deity flies in bird plumage,deities intervene in battle,transformation: deity in guise of mortal,deity takes form of particular person to visit mortals,deity as helper
AnIlias (Ἰλιάς,Ilias, enhenc'hresianeg, Ιλιάδα,Iliada egresianeg) zo unan eus an daou varzhoneg, pemeurgan, a vije bet savet gantHomeros. AnOdysseia eo ar barzhoneg all. Donet a ra anv an oberenn-se eus ar frazenn-dro « barzhoneg Ilion » (ἡ Ἰλιὰς ποίησιςe Ilias poimois), rak Ilion (ἼλιονIlion) eo anv allTroia, e lec'h ma c'hoarvez an darvoudoù danevellet.
Tennañ a ra an darvoudoù danevellet daVrezel Troia, pe kentoc'h, d'an dekvet bloavezh eus arseziz lakaet ouzh kêrIlion, peTroia, gantar C'hresianed. Kontañ a rakounnarAkilleüs war an hir. Goude nav vloaz seziz e kendalc'h an div arme d'en em gannañ, ha mont a ra an tu kreñv gwezh gant anAkeaned, gwezh gant anDroianed. Annoazhet gant Agamemnon, ar roue e penn an Akeaned, e paouez Akilleüs da gemer perzh en emgannoù. Mont a ra neuze an tu kreñv gant an Droianed renet gantHektor. Hemañ, avat, a lazh mignon Ac'hilleüs,Patrokles, ar pezh a vroud anezhañ da vont d'an emgann en-dro. Echuiñ a ra ar meurgan gant marv Hektor diwar e zorn.
Mont a ra 15 337heksametr daktilek d'ober ar meurgan hag abaoe arprantad hellenadek e vez rannet e pevar c'han warn-ugent.
« Kan, a zoueez, fulor ar Peleid Akilleüs, Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus »
Talvezout a ra ar ger kentañ (henc'hresianeg μηνις,mênis) kement hafulor, ha ne vez implijet nemet evit ober anv eus ur gounnar doueel, drougiezhus. Akilleüs eo an den nemetañ, ouzhpenn an doueed, a vez graet μηνις eus e fulor en oberennHomeros. Ar fulor-se en-eeun an hini eo kalon hag alc'hwez an oberenn penn-da-benn.
Kan I: Nav bloaz goude deroù arbrezel emañ atav anAkeaned, deuet eusHenc'hres a-bezh oc'h en em gannañ gant an Droianed.Agamemnon a zalc’hKriseis, merc’h urbeleg e servijApollon, esklaverezh ha kaset en deus an doue arvosenn war an arme. Dizoleiñ a ra anurisinourKalc'has abeg ar c’hleñved hag Akilleüs a c’houlenn start digantAgamemnon kas ar sklavez d’he zad en-dro. Evit en em zigoll, hennezh a gemerBriseis, sklavez muiañ-karetAc'hilleüs ; Fuloret an tamm outañ e paouez Akilleüs a en em gannañ, heuliet gant eVirmidoned, hag a c’halv e vammThetis. Tapout a ra hounnezh kavout digantZeus ar bromesa e vo trec’h an Droianed ; war arMenez Olimpos e riot an doueed diwar-benn disoc’h ar brezel.
Kan II: Touellet eoAgamemnon gant un hunvre trec’h kaset gant Zeus ha pa zihun ez eo sur da faezhañ e enebourien. Van a ra neuze da gaout c’hoant da gas e vrezelourien d’ar gêr evit amprouiñ o youl d’en em gannañ. Prest a-walc’h e vefent da vont kuit met broudañ a raOdysseüs anAkeaned da genderc’hel ar brezel. En em brientiñ a ra an div arme evit an emgann. Sevel a ra HomerosRoll listri an Akeaned, hag hini brezelourien Troia hag eus o c’hevredidi.
Kan III: Spouronet eo an TroianParis pa welMenelaos, ar roue en deus skrapet e wreg digantañ, ar pezh a lakas ar brezel da darzhañ. Goude rebechoù kalet e vreurHektor, Paris a zifi Menelaos d’en em gannañ den-ouzh-den evit disoc’h gant ar brezel. E-keit ha m'emañ ar vrezelourien oc'h aozañ an emgann daou e tiskouezElena Troia daBriam pennoù brasañ an Akeaned. Kregiñ a ra an emgann ha Menelaos, brezelour arroutet, a gemer buan an tu kreñv war Baris. Savetaet eo Paris diouzh ar marv gantAfrodite, avat, a gas anezhañ da Droia.
Kan IV: War ar menez Olimpos e plijfe da Zeus e vefe anavezet trec'h Menelaos, ar pezh a rofe an tu da sevel ar peoc'h ha da saveteiñ Ilion. E wregHera, avat, a fell dezhi distruj Troia ha goulenn a ra digantAtena boutañ an Droianed da derriñ o leoù peoc'h. Houmañ a atizPandaros da gas ursaezh da Venelaos. Torret eo andreverz diouzhtu ha kregiñ a ra ur gombat all.
Kan V: Lazhañ a ra an Akeaned un niver bras a enebourien. Gloazañ a raDiomedesAineias hagAfrodite deut war e sikour. Kemer a ra perzh an doueed an emgann. Plegañ a ra an Droianed a-raok kemer kalon en-dro pa zistro Aineias, savetaet gantApollon hag a vroud ivez e vreurAres da sikour an Droianed. Entanet gant komzoùSarpedon e kas Hektor e vrezelourien d'an argad. Diskenn a ra neuze an doueezed Atena ha Hera war an dachenn emgann ha gant o sikour e teuDiomedes a-benn da c’hloazañ Ares e-unan. Erziwezh e tistro an doueed d'ar Menez Olimpos da glemm dirak Zeus.
Kan VII:Hektor hagAjas en em gann betek an noz. Dispartiañ a reont goude un eskemm profoù. Douaret eo ar re varv ha tennañ a ra an Akeaned o mad eus an noz evit sevel ur voger difenn, ar pezh a zisplij daBoseidon
Kan VIII: En em dennañ a ra an doueed eus an dachenn emgann war urzh groñsZeus. Sellet a ra hennezh ouzh an emgann diwar-lein arMenez Ida ha pouezañ tonkad an div arme.
Kan IX: C’hoant en deus Agamemnon da zilezel ar seziz, met nac’hañ a raOdysseüs haNestor ; kinnig a ra Agamemnon rentañBriseis daAc'hilleüs neuze. Chom a ra hennezh divrall en e vennad koulskoude ha lâret emañ e soñj mont war e giz da Vro-C’hres.
Kan X:Diomedes hagOdysseüs a ya da spiañ o enebourien en noz hag a lazh ar spierDolon
Kan XI: Kurioù Agamemnon a gas an Droianed dindan mogerioù Ilion.Iris a zeu neuze a-berzhZeus da lavaret da Hektor argadiñ d’e dro ha plegañ a ra anAkeaned. Gloazet eoDiomedes gant Paris; Nestor a c’houlenn digantPatrokles kendrec’hiñAc'hilleüs da stagañ gant an emgann a-nevez
Kan XII: Kilañ a ra anAkeaned betek o c’hamp ha sezizet int gant an Droianed. Diskaret zo ul lodenn eus ar voger gantSarpedon hag Hektor a dorr dorioù ar c’hamp. Mont tre a ra an Droianed .
Kan XIII:Poseidon a gennerzh an Akeaned. A-drugarez dezhañ ha da gurioùIdomeneus e teu a-benn an difennerien da lakaat an Droianed da gilañ
Kan XIV:Hera a sikourPoseidon da vroudañ anAkeaned. Gloazet eo Hektor. Kerse a gav Zeus pa zizolo emañ an doueed o kemer perzh en emgann
Kan XV: Fuloret eoZeus o vezañ bet desevet. Reiñ a ra urzh daBoseidon da zilezel an dachenn emgann. Broudet gantañ ha pareet gantApollon,Hektor a laka ar spont da sevel en arme akean.
Kan XVI:Patrokles a amprest harnez Akilleüs evit kemer perzh en emgann e penn arVirmidoned. Lazhañ a raSarpedon ha lakaat an arsailherien da souzañ met lazhet eo d’e dro gantHektor.
Kan XVII: En em gannañ a ra an armeoù evit korf Patrokles ha kezeg hag harnez Akilleüs. Difennet gant an daou Aias e teuMerion haMenelaos a-benn da gas e gorf gante.
Kan XVIII: Klevet a ra Akilleüs ez eo marv Patrokles ha goveliet zo un harnez nevez dezhañ gantHefaistos. Deskrivañ a reerskoed Akilleüs.
Kan XIX:Akilleüs , divroc’het gantAgamemnon, a gemer perzh en emgannoù en-dro
Kan XX: Kemer a ra perzh an doueed en emgann gant asantZeus ;Ac'hilleüs a glask lazhañAeneas zo savetaet gant Poseidon.
Kan XXI: En em gannañ a raAkilleüs a-enep ar stêrSkamandros hag e krog an doueed d’en em gannañ etreze zoken.
Kan XXII:Akilleüs a zegouezh gantHektor dirak mogerioùTroia. Tec’hout a ra Hektor dirakañ da gentañ a-raok talañ outañ war atiz Atena dic’hizet. Akilleüs a lazhHektor hag a stlej e gorf betek kamp an Helened
Kan XXIV: Dont a raPriam, roue anTroianed da gamp ar C’hresianed dre guzh. Aspediñ a ra Akilleüs da rentañ korf e vabHektor dezhañ. Roet eo dezhañ gant Akilleüs hag eñ kuit gantañ da lakaat deviñ anezhañ.
Homeros, oberour an daou veurgan hervez an hengoun
Ne ouzer ket piv voe an oberour ken kozh eo ar barzhonegoù savet er mare ma ne chom nemet bruzunoù, a-fed testennoù. Hervez an hengoun e vije bet Homeros un den dall. Suroc’h e weler, diouzh ar ger kentañ ma veze savet meurganoù kozh savet e pep yezh evit ma vije kanet hag eilet gant urBenveg-seniñ.