AnIliz katolik eo an ilizkristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pefeizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gantJezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, anIlizoù ortodoks hag arBrotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.
An Iliz katolik a zo bleniet gant urpab,eskobRoma, warlerc'hiad anabostolPêr.Leon XIV eo ar Pab abaoe 2025. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan ekenunaniezh gant eskob Roma").
Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl argloer "ordrenet" (latinordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien,beleien,diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re alleaned.
Er bed e kaver 2 755 sezeskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.
Goude ma oa kroazstagetJezuz Krist, anabostoled a c'hounezas feizidi nevez, e-touez arYuzevien da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi anImpalaeriezh roman hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered.
Ar stourm etre argristeniezh hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'arMor Kreizdouar. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin.