Anvioù all he deus bet an impalaeriezh-se, evelÂl-i Osman;Devlet-i Âliye,Devlet-i Ebed-Müddet ("Ar broioù gwarezet mat"),Memâlik-i Mahrûse-i Osmanî, "Ar Rouantelezh otoman hag uhelañ". Renet e oa gant arSultan (anvarabek an impalaer).
En em ledañ a rae kenkoulz war ar Bed kornôg ha war arBed reterat, hag e-pad 6kantved eo betkroashent sevenadurioùEurazia ha lec'h meur a zarempred etre galloudoù Europa hagAzia. Diazezet e oa bet an impalaeriezh otoman gant an Durked otoman deuet da Anatolia war-dro ar bloavezh1000.Hêred e oa an Durked otoman d'ur skourr eus arpobloù turkek, an Durked oghouz a oa bet o ren war greiz Azia.
War ziskar ez eas an impalaeriezh goustadik e-pad anXIXvet kantved betek kouezhañ en he foull e derou anXXvet kantved pa oa bet trec'het erBrezel-bed kentañ hag hi kevredet gant arGalloudoù kreiz. Goude m’en doa pleget arSultan dirak an alouberien e oa bet rannet e zouaroù e meur astad war atiz ar broioù trec'h (Feur-Emglev Sèvres e1920). Diwar an douaroù-se e oa bet krouet 39 stad nevez enXXvet kantved. Disklêriet e oa bet arRepublik turk (Türkiye Cumhuriyeti) e1923 hag ar Sultan, efamilh hag egoskor a voe skarzhet eus Turkia.
War-dro anXvet kantved e krogas pobloù turkek kreiz Azia da skeiñ etrezek ar c'hornôg betek en em staliañ ePersia. Ar roue turkToghrul-Beg a adlakaasKalifBaghdad war edron. Dindan andierniezh seldjoukour e tizhas an DurkedArmenia hag ReterAnatolia enXIvet kantved. Eno e krogas an Durked seldjoukour da dagañBizantiz a oa aet o galloud war zigreskiñ er mare-se. E1071 e voe trec'h an Durked seljoukour enEmgann Mantzikert ha ne c'hellas ket mui ar Vizantiz mirout ouzh an Durked da staliañ oriegezh enAnatolia ha diazezañ ar rouantelezh seldjoukour, anvetSultaniezh ar Roum (rouantelezh Roma, da lâret eo "staliet war douaroù Roma nevez"). Koulskoude e kollas ar Seldjoukourien tiriadoù arabek eSiria da-heul bount arGroazidi hag hini an Durked danichmendour ken e voent rediet da glask repu e kreiz Anatolia. E1101 e kreskas o nerzh ken e voe miret ganto ouzh ar Groazidi da dremen dre Anatolia. Masoud (1116-1155) a stalias e gêrbenn eKonya haKilij Arslan II (1155-1191) a oe trec'h war an Durked danichmendour. E-pad anXIIvet kantved e c'hounezas an Durked tiriadoù all, hiniTrabzon hag hini anArmenianed betek aloubiñ hogoz an holl Anatolia. Eskemmoù armerzhel bras a veze graet gant an Durked pa blavas arVongoled warne e1243 (Emgann Kense Dağ). Dindan ar Vongoled e chomas bruzunetSultaniezh Roum e meur abriñselezh turk (beylik). Unan anezho, arbeylik renet gant an Otomaned eus armeuriadKayı hag eus ar bobl turk oghouz a oa bet aotreet d'en em staliañ e Reter Anatolia dindan gwarez ar Seldjoukourien.
Dont a ra "Otoman" eus anv mabErtuğrul,Osman Iañ, (arabeg :Ousman, hagosmanlia dalv "hêr da Osman" eturkeg), ar c'hentañ a zisklêrias e oa dizalc'h diouzh ar Vongoled en ur sevel emglevioù gant pobloù kristen. Pa oa ar "veyed" all o vrezeliñ etrezo e talc'has da ledanaat e diriad hag e aloubas an takadoù nes daGergustentin ken e c'hellas staliañ e gêrbenn eBursa. Ken kalonek e oaOsman Iañ ken ez eus bet deuet betek hon amzer ar bomm-lavar turk : "ra vo eñ kenkoulz hag Osman". Ur gontadenn a zo bet savet, "Huñvre Osman", ma rakwel hemañ an impalaeriezh da zont. Dindan e ren e voe staliet reolennoù pennañ ar gouarnamant otoman ha ne vo ket kemmet an darn vuiañ anezhe e-pad kantvedoù. Perzh pennañ ar sistemgouarnamant-se a zo bet mirout ar galloud roueel pell a-walc'h diouzh ar galloud milourel, un dra ne veze ket gwelet er broioù all. Staliet eo bet ivez ar "Millet", ar sistememrenerezh evit arminorelezhioù hag an dud o doa ur relijion all estroc'h evit anislam.
E-korf ar c'hantved goude marv Osman Iañ e c'hounezas ar gouarnamant otoman tiriadoù war ribl arMor Egaios hag erBalkanoù. Goude bezañ bet trec'het ePlocnik e voe trec'h an Durked war arSerbed eKosovo-Polie ("Kompezenn ar mouilc'hi"), e1389. Daoust ma ne blegas ket ar Serbed diouzhtu, e c'hellas an Otomaned koulskoude kregiñ gant aloubadenn mervent Europa. Chom a ree dizalc'hKergustentin hag e klaskas an Durked he c'hemer. D'an29 a viz Mae1453 e kemerjont ar Geoded veur dindan ren ar SultanMehmet II en doaadreizhet eriez a-raok kas da-bennseziz Kergustentin dre sevelkastellioù-kreñv bras-meurbet war glannoù arBosfor. Kouezhañ a reasImpalaeriezh roman ar Reter ha Kergustentin a zeuas da vezañ kêrbenn an impalaeriezh otoman (Istanbul hiziv).
Eus1453 betek1566 e c'heller komz eus "oad aour" an impalaeriezh otoman hag er maread da-heul e c'heller komz eus sac'hadur andiorroadur politikel ha milourel.
Da-heul aloubadeg lodennoù zo eus Europa haNorzhafrika e kreskas an impalaeriezh goude1453, dindan renerezhsultaned speredek hag efedus, en o zouezSuleiman Veurdezus, an hini illurañ. Gant efedusted ha kensentidigezh e c'hounezas an arme otoman tiriadoù nevez hag dre nerzh armorlu e teuas an impalaeriezh da vezañ ur galloud kenwerzhel bras-kenañ pa gontrole an Otomaned an hentoù kenwerzh pennañ etre Europa hag Azia.
Pa varvas Suleiman Veurdezus e1566 e krogas an impalaeriezh da goll lodennoù bihan eus e aloubadennoù. Digoret e oa bet hentoù kenwerzh nevez evit arspisoù a dremene hebiou d'arBed nevez betek anIndez ken e savaskevezerezh ouzh an Otomaned. Ouzhpenn-se e wanaas efedusted armelestradurezh hag al lu dindan ren sultaned dinerzh. Koulskoude e chomas kreñv a-walch ar galloud otoman betek ec'hwitadenn enEmgann Vienna, e 1529, ar wech kentañ ma oa bet trec'het war zouar Europa.
Ar galloud milourel pennañ war vor e teuas da vezañ ar morlu otoman dindan renoù Selim II ha Suleiman Veurdezus pa oa dindan urzhioù amiraled veur evel Barv Ruz pe Varvarossa,C'heir ed Din Pacha e anv ofisiel. Aloubet e oaTuniz (1518) hagAljeria. Pa oa Skarzhet Yuzevien ha Muzulmaned Bro-Spagn dindan pouez arGoulennataerezh Santel ez ejont da chom war zouaroù an impalaeriezh, dreist-holl eTessaloniki, eKiprenez hag eKergustentin. A-drugarez d'un emglev gantFrañsez Iañ, roue Bro-C'hall, e kemeras Barv RuzNisa diwar-goust an Impalaeriezh Santel hag e lakaas e flodad e goudor porzhToulon e1543. A-drugarez d'an emglev e c'halle roue Bro-C'hall ober kenwerzh gant an Durked gant telloù izel ha klask a rae gwanaat aotrouniezhCharlez V Aostria war Europa. Dre bolontezBro-C'hall,Bro-Saoz hag anIzelvroioù e veze lakaet an impalaeriezh otoman da aktour politikel bras arc'hevandir.
E-korf arXVIvet kantved e kejas mestroniezh ar morlu otoman war arMor Kreizdouarel hag ar Pleg-mor arabat-ha-persat gant an dae a save diwar gresk ar galloudoù nevez war ar morioù, hiniPortugal da gentañ. Evit ober tro an douaroù turk e klaskas ar galloudoù europat kavout hentoù nevez,hini ar seiz (e kreiz Azia) pe hini arspisoù (o tont eusMeurvor Indez) a veze kontrolet gant arSultan. Koll a reas an impalaeriezh enerzhioù pa oa rediet ober arbrezel war divdalbenn en Europa hag e Persia ha tamm ha tamm ne c'hellas mui mirout ouzh kenwerzherien Europa d'ober tro Afrika ha da sachañ pinvidigezhioùAzia dre ar verdeerezh.
Ouzhpenn o strivoù evit kavout hentoù kenwerzh hag a dremene hebiou d'an tiriad otoman e veze broudet ar galloudoù europat war atiz ar Stadoù morel italiat, (Venezia e penn anezho) da lakaat galloud an impalaeriezh da zigreskiñ pa voent trec'h warnañ en emgann war vorLepanto, e1571. Ne c'hellas ketSuleyman I kemerEnez Valta e 1535 kennebeut. Adalek fin arXVIvet kantved ne c'hounezas ket mui an Durked otoman tiriadoù nevez hag ez eas war wanaat olevezon en Europa. An harz gant tiriadoù anHasbourged a chomas en e lec'h daoust d'un nebeudemgannoù evit kemer un nebeudkreñvlec'hioù.Ne c'helle ket mui al lu otoman astenn e linennoù pourvezerezh pa veze ret dezhañ bezañ prest d'ober brezel war div dalbenn, hiniAostria hag hini Persia. Dre forzh bezañ re virour e chomas a-dreñv d'al luioù all e-keñver modernaat anarmadurioù tra ma kollemarc'hegiezh arSipahi hec'h efedusted. Izeloc'h e teuas da vezañ live an tutañ soudarded pa greske korf ar "Yeni Djeri" (Bagad nevez), hemañ eus ar barrekañ, met techet d'en em sevel alies ha da zibab ar sultan nevez e-doug arXVIIvet kantved.
Koulskoude e kas ar riez otoman an nerzh evit lakaat he frammoù politikel ha milourel da azazaat. Ar sultan brezelour,Murat IV, a adkemerasYerevan (1635) haBaghdad (1639) diwar-goust ar Bersed. Hemañ, avat, eo ar sultan diwezhañ a zo bet e penn e lu. Koll a reas e warlec'hidi o c'hontroll war ar gouarnamant hag al lu hag ez eas ar galloud gwirion da liveoù all eus ar framm politikel evel tud anHarem pe, e-pad ur pennad, arVizir. Penn ar gouarnamant a yeas daMehmet Köprülü, urc'hilstourmer anezhañ ha d'e vab, bervet e benn un tamm hag e c'hellas an impalaeriezh, daoust da bouez divent arvurokratiezh, tapout tiriadoù nevez eKreta, Su Ukraina haPodolia.
E daou amzervezh e vezer boas da zeskrivañ ar mare ma'z eas an impalaeriezh war-ziribin : mare ar sac'hadur (1699-1827) pa oa kollet darn eus tiriadoù ar C'hornôg adkemeret gantAostria, ha pa chomas start a-walc'h koulskoude e roll politikel en Europa ha mare an diskar (1827-1908) pa gollas ar Sultan tiriadoù war pep harz ha pa gouezhas argouarnamant kreiz dindan dorn pennoù ar proviñsoù.
Ar prantad flakadur hir eus an impalaeriezh zo gwelet gant an istorourien evel ur maread adreizhadennoù c'hwitet. E lodenn ziwezhañ ar prantad-se e oa adreizhadennoù war dachenn an deskadurezh hag an deknologiezh, en o mesk diazezidigezh ensavadurioù deskadurezh uhel nevez evel Skol-Veur teknik Istanbul. Brud vras he doa ar skiantoù hag an deknologiezh ottoman e-doug ar grennamzer, da-heul ar c'henlakadur kaset da benn gant ar ouizieien ottoman eus an oberennoù klasel gant ar brederouriezh islamek hag armatematik, hag a-drugarez da anaoudegezh dizoloadennoù sinaat evel ar poultr pe arnadoz-vor tredanwarellek. E-doug ar prantad nevez avat e oa deuet an aergelc'h ar Stad da vezañ kilstourmer ha mirour. gwild ar skriverien a embannas e oa armoullerezh un "ijinadenn eus an diaoul", ha kiriek e oant bet eus un dale 43 vloaz etre e ijinadenn gantJohannes Gutenberg en Europa e 1450 hag e implij er gevredigezh ottoman a-drugarez d'ar voullerezh diazezet eKergustentin gant ur yuzev a orin eus Bro-Spagn e 1493. Kalz Yuzevien o doa divroet en impalaeriezh goude bezañ achapet kuit a-dre krabanoù ar goulennataerezh santel goude 1492.
Marevezh an tulipez (peLâle Devri eturkeg), a oa badezet evel-henn abalamour da garantez ar sultanAhmet III evit ar bokedoù-se, a vez graet eus ren ar sultan-se. Etre1718 ha1730 e renas ar peoc'h er vro goude trec'h an Otomaned war Rusia e brezel 1712 hag ar feur-emglev sinet ePassarowitz . Kregiñ reas an impalaeriezh da greñvaat mogeriadurioù ar c'hêrioù tost d'ar balkanioù a-benn bezañ difennet gwelloc'h a-enep ar Stadoù european. Adreizhadennoù all a oa lakaet e plas. En diabarzh e voe izelaet an tailhoù, ha strivet e oa da wellat brud ar melestradurezh a oa adkempennet. Harpet e oa an embregerezhioù hag ar postañ arc'hant prevez.
Kregiñ a reas ar strivoù da adreizhañ an arme ottoman gant ar SultanSelim III (1789-1807) a reas ar c'hentañ strivoù bras a-benn modernaat al lu otoman hervez pennaennoù an armeoù europat, met diharpet e oa ar strivoù-se gant ar c'hostezennoù kilstourmer, hini anoulemaed evit lod ha dreist-holl hini ar "Yeni Djeri" ivez (ar janisared), a zifenne groñs o dreistgwirioù hag a enebe start ouzh ar c'hemmoù. Strivoù Selim a goustas dezhañ e dron hag e vuhez met digollet e voe en un doare mantrus ha gwadek gant e hêr, Mac'hmoud II, a lazherias korf ar janisared e 1826.
Klask a reas ar sultanMahmut II mirout ouzh an impalaeriezh a vont war ziskar oc'h embann firman (gourc'hemenn) anTanzimat (tanzimat = adkempenn) e1839. Urzhiañ a reas ma vo kemmet andilhad hag anlifreoù. Adframmet e oa ar melestradurezh ha renadperc'henniezh an douaroù. Broudet e oa an Durked d'ober evel ma rae Europiz e-keñver arsavouriezh hag anteknikoù. Dibosubl e oe evit ar galloud turk chom a-blom gant ar riezoù all pa kreske muioc'h-muiañ o galloudoù koulskoude.E mare an Tanzimat e oe arnevezet arbankoù, savet ul lu modernoc'h gant antenn soudarded hollek ha kemmet arc'horfou-micher da embregerezhioù. Diasterioù armerzhel a chome pa ne c'helle ket mui an Durked bezañ dizleet diouzh ar bankoù europat ha dre-se ne c'hellent ket mui herzel ouzh gwask o enebourien. Prestet e oeKiprenez daVreizh-Veur e1878 evit kaout grasoù ar Saozon eKendalc'h Berlin p'o doa bet trec'het an Otomaned gant Rusia er bloaz a-raok. Urpolitikerezh emglevioù graet tro-ha-tro gant ar riezoù all e oe rediet ar sultan sevel diouzh an amzer. E-giz-se e asantas an Durked en em unaniñ gantBro-C'hall,Breizh-Veur hag anIzelvroioù evit brezeliñ ouzhRusia e-padBrezel Krimea (1854-1855).
En [[XIXvet kantved]] e teuas war wel luskad arvroadelouriezh hag e tizhas tiriadoù europat an impalaeriezh erBalkanoù hag ar bet-priñselezhioù tro-dro d'anDanav. Gwasket e oa ar riez turk etre an dezev aloubiñ o doa e amezeien hag goulennoù broadel an diabarzh hag e veze soutenet an eil gant ar re gentañ peurvuiañ.Evit ar sujidi turk otoman e veze diaes kompren eus ar pezh a oa kiriek politikerezh ar galloud kreiz : ma ne yae ket mat en-dro ar vro, daoust hag eñ e teue eus an diabarzh pe eus an diavaez?
E1876 e krogas Marevezh ar Bonreizh kentañ (Birinci Meşrûtiyet Devri eturkeg), met ne badas ket ar gournamant bonreizhel. Un taol-stad a oe graet e1876 dindan levezon luskad an adkempennerien a veze graet anOtomaned yaouank eus outo. Rediet e voeAbdülaziz da lezel e dron d'e vreurMurat V, met hemañ, ur pennfoll anezhañ, ne renas nemet 3 miz.
Ul lusk a oa bet roet d'anotomanouriez,ideologiezh an Otomaned yaouank hag ne c'hellas ket ar sultan nevez,Abdülhamit II, nac'hañ ma vo staliet ununpenniezh bonreizhel. Embannet e vo arbonreizh (Kanûn-ı Esâsî e turkeg), met ne badas ket ar pleustr muioc'h eget daou vloaz.Lesanvet e veze "Den klañv Europa" an impalaeriezh, met ne davee ket an dra d'ar stad armerzhel a veze gwelloc'h-gwellañ, met d'an distok sevenadurel ha frammadurel a chome.
E1908,emsavadegoù er Balkanoù a lakaas galloud ar sultan Abdulhamid II da wanaat ken e tleas adlakaat e pleustr bonreizh 1876 dindan gwask ul luskad politikel nevez ha ledan, an Durked yaouank (Jön Türkler e turkeg), ken ez eus bet un Eil Marevezh bonreizhel ('Ikiinci Meşrûtiyet Devri e turkeg). Renet e oe aferioù ar riez gant Kengor Unaniezh hag Araokadur (İttihâd ve Terakkî Cemiyeti e turkeg).
E1912 e tarzhasBrezelioù ar Balkanoù p'en doa aloubetLibia al lu italiat e 1911. E Mae1912 e stalias ar riezoù dizalc'h nevez, Serbia, haBulgaria feurioù-emglev gantBro-C'hres evit lakaat an arigrap warAlbania,Makedonia haTrakia. Brezel kentañ ar Balkanoù a darzhas diwar ar feur-emglev etre Serbia ha Bulgaria a glaske rannañ Makedonia etrezo. Koll a reas tiriadoù zo an impalaeriezh, met e teuas sachoù-blev etre ar riezoù unanet ken e adtapas anezho e-padEil Vrezel ar Balkanoù. Mont a reas da vrezeliñ ouzh Serbia ar gouarnamant otoman pa oa bet dismegañset ganti. Ne veze ket an impalaeriezh otoman ezel "Unaniezh an Triad", met dre ma oa daeet gant Serbia goudeGwalldaol Sarajevo ez eas da vrezeliñ ouzhRusia, diwaller Serbia hag e kemeras perzh erBrezel-bed kentañ. E derou ar brezel eo bet gouest bezañ trec'h war ar Rusianed, ar Vreizhveuriz ha ar C'hallaoued, al lu renet gant pennoù turk nevez hag ofiserien alaman enDardanelloù (strizh-morÇanakkale) hag e Kut, met ne c'helljod ket lakaat un harp d'ar Rusianed erC'haokaz ha diskaret an nerzh rusian goudeDispac'h 27 a viz Here 1917 ez eas da goll koulskoude ar veli durk eMezopotamia hagArabia diwar atiz anEmsavadeg arab skoazellet gant al lu breizhveuriat (Baghdad aloubet gantañ e 1917). Pa oe gouest an Durked aloubiñAzerbaidjan e tlejod kannañ ouzhharzherezh an Armenianed o chom eProviñs Van o doa krouet ur gouarnamant e miz Mae1915. Rebechiñ a reas d'an Armenianed ar gouarnamant turk bezañ liammet gant an enebour rusian a aloube er mare-se reter Armenia. Bezen Armenia ha strolladoù soudarded armenian a-youl-vat a gemeras an armoù betek ma vo savet e dibenn 1917 Republik demokratel Armenia gouarnet gantKevre dispac'hel Armenia. D'ar 24 a viz Ebrel e embannas, ministr an Aferioù diabarzh,Talat Pacha, ma vo harzet pep ezel eusKevre dispac'hel Armenia ha kaset ofamilhoù pelloc'h er Su, da lavaret eo eSiria.Jedet eo bet gant darnvuiañ an istorourien eo bet lazhet pe lakaet da vervel war-dro 1 milion hanterArmenianed e-korf ar brezel, nannsoudarded peurvuiañ. Termenet e vez gant meur a skolveuriad evel urgouennlazhadeg hag an hini kentañ erXXvet kantved. Koulkskoude eo bet nac'het gant pep a gouarnamant ez eus bet ur gouennlazhadeg. Pouezañ a reont war ar perzh m'o dije kemeret e lazhadegoù Armenianed aozadurioù turk dilezenn pe arGurded. Ouzhpenn-se e vije marvet lod an Armenianed forbannet pa oa izel o stad diwar ar brezel ha e vije marvet miliadoù ha miliadoù muzulmaned e dirollerezh an emgannoù diabarzh. Goudearsav-brezel Mudros hagfeur-emglev Sèvres e tivizas kevredidi drec'hourEmglev an Triad ma vo lodennet an impalaeriezh otoman ken ne vije ket mui ur galloud turk.Bro-C'hres a veze da resev aod ar Mor Egaios,Italia aod ar Su war ar Mor Kreizdouarel, Breizh-Veur ha Bro-C'hall ur c'hefridi evit merañ an tiriadoù arabek hag e veze da staliañ unArmenia hag urC'hurdistan bras awalc'h pa vije bet an daoustrizh-mor hag Istanbul dindan ur veli vroadel. E1923,Feur-emglev Lausanne a gadarnaas kefridioù Breizh-Veur ha Bro-C'hall, met e oe nullet raktres lodenniñ Anatolia abalamour davrezel Dizalc'hidigezh Turkia.
Diwar garventez an divizoù a-enep ar galloud turk e savasLuskad Broadel Turkia renet gantMustafa Kemal Atatürk evit lakaat an Durked da skarzhañ ar Gevredidi. D'an 23 a viz Ebrel1920, Ensavadur Luskad Broadel Turkia a vodas eAnkara evit sevelBodadeg Broadel Bras (Büyük Millet Meclisi). Al lu nevez, Lu ar Bobl, a skarzhas an nerzhioù breizhveuriat, gall hag italiat kuit. Adkemer kontroll a reas arstrizhoù-mor an Durked ha pa 'z aloubjod Kergustentin e tisklêrjod ne oa ket mui a impalaerezh d'an1 a viz Du1922. Dre Feur-Emglev Lausanne (29 a viz Here1923) eo bet krouet Republik Turkia ez-ofisiel. Forbannet ha kaset enharlu e oe bet ar sultan diwezhañ,Mehmet VI Vahdettin (1918-1922) gant e familh hag e goskor nesañ. D'an3 a viz Meurz1924 e oe disklêriet ne oa ket mui agalifiezh (pennaen ar c'halif o ren ar feizidi muzulman). Hanter-kant bloaz goude e asantas Bodadeg Broadel brasTurkia ma vo roet keodedouriezh Turkia daErtuğrul Osman V, diskennad ar sultanMehmet V.
Pa vez dave d'ar stad otoman e veze kaoz eus an "Nor gaerrañ" (Bâb-ı Âlî eturkeg hagarabeg). Houmañ a zo unan euspalez Topkapı, an hini nemeti a veze digoret d'an estrenien, argannadourien estren en o zouezh.
Burokratiezh otoman
Barregezhioù an holl a veze implijet gantmelestradur ar riez otoman.
E kemm gant meur a riez e oa laouen an impalaeriezh otoman implijout er melestradurezh ar Gresianed (hag ar gristenien all), arYuzevien koulz hag ar Vuzulmaned. Pa kreskas buan-tre gorre an tiriadoù e oe ezhomm bras eus barregezhioù Gresianed arFanar (karter e kreiz Kergustentin), an Armenianed, ar Serbed, ar Vosnied hag anHungariz ha meur a bobl all. Gwelet e vez sklaer dre ma oa argresianeg, yezh andiplomatiezh e derou an impalaeriezh. Klasket e veze da gentañ kontrolliñ arbelegoù hag argloer evel e rae animpalaerien vizantat. Miret eo bet an dalc'helezh turk levezonet gant amzer ar c'hantreal. Gant hengounioù degaset eusIran e veze staliet pennaennoù arJustis. Da skouere veze al lezioù-barn kadoriet gant urkadi gopret gant melestradurezh ar Sultan war eeun. Dre vras, un meskaj hengounioù ha pleustroù, niverus o orinoù, a veze implijet er melestradur otoman.
En derou, ne glaskas ket an Otomaned korvoiñ hervez ur program pinvidigezhioù armerzhel an impalaeriezh pa vezent kentoc'h melestrerien. Reolet e veze ar prizioù hag ar pourveziñ evit ma chom stabil ar gevredigezh ha sammad an tailhoù ouzhpenn. Biskoazh n'eo bet klasket kreskiñ arproduadur d'al live uhellañ hag e veze ar c'henwerzh e dornioù an nann-muzulmaned evit an darnvuiañ. Pal arriez ne oa ket armerzhel, met relijiel, da lavaret eo difenn ha ledanaat douaroù ar Vuzulmaned en ur c'hlask kaout harzoù e peoc'h. War an holl e veze roet ar priz uhelañ da reizhded ar relijionSunni ha da bri an dinastiez.
Ne oa nemet ur rener en impalaeriezh, ar Sultan, anvet arPadichah (Aotrou ar roueed) ha pa ne vez ket an holl traou en e dorn. Arouez ha enkorfadur ar gouarnamant e oa.
Ur bennaen e oa evit dibab ar sultaned : e tlefe unan eusmibien ar Sultan aet d'anAnaon bezañ e warlec'hiad. Mibien ar sultanez a veze war ar renk kentañ ha e veze roet undeskadurezh a-zoare d'ar mab, en doa diskouzet e varregezhioù diwar goust ar re nebeut donezonet.
Koulskoude eo bet c'hoarvezet unneg gwech m'eo bet didronet ar Sultan, met kreñv eo chomet antierniezh e-doug an hir a prantad m'eo bet o ren (9 kantved) pa n'eus ket bet nemet daou daol-arnod evit he diwriziennañ.
Unan eus ar galloudoù ma rene lodenn aferioù an impalaeriezh eo bet anHarem Impalaeriel Otoman, da lavaret eo gwragez ha lesgrwagez ar sultan hag ar re a rae war-dro. Penn an harem e oa ar sultanez "Valide", anvet ivezBaş Kadın (Penn Itron), mamm ar sultan o ren. Urrenk uhel a oa dezhañ e lez an impalaeriezh ha meur a wech e reas perzh gant politikerezh kreiz ar riez unan anezho Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e c'hounezas mammoù ar sultaned ur c'hontroll ledan war an aferioù ken e vez anvet ar prantad "Sultanad ar vaouezed" (Kadınlar Saltanatı).
Un aozadur dibar e oa d'an Harem hag reolennoù diabarzh resis. Dindan arsultanez Valide e oa ar sultanez Haseki, houmañ mamm da vab henañ ar Sultan pa oa hemañ ar warlec'hiad gwirheñvel.Ar peder wreg ofisiel all, anvetHaseki Kadın, a zeue goude. An eizlezgwreg ofisiel (ikbâls pehâsodalık) en doa ar renk izelloc'h gant al lezgwragez all (gözde). Goude-se e teue lezgwragez pennoù bras al lez hag an deskardezed, ar merc'hed yaouank prest da vezañ dimezet en o zouezh.
Eskolioù arpalezioù e veze stummet paotred yaouank kristen (Devşirme) kemeret evel untruaj er broioù kristen aloubet. Tri balez a oa gant ur skol enno, hiniEdirne (bet kêr-benn a-raok 1453), hiniGalata ("Galatasaray(ı)") e Kergustentin ha hini Ibrahim Pacha e Kergustentin ivez. Goude seizh bloaz o studiañ e veze prest arbaotred bezañ sekretourien pennoù bras pe ofiserien er marc'hegezh pe e lu arYeni Ceri. Ar re wellañ a veze roet renkoù uhel e melestradurezh ar riez ePalez Topkapi (Topkapısarayı).
E derou ar riez otoman, pa ne oa nemet ur "beylik" en em vode en Divan tud koshañ armeuriad, met tamm ha tamm e teuas pennoù bras politikel, relijiel ha milourel hag e vez graet eus ar guzulierien ar vizired. Goude1320 e oa anvet ur Penn Vizir (pe "Sadrazam") karget seveniñ atebegezhioù ar Sultan e gwezhioù zo. Pa veze lavaret eus an "Nor dispar-kenañ" e veze kaoz eus dor palez ar Penn Vizir evit daveiñ d'ar gouarnamant en e bezh.Kannadourien ar broioù estren a veze degemeret er palez-se gant ar sultan. C'hoarvezet eo bet m'eo bet aotrouniezh ar Penn Vizir ingal da hini ar sultan ha gwezhigoù zo kreñvoc'h.
Goude Dispac'h anDurked yaouank e1908 ez eas an impalaeriezh otoman da vezañ ununpenniezh bonreizhel ha ne oa ket mui un organ-erounit. EnDael e veze dileuridi ar proviñsoù.
Mirout a unaniezh e-keñver ar galloud ha pa veze pobloù ken disheñvel dindan e veli a zo bet unan eus an taolioù-kaer graet gant an impalaer otoman. Dre e nerzh milourel evit abafiñ ha kontroll strizh an tiriadoù nevez aloubet eo bet kaset da benn ar c'hendelc'her. Hervez pennaennoù an islam e-keñver gwarez an dud o doa urrelijion pe kristen pe yuzev e veze lezet lezet pobloù al Levr ((Ahl al-Kitâb) erC'horan) aozañ o buhez e peoc'h gant m'o doa paet o zailhoù ha asantet da renk kentañ roet d'ar vuzulmaned, ar re-se ar bihanniver. Ken abret eget renMehmet II eo bet roet gwirioù a-bouez d'ar Gresianed hag e klaskas an Otomaned sachañ ar Yuzevien ma teuint da chom war o ziriadoù.
Pep a gumuniezh relijiel en doa droad sevel e "millet" dezhi hag e c'helle mirout hehengounioù, hestuzegezhioù,h e yezhoù dindan gwaez hollek ar sultan. Pennoù ar "milletoù" a oa pennoù relijiel o doa ur roll politikel ivez ken e vezent prest da virout o galloudoù ha servijout an impalaeriezh evit-se.E-pad kantvedoù e chomas kreñv an impalaeriezh dre m'en doa diskouezet e oa prest da gouzañviñ an diforc'hioù broadel. Met, pa teuas arvroadelouriezh da greskiñ, ne c'hellas ket sevel un harz outi hag ez eas da get ha p'en deus esaet en azazaat dre an unpenniezh bonnreizhel e dibenn an XIXvet kantved hag e penn an XXvet kantved. Koll a reas buan perzhioù an Durked seldjoukour an d-tierniezh hag ar re-se a oe beuzet dre an euredoù gant pobloù all, met ur skouer istorel a-bouez eo p'en deus an Durked kantreer kavet ur sistem kevredigezhel a deuzeenergiezhioù an holl bobloù evit mad an impalaeriezh.
N'o doa ket an Durked kantreersklaved pa oent e kreiz Azia. Hervez archaria, lezenn relijiel ar Vuzulmaned, ne oa ket aotreet lakaat un den e sklavelezh pa oa heñvel an holl dud : un ene zo bet roet da bep den gantAllah -Koran 49 - 3). Ne asante ket an Otomaned d'ar sklavelezh, met lezet o deus ar pobloù o doa sklaved mirout anezho. Pa en em dro sklav pe sklav ouzh an islam e vez dishualet. Pa veze lavaret d'ur muzulman e oa ur mestr sklaved e c'helle bezañ fuloret.
Evit gwir e oa implijet ar sklaved e-barzh ar savadurioù hag e veze kemeret da geñver kerc'hadennoù en tu all d'an harzoù. Darn vuiañ ar sklaved a veze implijet evergaleourien o roeñvat war ar galeoù o deus degaset arspont war riblennoù broioù kristen erMor Kreizdouarel er XVIvet hag er XVIIvet kantved.
Pa oa sklaved erC'haokaz, sklaved o labourat er maezioù a veze kaset gant arGirkasianed pa oa deuet tre an impalaeriezh goude 1864 e Roumania hag e Roumelia (Norzh Bro-C'hres). Pa savas bec'h etre ar Girkasianed hag anaotrouniezh otoman, hemañ a yeas da reiñ skoazell d'ar sklaved.
Pa oa liesseurt an dud a veve dindan beli an otomaned eo diaes termeniñ ur sevenadur otoman. Marteze e c'heller komz eus ur sevenadur turk-hag-otoman, ur sevenadur gresian-hag-otoman, ur sevenadur armenian-hag-otoman ha meur a re all, met ur seurt teuzadur a oa bet gant ar pennoù bras ha pa veze orinoù broadel ha relijiel liesseurt-tre dezho. Anetredimez a zo bet o c'hoari ivez.
Pa dremenas an Durked oghouz a-dreuzPersia e voent levezonet gant meur a berzh eus ar sevenadur iranat. Goude kemeridigezh Kergustentin ez eas e-barzh buhez an impalaeriezh meur stuzegezh gresian da gentañ hag europat da-c'houde, keit ha m'en em ledane ar galloud otoman e kreiz Europa.
Dre vras e veze liessevenadurel savboent an Otomaned hag e c'heller soñjal eo bet ar perzh dibar-mañ a lakaas anezhañ da dreistvevañ e-touez broioù arGrennamzer ne vezent evit gouzañviñ re a soñjoù disheñvel. Eus an amzer ma veze an Durked o kantreal eo deuet o spered tolerañs. Diouzh ar spered-se eo bet savet ar sistem lezennel gant lezioù-barn evit pep kumuniezh hag ar gouarnerien kazi emren ivez.
Savouriezh an Otomaned a zo bet levezoned gantsavouriezh an Seldjoukourien, savouriezh ar Bersed, savouriezh ar Vizantiz savouriezh ar Gresianed hasavouriezh islamek, met e tapas perzhioù dezhi-he-unan. E-pad an amzervezh 1300-1453, ur c'hlask warmennozhioù nevez a zo bet hag ne c'hoarvezas an tarzh nemet pa yeas an impalaeriezh ga greskiñ ha da bindivikaat. Etre 1453 ha 1600 e tiorroas an arz otoman en e stumm klasel, met e kollas anawen-se e-pasOad an Tulbennoù (1699-1827) pa levezon ar stiloù kinkladur troidellus europat (barocco, rococo), a dizhas an impalaeriezh asamblez gant meur a stil all. Disemglevioù zo bet evit renkañ an arz turk en e blas enarz islamek. Hemañ n'eo ket diwanet eus netra pa zo bet e broioù m'eo bet diorroet arzoù koshoc'h eSiria ar Gristenien gozh ha Persia arSasanourien. Gant meskaj elfennoù arab, persat ha turk eo bet krouet ar pezh a zo anvet an arz islamek ha n'eus ket moian dispartiañ an Durked eus krouidigezh an arz-se p'o deus savet pe renet an holl riezoù m'eo bet o tiorreiñ enno.
Er c'hontrol eo bet levezonoù deuet a-bell, evel hini arVoudaegezh warvez Ismael ar Samanour eBoukhara hag dreist-holl hini an arz sasanour pa savetemploù evit azeuliñ an tan. Evit gwir, arvolz-toenn ha meur a elfenn savouriezh a zeu eus arSasanourien.
Strivoù bras a zo bet graet evit reiñ ur stumm savouriezhel ha kinkladurioù eus ar c'hoantañ d'armoskeennnoù pa vezent-int kreiz ar vuhez lec'hel. Kavet e vez savadurioù eus ar priziusañ e-touezh armerdersaed, anospitalioù, anhamammoù hag ar bezioù.
Estreged brasañ kêrioù Turkia evel Edirne hag Istanbul ez eus skouerioù kaer-tre ar savouriezh otoman eAljeria, Egipt,Tunizia, broioù ar Balkanoù haHungaria e-lec'h m'eo bet savetmoskeennoù, pontoù, feunteunioù ha skolioù e-leizh.
Kêrioù-penn ar proviñsoù, kreizennoù ar galloud otoman, o deus bet stummet hervez levezon arstuzegezh otoman. Drevezet e veze boazioù al lez otoman, met o ferzhioù a lakae war wel diforc'hioù en impalaeriezh. Hiziv e chom roudoù ar stuzegezh otoman emetropolennoù evelSarajevo,Skopje,Tessaloniki,Damask,Baghdad,Beirout,Yeruzalem haMekka.
Sell ivez ouzhTurkeg haTurkeg otoman Pa veze liesvroadek an impalaeriezh, liesyezhek e veze ivez ha diouzh e tenne barregezhioù dibar. Pep broad pe strollad sokial pe relijiel hag en doa e yezh dezhañ a veze rediet komz ur yezh all pe vuioc'h evit eskemm gant e amezeien. Er c'herioù e ouie an dud meur a yezh, o yezh hag ar yezhoù ar muiañ priziet e liveoù uhel ha lennek ar gevredigezh, an turkeg, ar perseg hag an arabeg (ar yezh-se gant ar vuzulmaned d'an aliesañ). Er skolioù evit ar pennoù bras e veze graet an deskadurezh e galleg hag ar saozneg ken en em ledane ar yezhoù-se er bobl e dibenn an impalaeriezh. Koulskoude er mare-se e kreske goustadig implij an turkeg pa chome arperseg yezh allennegezh hag an arabeg, yezh ar relijion muzulman.
Turkeg an Otomaned a veze levezonet bras gant anarabeg hag arperseg, met ne vezent ket implijet kenstur, rak, e yezh ar burevioù melestradurel e veze silet meur a ger arabek pe bersek en ur framm yezhadurel turkek hag e veze digomprenus da nep n'en doa ket desket an div yezh. Rediet e oa turkegerien ar bobl implijjubennourien evit kas skridoù d'ar melestradurezh.
Deskiñ ar sonerezh a veze lod arvegenn ha meur a sultan o deus bet sonerien hasonaozourien eus an dibab,Selim II en o zouezh pa vez c'hoariet e sonaozadurioù c'hoazh. Un troc'h a zo bet koulskoude etre ar sonerezh klasel a vourre tud uhel ar c'hêr-benn hag ar sonerezh hengounel liesseurt a veze aozet ha c'hoariet e lec'h all.
Gant teir sonerezh, an hini vizantat, an hini bersat hag an hini arab eo bet levezonet ar sonerezh otoman klasel. hag e vez aozet war unanennoù ritm,usul o anv, heñvel a-walc'h ouzhmetr ar sonerezh kornogel ha war unanennoù kerzenn,makam o anv, heñvel a-walc'h ouzh armoz kornogel.Ar biñvioù-seniñ ar muiañ implijet a zo ar re hengoul e Anatolia ha kreiz Azia, da lavaret eo ar saz, ar baglama, ar "kemendje" (turkegkemence) asamblez gant ar re a zo boutin erReter-Nesañ evel anoud, antanbur (ur seurt taboulin), arC'hanunikanun hag an ney.Violoñs hapiano a zo deuet pelloc'h.
Er proviñsoù e veze meur astil (pleusk) hervez ar broioù :Balkanoù ha Turkus Trakia, Turkus ar Biz (Laz), Turkus ar Mor Egaios, Turkus kreiz Anatolia, Turkus Reter Anatolia ha Turkus ar C'haokaz. Ne oa ket ket eus ar sonerezh hengounel e Istanbul, bro ar sonerezh klasel otoman.
E palez Topkapi e oa palez bras ar sultan (Topkapısarayı), ar pezh a veze anvetsaray e turkeg hafr:sérail e galleg hag aze e veze allez. Anharem a oa ul lodenn eus ar palez difennet d'arwazed, nemet ar sultan hag andizheion.E lez ar sultan en em tiorroas ar pezh a veze graet arstuzegezh otoman eus outi. Evit pignat daenorioù uhelañ e tlefe allesaourien pleustriñ warni ha bezañ gouest komz an teir yezh pennann an turkeg otoman, arperseg hag anarabeg. Ret e vefe gouzout penaos ober en degouezhioù pennañ : tal ar sultan ha pa veze lidoù ofisiel pe relijiel. Dre anr stuzegezh otoman e veze dispartiet annoblañs eus ar re all. Otomaned e veze graet eus andudjentil pa veze graet an Durked, nemet eus an dud turkek o chom er maezioù.
Pa komzer eus ar c'heginerezh otoman e vez anv eus an hini a oa fardet eIstanbul. Gant keginerien ar Sultan hag an aotrouien en o falezioù e veze ijinet ha fardetmeuzioù nevez, darn anezho graet gant danvezioù hatemzoù-boued degaset eus rannvroioù pell. Keginerezh ar palez impalaerel hag hini ar pachaed a c'hellfe bezañ anavezet gant ar bobl e degouezhioù'zo evel gouelioù arRamadan.E kêrioù-penn ar proviñsoù e veze graet ar c'heginerezh diwar an hengounioù lec'hel. E palezioù bihan graet e prenn (yali ar bachaed = ti-prenn an aotrouien) war riblennoù arBosfor e veze servijetbanvezioù e-lec'h e veze arnodet meur arekipe nevez.
Goude kemeridigezh Kergustentin, ne gredas ket arSultanMehmet II diskar anIliz reizhkredennour gresian, an uheldad ar muiañ enoret en he fenn. Er c'hontrol e lakaas anezhañ da "etnarkos" ar C'hresianed, da lavaret eo evel penn politikel ha relijiel "Millet ar Roum" ("broad pe gumuniezh ar Romaned") gant un truaj da baeañ evit ma vefe anavezet beli ar Sultan ganto.Er Millet-se e veze bodet an hollreizhkredennourien a anaveze aotrouniezh uheldad Kergustentin ha forzh peseurt orin etnikel a veze dezho. Sistem arMillet a veze evit pep feizad nann-muzulman hag int ne vezent ket sujet d'al lezenn vuzulman.Lezennoù lakaet e pleustr evit ar reizhkredennourien a veze hini an impalaeriezh vizantat, da lavaret eoKod Justinian ([[5vet kantved]]).Millet ar reizhkredennourien a oa bet roet dezhañ gwirioù ledanañ e tachennoù ar c'henwerzh hag ar politikerezh o vezañ ma oa an hini niverusañ. Koulskoude e paee an nann-vuzulmunanedtailhoù uhelañ. Millet arYuzevien a oa dindanaotrouniezh an "Hac'ham bachi" pe "ar Rabbi otoman". Dindan aotrouniezh oeskibien e veze an Armenianed ha meur a gumuniezh relijiel. An holl a veze graet anDhimmi eus outo.