ISO

AnISO (Aozadur etrebroadel evit ar reolatañ pe esaoznegInternational organization for standardization) a zo un aozadur gant dileuridi aozadurioù arreolatañ e pep stad hag he fal a zo embannreoladoù etrebroadel evit arc'henwerzh hag argreanterezh. Emañ sekretourva kreiz an ISO e Jeneva e Suis. Reiñ harp a ra da bep ezel war tachennoù melestradurel ha teknikel hag e kenurzh ar programm digreizennet evit sevel ar reoladoù. Embann a ra ar reoladoù etrebroadel.
Notenn : Lod a ra gantnorm evit reolad.
Bez ez' eus meur a seurt izili :
- Arc'hengor ezel rik hag a zo an aozadur reolatañ gant perzh dileuriñ e pep stad
- An ezel kenskriver evit ar stadoù n'o-deus ket un aozadur broadel gant perzh dileuriñ
- An ezel koumanantet (Stadoù gwan oarmerzh)
Evit Bro-C'hall, an ezel rik a zo an AFNOR.
Ur fazi a vez graet alies pa intenter an anv ISO evel pennlizherennoùInternational Standards Organization pa zeu evit gwir eus ar gergresianegisos hag e talvez kevatal. Dibabet eo bet an dra-se ma ne vo ket a diforc'hioù evit envel an aozadur e pep yezh.