Displegañ a ra ar pennad-mañistor Azerbaidjan. War daou gevandir en em astenn:Europa hagAzia.Azerbaidjan, a zo ur vro eusEurazia.
Annezidi gentañ ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan e oaalbaniz ar C'haokaz, ur bobl kaokazek he yezh. Goude e voe aloubet ar vro gant pobloù niverus, Persed, Romaned, Armeniz, Arabed, Turked, Rused en o zouez.
Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e1918 ez eas Azerbaidjan, asambles gantJorjia hagArmenia d'un darn eusRepublik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia. Homañ en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918.Republik Demokratel Azerbaidjan a vo ar republik vuzulman gentañ er bed met ne badas nemet daou vloavezh. E1920 e aloubas ar vro alLu Ruz ha d'un darn eusrepublik soviedel Treuzgaokazia ez eas e miz Meurzh1922. Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e1936 etre republikoù soviedel Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan.
E1990 manifestadegoù evit dieubidigezh ar vro a voe gwasket gant al Lu Ruz. He frankiz a adkavas ar vro e1991, avat, goude freuzadur anUnaniezh Soviedel. E-pad ar bloavezhioù kentañ e dieubidigezh e voe ret da Azerbaidjan davrezeliñ ouzh ar gouarnamant disrannidigelNagorno-Karabac'h. N'eo ket diskoulmet ar gudenn desped d'un arsav sinet e 1994. Adalek fin ar brezel e talc'h an armeniz 16% eus tachenn Azerbaidjan ha gant an div vro ez eus kudennoù armerzhel bras hag a repuidi.
Goude ar brezel e arnodas prezidantHeydar Aliyev da welaat armerzh ar vro dre implijout he feadraoù eoul-maenek. War zigresk eo aet an dilabour met kudennoù politikel bras a zo c'hoazh gant ar vro. Goude marvHeydar Aliyev, e2003, e voe dilennet e vabIlham Aliyev prezidant. Abeget eo an dilennadeg-se gant an enebouriezh.