc’h. Dre ma oa dimezet e verc’hBeatriz gant roue Kastilha,Juan I, e klaskas hemañ lakaat e grabanoù war Portugal. Gant bourc’hizien ha noblañsoù e voe lakaetJoão Aviz war an tron, dindan an anv João I. Brezel a voe ha trec’het e voe arme Kastilha enemgann Aljubarrota e1385. GantFeur-emglev Ayllón, sinet e 1411, e voe graet peoc’h da vat etre an div rouantelezh.

Ergerzhet ar bed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pennad dre ar munud:Impalaeriezh trevadennel Portugal
Vasco da Gama o loc’hañ war-zuIndez (1497).

Goude ar brezelioù-se,Portugal a gendalc’has da astenn e c’halloud pelloc’h, war-zu ar c’hreisteiz, eNorzhafrika da gentañ. Aloubet e voeCeuta e 1415 ; tizhet e voe arC’hab Bojador (Boujdour) gant Portugaliz e1434, ha kendalc’het e voe goude-se a-hed aodoùAfrika, betek ma voeBartolomeu Dias, e1488, o tremen hebiou beg su ar c’hevandir hag o tizhoutMeurvor Indez. Nebeut amzer goude ma oa bet kavet douaroù Amerika gant ar Spagnoled, e voe kavet re v-Brazil gant Portugaliz, hag an hent da vont d’an Indez en ur c’hoari an dro da Afrika, dindan ren ar roueManuel I. Evel-se e voe kroget da sevelImpalaeriezh trevadennel Portugal ; gant an amiralAfonso de Albuquerque e voe aloubetGoa,Malaka hagOrmuz, hag e-pad an hanterenn gentañ eus arXVIvet kantved e voe kroget da drevadenniñBrazil dindan renJoão III.

Oadvezh aour Portugal e voe ar mare-se. EnEmgann Alcácer Quibir avat, en hanternoz Maroko, e voe lazhet ar roue yaouankSebastião I hag ul lodenn eus noblañs Portugal, e 1578. Dont a reasHenrique I war an tron, met mervel a reas daou vloaz goude, hep hêr ebet. Neuze e voe ur brezel hêrezh ma voe trec’h roue SpagnFelipe II ha dont a reas da vezañ roue Portugal ivez, gant an anv Filipe I, e 1581. Unanet e chomas an div gurunenn betek1640. Neuze e savas noblañs Portugal a-enep yev Spagn ha lakaet e voe João Bragança, ur priñs yaouank, war an tron, gant an anvJoão IV.

Adsevel ar rouantelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Impalaeriezh Portugal da vare ren João III.
An impalaeriezh trevadennel en he brasañ, er XVIIvet kantved.

Goude adsevel ur rouantelezh distag e Portugal, e kendalc’has ar brezel a-enep Spagn, betek 1668, pa voe sinetFeur-emglev Lisbon hag anavezet da vat dizalc’hted Portugal gant rouantelezh Spagn.

E dibenn arXVIIvet kantved hag e deroù anXVIIIvet kantved e voe kroget da gorvoiñ danvezioù-kailh Brazil ha kavet eno mein prizius. Evel-se e teuas lezJoão V da vezañ unan eus ar re binvidikañ en Europa. Talvezout a rae ar pinvidigezhioù–se, alies, da baeañ ar varc’hadourezh prenet e broioù all, e Bro-Saoz dreist-holl. Diorren a reas ar c’henwerzh, gant an ezporzhiañ gwin. Meur a savadur a bouez a voe savet, evel levraoueg skol-veur Coimbra, arBiblioteca Joanina pePalez Queluz. Dindan ren ar roueJosé I e voe modernaet kalz ar vro, gant strivoù markiz Pombal,Sebastião José de Carvalho e Melo, a voe ministr etre 1750 ha 1777. D’ar mare-se ivez e c’hoarvezas urgrenadenn-douar a reas kalz a zistruj e Lisbon hag en Algarve, d’ar1añ a viz Du1755.

Abalamour ma ne felle ket dezho kemer perzh erBlokus kevandirel divizet gant Napoleon a-enep Breizh-Veur e voe aloubet Portugal gant an armeoù gall e 1807. Tec’hout da Vrazil a reas rouanez Portugal,Maria I, gant he lez, d’en em staliañ eRio de Janeiro betek 1821. Da neuze e tistroasJoão VI da Lisbon, goudeDispac’h liberal 1820 ha degemer a reas arvonreizh nevez. Er bloavezh war-lerc’h, e 1822, e voe anvet e vabPedro da impalaer Brazil, a voe dizalc’h diwar neuze, met ren a reas ivez war Portugal, gant an anv Pedro IV, goude marv e dad, e 1826. Er peurrest eus anXIXvet kantved e voe turmudus buhez politikel ar vro. Bec’h a voe etre ar frankizourien a-du gant ar vonreizh hag ar re a-du gant hollveli ar roue, e-pad ur mare anavezet evelBrezel-diabarzh Portugal (1828-1834), pe emsavadegoù all c’hoazh. GantDispac'h Gwengolo1852 e voe lakaet un termen d’an trubuilhoù-se, pa voe degaset kemmoù d’ar vonreizh hag adunanet ar « vonreizhourien » hag an « hollveliourien ». Gant ar stabilded politikel nevez e voe gwellaet ekonomiezh ar vro ivez. Labourioù bras a voe dindan gouarnamantFontes Pereira de Melo ha diorroet e voe al labour-douar, an industriezh hag ar c’henwerzh.

E dibenn anXIXvet kantved e voe bec’h gant Breizh-Veur : ar youl kreskiñ o zrevadennoù a oa ken bras gant an eil ha gant egile. Rankout a reas Portugal lezel douaroù kreiz Afrika gant Impalaeriezh Breizh-Veur ha ne c’hallas ket unaniñ Angola gant Mozambik. Koll brud a reas ar rouantelezh ha muntret e voe ar roueCarlos I d’ar1 a viz C'hwevrer1908.

Republik, diktatouriezh ha demokratelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mab Carlos I,Manuel II, ne renas nemet daou vloaz, hag embannet e voe ar Republik gantDispac’h ar 5 a viz Here 1910. Goude un nebeud bloavezhioù distabilded politikel e voe kemeret ar galloud gant an arme, e 1926. Anvet e voeAntónio de Oliveira Salazar da vinistr an Arc’hant. Nebeut goude e voe lakaet an den-se e penn kuzul ar vinistred, e 1932. Gant hennezh e voe savet e 1933 anEstado Novo, ur renad aotrouniek, diazezet war ur gostezenn hepken, sindikadoù renet gant ar galloud politikel ha korfuniadoù, heñvel a-walc’h arfaskouriezh. E 1968 e voe kemeret lec’h Salazar gantMarcelo Caetano.

E trevadennoù Afrika e krogas brezelioù evit dizalc’htedAngola (191),Ginea-Bissau (1963) haMozambik (1964). Goude ur pennad e voe kavet abeg er brezelioù-se gant ofiserien uhel hag a lavare ne c’hallfent ket bezañ gounezet gant Portugal. Unan eus an ofiserien-se, arAntónio de Spínola, a embannas ul levr anvet "Portugal e o Futuro" ("Portugal hag an amzer da zont"), ma tisplege ne c’halle ket souten ar brezel en trevadennoù tramor. Skarzhet e voe ; neuze e savas ofiserien an arme, bodet erMovimento das Forças Armadas, MFA a-enep ar gouarnamant ; ha kement-se a gasas daZispac’h ar Jenoflez d’ar25 a viz Ebrel1974.

"Dispac'h ar Jenoflez" 1974 (murlivadur)

E miz Mae 1974 e voe anvet ur gouarnamant da c’hortoz, ennañ tud evel ar sokialourMário Soares, ar c’homunourAlvaro Cunhal pe ar sokial-demokratFrancisco Sà Carneiro. Kerkent ha miz Gouere e voe anavet gwir an trevadennoù d’en em ren o-unan. D’an 10 a viz Kerzu 1974 e voe embannet dizalc’hiezh an hini gentañ anezhoGinea-Bissau.

Trede Republik

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da-heulDispac’h ar Jenoflez, un taol-stad renet gant an arme, hep ma vefe lazhet ebet den ebet, e 1974, e voe savet an "Trede Republik". Dizalc’h e teuas an trevadennoù tramor da vezañ : d’an 10 a viz Kerzu 1974 e voe embannet dizalc’hiezhGinea-Bissau, d’ar 25 a viz Mezheven 1975 hiniMozambik, d'ar 5 a viz Gouere 1975) hini arC'hab Glas, d'an 12 a viz Gouere 1975 hiniSão Tomé ha Príncipe, ha d'an 11 a viz Du 1975 hiniAngola. Kantadoù a viliadoù a dud a zeuas en-dro eus ar broioù-se da Bortugal (“retornados” a reer anezho e portugaleg). Goude dibenn ar brezelioù tramor hag adsavidigezh andemokratelezh ez eas Portugal e-barzhKumuniezh Europa, war un dro gantSpagn e 1986. Mont a reas anImpalaeriezh trevadennel da get da vat, pa voe roetMacau daRepublik Pobl Sina e 1999, ha pa voe embannet dizalc’hiezhTimor ar Reter e 2002.

Eus 1974 ha 2014 e voe 25 gouarnamant disheñvel e Portugal. Diaesterioù bras a voe gant ekonomiezh ar vro, meur a wech : goulenn sikour arFont Moneizel Etrebroadel a reas Portugal e 1977-1978, e 1983 adarre, hag e 2011 digant an FME ha digant Unaniezh Europa.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Istor_Portugal&oldid=1968291 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp