Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
भारत गणराज्य (Bhārat Ganarājya) Republic of India Republik India
Lec'hiadur: etre al ledredennoù 8° 4' ha 37° 6' norzh hag an hedredennoù 68° 7' ha 97° 25' reter.
Hirder an aodoù: 17 600 km.
India a ya d'ober al lodenn vrasañ eusiskevandir Indez a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-hag-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e torosad an Himalaya. Ar peurrest eus India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn arGanga. Er c'hornôg, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezerzh anThar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel anDekkan, etre daou dorosad aodel gant un torosennadur diblaen, reGhat ar c'hornôg ha reGhat ar reter.
Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel arGanga, arBrahmapoutra, arYamunâ, arGodâvarî, anNarmadâ hag arC'haveri. Teir enezeg zo, en o zouez ar reLakshadweep, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez' emañ ivez aradennad volkanekinizi Andaman ha Nikobar er gevred ha reSunderban e delta ar Ganga eBengal ar C'hornôg. An hin indiat a ya eus hini an trovanoù er su betek hini kerreishoc'h an norzh e-lec'h ma vez erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya.
Hin ar vro zo levezonet gant anHimalaya ha dezerzh an Thar. An Himalaya ha menezioù anHindu Kush e Pakistan a harz ouzh an avelioùkatabatek deuet eusKreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezerzh an Thar a sach avelioù gleborekmonson an hañv etre Mezheven ha Gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India.
Urc’hevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez' zo eizh stad warn-ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar gêr-bennDelhi Nevez (New Delhi Capital Territory).
Arouez broadel India a zo anezhañ adskeudenn Leon Sarnath, e-kichenVaranasi enUttar Pradesh. Hemañ a oa bet savet enIIIe kantved kt JK gant an impalaerAchoka evit merkañ al lec'h ma voe embannet da gentañ e aviel abeoc'h hag a frankizadur gantBouddha da bevar c'horn ar bed. Setu e tiskouez an arouez broadel penaos e vez kadarnaet hec'h engouestl kozh evit ar peoc'h er bed hag ar volontez vat gant India a-vremañ.
Emañ ar pevarleon (unan zo kuzhet war ar skeudenn), anezho arouezioù anerzh, kalonegezh ha fiziañs, war ur sichenn ront. Gronnet eo ar sichenn-se gant pevar loen bihanoc'h, gouarnourien pevar c'horn ar bed: anolifant evit ar reter; armarc'h evit ar su; antarv evit arc'hornôg hag al leon evit annorzh. Hag emañ ar sichenn-se war ullotuzenn e bleuñv a vez taolennet ganti mammenn ar vuhez hag anawen grouus.
Ar ger-stursañskriteksatyam eva jayate enskrivet dindan an arouez a sinifiar wirionez hepken a zo trec'h.
1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.