Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Istor Breizh

Eus Wikipedia
Ur gelaouenn anvetIstor Breizh zo ivez. Sellit ouzhIstor Breizh (kelaouenn)
istor Breizh
arvez eus an Istor
ArvezBreizh,istor Breizh Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°0′0″N 3°0′0″W Kemmañ
Map
Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK --56
Marevezh roman
-56 -IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe -IXvet kantved
Rouaned
845 -913
845 -851Nevenoe
851 -857Erispoe
857 -874Salaun
874 -876Gurwant /Paskwezhen
876 -888Yezekael
888 -907Alan I
908? -913?Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? -931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 -937Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 -1532
Tiegezh Naoned
937 -952Alan al Louarn
952 -958Drogon
958 -981Hoel I
981 -988Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 -992Konan I
992 -1008Jafrez I
1008 -1040Alan III
1040 -1066Konan II
Tiegezh Kernev
1066 -1084Hoel II
1084 -1112Alan IV Fergant
1112 -1148Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 -1166Konan IV
1166 -1201Konstanza
Plantajened
1169 -1186Jafrez II
1196 -1203Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 -1221Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 -1237Pêr I
1221 -1286Yann I
1286 -1305Yann II
1305 -1312Arzhur II
1312 -1341Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 -1364Janed Pentevr haCharlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 -1345Yann Moñforzh
1364 -1399Yann IV
1399 -1442Yann V
1442 -1450Frañsez I
1450 -1457Pêr II
1457 -1458Arzhur III
1458 -1488Frañsez II
1488 -1514Anna Breizh
1514 -1524Klaoda Breizh
1524 -1532Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 -1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 -1974
Rannvroeladur
René Pleven1974-1976
André Colin1976-1978
Raymond Marcellin1978-1986
Yvon Bourges1986-1998
Josilin Roc'han1998-2004
Jean-Yves an Drian2004-2012
Pierrick Massiot2012-2015
Jean-Yves Le Drian2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe2017

Ur vro eoBreizh. Unan eus arriezoù kentañ bet krouet enEuropa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag arVIvet milved kt JK.

GoudeeuredAnna Breizh gantLoeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned, ha lakaet eo da broviñs c'hall, dezhi ur parlamant,Breujoù Breizh.

Krouet e oa arrannvro Breizh ez-ofisiel e1943 gantgouarnamant Vichy, enni pevardepartamant eus Breizh istorel hepken.KontelezhNaoned hag a oa ul lodenn eus Proviñs Breizh a-raok anDispac'h gall ha deuet abaoe da vezañ departamant alLiger-Atlantel a oa lakaet neuze e rannvroBroioù-al-Liger. Pa vez kaoz eusistor Breizh erWikipedia e vez kaoz eus istor "Breizh istorel" ha neket eus "Rannvro Breizh", nemet e vefe resisaet ar c'hontrol.

Ar ragistor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Paleolitik

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar paleolitik zooadvezh ar maen, betek 5000 kent J.-K. D’ar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseentmamouted,arzhed,tigred,kirvi ha loened all c’hoazh.
Un nebeud lec'hiennoùarkeolokel zo bet kavet e Breizh.

  • Lec'hienn Sant Maloù Fili e-kichen Lohieg) ; an hini goshañ eBreizh eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jezuz-Krist).
  • Lec'hienn Menez Dregan e kumunPloeneg), war-dro 450 000 bloaz kent J-K.
  • Lec'hienn Sant Kolomban e-kichenKarnag), war-dro 400 000 bloaz kent J-K.
  • Lec'hienn Grainfollet e-kichenSant-Servan), war-dro 90 000 bloaz kent J-K.
  • Lec'hienn Menez Dol e-kichenDol,) war-dro 70 000 bloaz kent J-K.

Mezolitik

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E-pad ar maread-se, etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K., e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoù gwez-bezv,derv ha kelvez a greskas e-lec'hstepennoù ar paleolitik.
En Enez Tevieg e-kichenKiberen ez eus bet kavet roudoù eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi,yourc'hed halern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriñ.
Lakaet e veze korfoù ar re varv ba fozioù gant o binvioù. An dra-se a ro da soñjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurtrelijion marteze.

Neolitik

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Oadvezh ar maen levnet eo an neolitik, etre 3 500 ha 1 500 kent J-K.
E-pad ar maread-se e teuas tud deus arMor Kreizdouar da vevañ el ledenez, ha krog an dud da vevañ skoachet un tamm. Ur relijion nevez ha doareoù beziañ nevez a zeuas gante. Stagañ a raent da c'hounit plant, ha da zoñvaat loened. Sevel lochennoù ha fardañ podoù-pri evit miret hag aozañ boued. Sevel traoù bras maen ivez : karnioù, alezioù-toet ha peulvanioù.

Karnioù

Ar c'harnioù a oa bezioù evit strolladoù tud, familhoù pemeuriadoù.
Karn Barnenez ePlouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetañ e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.
Karnioù all zo eLandeda,Gwitalmeze ha Karnag.

Alezioù-toet
Peulvanoù

Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare anistor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioù distro. A-wechoù all e vezont plaset a-regennoù. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioù » anezhe, pe « krommlec’hioù » (ar ger a zeu deus arc’hembraeg).

An Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Marevezh galian

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn Arvorig etre ar Somme hag alLiger

Ar Gelted ne implijent ket ar skritur da gustum. Anadiñ a reont eta e-doug arc'hentistor, enoadvezh an arem. Poblet o doa da gentañ kreiz Europa (Vindelicia,Norica) etre an Alpoù hag arC'hoad herkinian[1] ha kroget oant da zivroañ war-dro -500 etrezek ar c'hornôg. Diaes eo bloaziañ deroù prantad ar C'halianed ha cheñch a ra hervez ar broioù. Soñjal a ra ar pep brasañ eus an arbennigourien e vleunias ar sevenadurezh keltiek e Galia da vareLa Tène, da lâret eo e-pad eil Oadvezh an arem, adalek ar Vvet kantved a-raok J.-K.

War dro -330 e tremenas ar merdeerPiteas war an aodoù.Kyrtoma a ra eus al ledenez, hag envel a ra an douaroù a welas en tu all daVor BreizhPrettanike peBrettaniai zo deuet da vezañPreden en hor yezh. Antreal a rae hor bro enistor.

Dont a ra ar ger Arvorig, eus ur gergalianeg latinekaet enAremorica peArmorica. Roet e oa anv-se enHenamzer klasel d'ul lodenn eusGalia, etre kornadPornizh e su genoù alLiger haDieppe. Poblet e oa hervez ar skrivagnerien eus diwezh arRepublik roman hag eus deroù animpalaeriezh gant meuriadoùKelted bodet en ur c'hengevredad. Ne glot ket eta tolead Breizh gant hini an Arvorig, daoust d'ar pezh a vez kredet alies[2]

Pemp poblad pe meuriad Galianed a oa e lodenn an Arvorig zo deuet da vezañ Breizh :

An douaroniourienPosidonios haStrabon a lavar e teue Arvorigiz (Armoricani e latin) eus strollad ar C'halianed anvet Belged hag a vije bet rediet da zivroañ abalamour ma oant aloubet gant Germaned e Galia Belgica[3].

Kartenn ar C'halianed el ledenez a zeuio da vezañ Breizh

Gant arRomaned e voe aloubet an tiriad a vo graet Breizh anezhañ war-lerc’h, evel ma aloubas peurrestArvorig da vareBrezelioù Kaezar e Galia.

ArVeneti an hini eo a roas lañs da emsavadeg Arvorigiz a-enep ar Romaned e 56 a-raok J.-K. Serriñ a rejont ar gomiserien roman kaset da zastum pourvezioù ha goulenn a rejont digant ar Romaned dieubiñ o gouestlidi en eskemm eus frankiz o frizonidi. Doujañ a rae arVeneti levezon brasoc'h-bras ha kevezerezh ar Romaned moarvat. Anv zo anezhe en oberenn Caesar. Deskrivañ a ra un enebour kreñv ha, daoust ma'z eo palDe bello gallico reiñ brud dezhañ, ez eus moarvat un tamm mat a wirionez en daolennadur :

Abalamour d'o morlu bras, d'o barregezh brasoc'h war ar mor a oa anavezet mat ha d'o darempredoù kenwerzh gantPreden, e oa deuet arVeneti da vezañ ur bobl c'halloudus-kenañ, he doa aotrouniezh pell a-hed aodoù Galia ha Preden. Derc'hel a raent un niver bihan a borzhioù war aodoù ar mor digor ha stank an arnevoù ennañ, pell an eil re diouzh ar re all, hag e lakaent hogos an holl verdeerien a ranke tremen dre o lodenn eus ar mor da baeañ un truaj.[4]

ArVeneti a oa eta ur geoded voraerien ha kenwerzherien c'halloudus renet gant ur sened. Kalz a listri o doa da genwerzhañ gant inizi Breizh-Veur ha gwerzhañ a raent produioù eus ar c'hreisteiz evelgwin hageoulItalia (kaset e vezent gant ar Romaned dreVourdel), enArvorig pe ePreden diouzhDarioritum (eHengistbury Head nepell diouzhBournemouth enDorset a vremañ da skouer) en eskemm eus kig-sezon hag eus kilhevardon an Arvorigiz, anavezet mat dija e Roma hag eusstaen,plom hakouevr Preden. Edo arVeneti o chom e tolead arMorbihan a vremañ ha roet o deus o anv da gêrGwened. Souezhus eo gwelet o deus ar memes anv hag ur bobl all a savas ur geoded c'halloudus ha pinvidik all a oa diazezet he nerzh war ar mor hag ar c'henwerzh :Venezia.

E56 kent J.-K. e oa distrujet listri arVeneti gant reJulius Caesar pourchaset gant pobloù galian all, ar Biktoned da skouer[5] e-kerzh un emgann bras e pleg-mor ar Morbihan. Lakaet e oa izili ar sened d'ar marv hag ar "peurrest" eus ar bobl a oa gwerzhet evelsklaved. Roet e oa bro an Ambilatri (su al liger atlantel) d'arBiktoned d'o zrugarekaat.

Impalaeriezh roman

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En amzer anImpalaeriezh roman e oa Arvorig,Aremorica, ul lodenn eus proviñs romanGallia Lugdunensis. D'ar mare-se e oa ar geoded ar bastell-vro velestradurel a glote gant tachenn ur boblad, evel an Osismii pe ar Redones. Hollgeodedoù Arvorig (latin,civitas) o doa ar statudCivitas stipendaria, da lâret eo a geodedoù sujet a baee o annezidi an truaj hiniennel (tributum capitis) hag an truaj war an douar (tributum soli).
Goude adreizhadennDiocletianus e oa ul lodenn eus andiocesis Galliarum, eskopti Galia.

Emsavadeg arBagaudae en IIIde kantved a zegasas trubuilhoù hag a lakaas ar boblañs da zigreskiñ. Distrujet e oa kalz kêriadennoù. Gwiskadoù tev douar du kavet er c'hêrioù a ziskouez e oa diboblet ar c'hêrioù ivez. Gwellaat a reas un tamm stad ar vro dindan renKustentin Iañ (307–350). Graet e oa kalz pezhioù moneiz.
War anTractus Armoricanus e oa savet kreñvlec'hioù nevez, da skouer eBrest,Avranches hagar Yeoded. Da gustum e soñjer e krogas ar gristeniezh d'en em ledañ en Arvorig e diwezh ar pevare kantved goude J.-K., met ral eo an titouroù.

ErIVe kantved e voe krouet un bastell-vro da dalañ ouzh an tagadennoù Barbared deuet eus ar mor, anTractus Armoricanus et Nervicanus eus an arvor e genoù arGarona betek genoù arSomme. Menegiñ a ra anNotitia Dignitatum (war-dro 400 goude J.-K.) un niver a vagadoù soudarded a warde anTractus Armoricanus et Nervicanus, da skouer bagadoùmaoured e keodedoù ar Veneti hag an Osismii.Laetifrankat a oa e Roazhon.

Krennamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar Vretoned o tont da Arvorig

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Europa er bloaz 600. Gwelout a reer ur rouantelezh Breizh ha ne oa ket anezhi a-raok 845.

Er bloavezhioù 380 e oa moarvat un niver bras a soudarded vrezhon eus an arme roman en Armorica.
Bagadoù soudarded vrezhon (fœderati) a zeuas eus Preden,Breizh-Veur a vremañ da sikour strolladoùlaetifrankat degouezhet en Arvorig kerkent hag an IIIde hag ar IVre kantved[6],[7] da zifenn aodoù Arvorig a-enep al laeron-vor a zeue eus Norzh Europa hag a rae o reuz e Mor Breizh. Goude se ez voent implijet da stourm ouzh emsavadegoù arBagaudae.
Hervez anHistoria Brittonum, skrivet en IXvet kantved, an impalaerMagnus Maximus, a dennas an armeoù roman eus Preden, o c'hasas eno ivez.

Pa voe dilezetProviñs Britannia gant allejionoù roman e411 e fizjont difenn an enezenn er Vrezhoned. Buan avat, argadegoù arBikted o tont eusCaledonia (Bro-Skos a vremañ, en tu all damoger Antoninus) ha dreist-holl re arScoti (Iwerzhoniz) (deuet eusHibernia) a zeu da vezañ niverusoc'h-niverusañ. War ar memes tro eo aloubet reter an enezenn gantpobloù german, anAngled hag arSaozon peurgetket, a argas ar Vrezhoned trema ar c'hornôg. War a seblant e vefe argadegoù ha trecvadennoù an Iwerzhoniz o dije bet ar roll brasañ da atizañ un niver bras a Vrezhoned da vont kuit war an douar-bras e lec'h ma anavezent kerent a oa soudarded eno.

Ar skrivagnerienNennius haGweltaz) a veneg un eil gwagenn a Vrezhoned a reas o annez en Armorica er c'hantved goude da dec'hout aloubadegoù ar Saozon hag ar Scoti. Kadarnaet eo martezeadenn un divroadeg e daou brantad gant an arkeologiezh[8]

Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhañ e-pad pell, un anv damheñvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. ErGrennamzer uhelañ e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh –Domnonea,Kerne haBro-Ereg, a voeBro-Warog hec’h anv kentañ. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved.

Rouantelezh Breizh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Rouantelezh Breizh e 845-867
IXvet – Xvet kantved

En845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gantNevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned warCharlez ar Moal, roue Frañs, en emgannBallon, ur gêriadenn nepell diouzhRedon, enIl-ha-Gwilen. En851 e voe trec’h lu ar roueErispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh war lu ar roueKarl Voal enEmgann Jengland. Rak-se ez anavezas Karl Voal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ. D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiñ a reas ar roueSalaun BroioùCoutances hagAvranches diwezhatoc’h. Gant Salaun eo e voe rouantelezh Breizh en he brasañ. ArVikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e913. Hogen distreiñ a reasAlan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-SaozAthelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e937.

Amzer ar gladdalc'helezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Xvet – XIVvet kantved

EnIXvet kantved e teuas Breizh unanet-se da vezañ ur rouantelezh dizalc’h. Distrujet hag aloubet e voe war-lerc’h gant ar Vikinged e deroù an Xvet kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreñv all, ken ma ne oa nemet undugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezañ ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Moñforzh (XIVvet–XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek arXVIvet kantved, daoust d’ar brezel hêrezh (1341–1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh c’hall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad.

Dugelezh Breizh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ :Dugelezh Breizh

Da-heul e voe trec’h rouantelezhBro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoù1488 ha1491. Gant se e oa bet boulc’het an hent a gase d’an unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentañ penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziñ (3 dimeziñ a oa bet lidet evit unaniñ penntierned Bro-C’hall ha Breizh). Da eil, e1532, o doa goulennet Stadoù Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoù Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno d’ar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoù ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioù zo (al lezenniñ hag ar sevel tailhoù dibar), koulskoude, betek anDispac'h gall. E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioù ar c’humunioù, ar c’horfuniadoù, an noblañs, ar c’hloer… ha dreistwirioù Breizh.

ArXVvet kantved, arXVIvet kantved hag arXVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantadoù eus an toniusañ e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioù a-leizh dre vor etreSpagn,Bro-Saoz hagHolland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoù-se. Al lien kanab, al lien lin, ar c’hrezioù, e-touez traoù all, zo anezho arouezioù eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar c’henwerzh e Breizh. Gant an arc’hant bras dastumet d’ar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Arc’hant Roazhon a oa an hini kentañ eus Frañs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioù a veze etre Frañs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. EnXIXvet kantved e voe an traoù en o gwashañ.

Rannet e voe Breizh etrekontelezhioù (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porc’hoed, Naoned, Roazhon…) ha goude an eizhaotrouniezh a droas e pevarfrezidial, a voe rannet etre senesaliezhoù ivez. Rannet e oant ivez etre naveskopti.

Dispac'h gall

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Breizh rannet e pemp departamant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da vare anDispac'h Gall, e-padnozvezh ar 4 a viz Eost1789 e voe diskaret arproviñsoù. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E1790 e voe rannet etre pempdepartamant :

1793

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an NaonedadMichel Rocher, anezhañ penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (prefeded) e Breizh.

XXvetXXIvet kantvedoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Breizh
Melestradur
Kêr-bennNaoned (istorel)
Roazhon (melstradurel)
DepartamantoùAodoù-an-Arvor (22)
Il-ha-Gwilen (35)
Liger-Atlantel (44, istorel)
Mor-Bihan (56)
Penn-ar-Bed (29)
Arondisamant15
Kantonioù201
Kumunioù1 268
PrezidantLoïg Chesnais-Girard
Douaroniezh
Gorread34 023 km² (istorel)
27 208 km²(melestradurel)
Poblañs(2016)4 687 381 (istorel)
3 306 529 (melestradurel)
Stankted138 (istorel)
122 (melestradurel)

Brezel-bed kentañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ :Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ :Breizh e-pad an Eil Brezel-bed

AnEil Brezel-bed en deus skoet kalz tud e Breizh, prizoniet, gloazet, kaset d'ar c'hampoù bac'h pe gloazet. Kalz distrujoù zo bet ivez betek 1945. Enebiezhioù politikel bras a oa ivez prest da lakaat ar brezel diabarzh da darzhañ adalek1943 dreist-holl. Disoñjet e oa buan ar spered harzerezh perezistañs goude an dieubidigezh. Diskred zo evit anEmsav[9] er boblañs da c'houde ar brezel. Gounit a ra argomunouriezh kalz tachenn e Breizh abalamour d'ar roll a-bouez en deus bet arPCF hag anURSS er brezel.

Etre an daou vrezel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Didroc'hadur ar Rannvro

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1917 e voe raktreset krouiñ rannvroioù armerzhel, a raed "strollad armerzhel ha rannvroel" pe "rannvroioùClémentel" anezho. Ar pal a oa krouiñ un IIIe rannvro (pe rannvro Roazhon) dre strollañ ar pevar departamant a oa e norzh hag e gwalarn Breizh. Raktreset e voe, avat, lakaat al liger-Atlantel er IVe rannvro (pe rannvro Angers) a-gevret gant an departamantoù amañ da-heul : ar Mayenne, ar Sarthe, ar Maine-et-Loire, ar Vande koulz hag an Indre-et-Loire. E miz Ebrel 1919 e oa bet krouet ar rannvroioù Clementel. Rannvro Roazhon, a veze anvet ar VIvet rannvro neuze, a oa enni tri departamant : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Hanternoz ha Penn-ar-Bed. Ar Vvet rannvro vras pe rannvro Naoned a voe bodet enni an departamantoù-mañ : ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire, ar Maine-et-Loire, ar Vande, al Liger-Atlantel hag ar Mor-Bihan. Divizet e voe strollañ tro-dro d’ur gêr vras an departamantoù a yae d’ober an diazad armerzhel anezhi. D’ar mare-se e voe divizet kalz evit gouzout hag-eñ e vije lakaet departamant Penn-ar-Bed e rannvro Naoned pe e rannvro Roazon. Dleet e vije daouhanteriñ departamant Penn-ar-Bed - ar su hag an norzh - zoken. Ne oa ket aet ar rannvroioù-se war-raok tamm ebet e-pad an ugent bloavezhioù a oa bet da-heul. Ne oa anezho, evit gwir, nemet doareoù kambroù kenwerzh, da lavaret eo departamanantoù unanet laosk pe laoskoc’h.

E miz Gwengolo 1919 o doa kroget ar c’hevredadoù tiez an degemer da aozañ “rannvroioù touristel” diwar ur patrom un tamm disheñvel. Ar wech-se e oa bet strollet an departamantoù en ur zerc’hel kont eus an touristerezh, an douaroniezh hag an dudouriezh. Ne gloto tamm ebet ar rannvroioù-se gant ar rannvroioù armerzhel. Ar rannvro a raed « Breizh » anezhi en em astenne war Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilen hag ar Mor-Bihan. Ur rannvro all, a raed « Vallée de la Loire » anezhi, a oa enni al Liger-Atlantel, ar Maine-et-Loire, ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire koulz ha kornôg departamantoù al Loir-et-Cher hag al Loiret.

D’an 19 a viz Ebrel 1941, e Vichy, e sinas ar MarichalPétain ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù. Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez-se e tivizas kabined ar Marichal Pétain dispartiañ al Liger-Izelañ diouzh rannvro Breizh. Ar jeneralde Gaulle a sinas un devredad damheñvel d’an 10 a viz Genver 1944.

Gant gouarnamantEdgar Faure e voe krouet ar rannvroioù programm e1956 hag adkrouet e voeRannvro Breizh. Krouet eo bet arrannvro velestradurel nevez-se hep derc’hel kont eus an istor.Rannvro Breizh, evel ma reer anezhi, zo enni pevar departamant. AlLiger-Atlantel zo deuet da vezañ unan ar pemp departamant zo er rannvroBroioù-al-Liger. Gant al lezenn rannvroelaat bet sinet e1972 e voe gwiriekaet an disparti, petra bennak ma oa a-enep Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Da-heul e vouezhias ar C’huzul-departamant meur a wech (a-unvouezh) evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh rannvro Breizh. Mouezhiadegoù peurheñvel a voe aozet gant Kuzul-rannvro Breizh ivez. ArC’huzul-Stad a sav bepred a-enep groñs an adstagadur. Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh. A-du emañ Breizhiz, war a seblant, gant ar mennozh-se (Diskouez a ra anat disoc’h ar sontadegoù o deus c’hoant etre 60 ha 74 % eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel e vefe adstaget o departamant ouzh rannvro Breizh). Ne oa ket bet kement-se a dud o kemer perzh er manifestagoù aozet e Naoned, daoust ma oa bet galvet tud ar pemp departamant d’en ober. Gant ar gouarnamantRaffarin ez eus bet lakaet da vouezhiañ ul lezenn evit aozañ referemdomoù lec’hel. Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ. Evit kas an teuliad da benn e ranker seveniñ divizoù melestradurel pe lezennel zo (da skouer, aozañ ur vouezhiadeg war-eeun gant Holl Vreizhiz ha diouzh an disoc’h adtermeniñ an tiriad en e bezh, e-touez traoù all). Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Titus Livius,Istor Roma
  2. Holl geoded ar C'halianed e-tal ar mor a ro dezhe o-unan an anv a Arvorigiz (Aremorici) en o zouez arGoriosolited, arRedones, anAmbibarii, arGaleti, anOsismi, arVeneti, anUnelli, a ranke reiñ 6000 brezelour.,Julius Kezar,De bello gallico, VII, p.35.
  3. Tacitus a zispleg : "Ar c'hentañ [Germaned] a dreuzas arRoen hag a argasas ar C'halianed, ar re a raTongred anezhe bremañ, a gemeras an anv a C'hermaned. An anv-se a oa implijet da gentañ gant o meuriad hepken en em ledas tamm-ha-tamm, ha, krouet gant an trec'h da lakaat muioc'h a aon da ziwan, e oa implijet dizale gant ar vroad a-bezh",Tacitus,Gizioù ar C'hermaned II.
  4. Kezar,De Bello Gallico, III, 8
  5. Julius Kezar,De bello gallico, III, 11
  6. Joël Cornette.Histoire de la Bretagne et des Bretons. Tome I. Paris, Seuil, 2005, p. 109.
  7. Pape (Louis),La Bretagne romaine, Ouest-France université, 1995, p. 258.
  8. Léon Fleuriot,Les origines de la Bretagne: l'émigration, Pariz, Payot, 1980.
  9. Ar pezh a anver "Emsav" a ra dave da istor Breizh o stourm evit ma vo muioc'h a frankiz gant ar Vretoned, evel m'o deus bet c'hoazh en o istor a-gent.
g  ka  ke
Istor Europa
Stadoù dizalc'hAlbaniaAndorraArmeniaAostriaAzerbaidjanBelarusBelgiaBosnia ha HerzegovinaBulgariaKroatiaKiprenezRepublik TchekDanmarkEstoniaFinlandBro-C'hallJorjiaAlamagnGresHungariaIslandIwerzhonItaliaKazakstanLatviaLiechtensteinLituaniaLuksembourgIstor Makedonia an NorzhMaltaMoldovaMonakoMontenegro • anIzelvroioùNorvegiaPoloniaPortugalRoumaniaRusiaSan MarinoSerbiaSlovakiaSloveniaSpagnSvedenSuisTurkiaUkrainaRouantelezh-Unanet (Bro-SaozBro-SkosNorzhiwerzhonKembre)
Tiriadoù emren, ha
tiriadoù heverk
Abc'haziaAdjaraAkrotiri ha DhekeliaÅlandAzorezBreizhKrimeaEuskadiInizi FaeroGagauziaJibraltarGalizaGwernenezJan MayenJerzenezKataloniaKernev-VeurKorsikaKosovoManavMadeiraNagorno-Karabac'hNakhchivanOkitaniaOsetia ar SuSvalbardTransnistriaRepublik Turk Kiprenez an Norzh
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Istor_Breizh&oldid=2121686 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp