ISBN (International Standard Book Number, "niverenn levr reolatet etrebroadel"[1] zo un niverenn anaout etrebroadel a vez roet abaoe1970 da gement embannadur kement levr a zo embannet. Evit eeunaat ar c'heñveriañ dreurzhiataerezh ec'h eo bet ijinet, ma vije simploc'h labour al levrierien, al levrouaegerien, an dasparzherien levrioù, hag al lennerien pa glaskont ul levr en un embannadur hag ur skor resis. Dek sifr a oa en un ISBN betek miz Kerzu2006, eusISBN-10 e komzer neuze ; trizek sifr zo abaoe ar1añ a viz Genver2007, alese an anvISBN-13.
E1965, ar skigner levrioù W. H. Smith & Son Ltd. eSwindon (Bro-Saoz) a glaskasstlennekaat e labour dre reiñ un niverenn-anaout unel da gement embannadur eus kement levr a vere. Gant ar c'helenneriwerzhonatGordon Foster (1921-2010) eColáiste na Tríonóide eBaile Átha Cliath e voe ijinet e1966 ur reizhiad urzhiañ dre stlenneg, 9 sifr ennañ, a anvasStandard Book Numbering (SBN) System. E1967 e voe lakaet an SBN e pleustr eBreizh-Veur a-bezh. Buan e klaskas anInternational Organization for Standardization (ISO) azasaat an SBN evit ma vije arveret er bed a-bezh. Goude bodadegoù etrebroadel eLondon e1968, eBerlin haStockholm e1969, e voe degemeret an ISBN gant an ISO e1970 hag anvet ISO 2108. Digemm eo chomet stumm an niverennoù ISBN-13 abaoe 2006, azasaet eo bet d'ar media nevez, ha tremen 150 bro a ra ganto. E London emañ anInternational ISBN Agency a ver adtioù er bed a-bezh.
Pemp rann a ya da sevel un niverenn ISBN-13, a vez jedet dre ur formulenn vatematikel arbennik ha kadarnaet dre un alc'hwez-gwiriañ evit ma ne vefe ket roet an hevelep niverenn da zaou dra :
ar rakniverenn, an 3 sifr kentañ, na c'hall bezañ nemet 973 pe 979 ;
niverenn ar strollad, betek 5 sifr ennañ, da verkañ ar vro, ar rannvro pe ar yezhva a zo ezel eus ar reizhiad ISBN ;
niverenn an embanner, betek 7 sifr, evit an embanner pe ar merk ;
niverenn an oberenn, betek 6 sifr, da verkañ embannadur pe stumm an oberenn-mañ-oberenn ;
an alc'hwez-gwiriañ : ar sifr diwezhañ atav, a vez jedet evit kadarnaat an 12 sifr all ; eus 0 da 10 e c'hall bezañ, 10 o vezañ skrivet X.
Er stlenneg hepken e vez skrivet an ISBN-13 en ur bomm : 9782916745312 ; esaouiioù pe barrenigoù-stagañ pe esaouioù a lakaer etre ar rannoù evit ma vije aesoc'h d'an dud lenn un ISBN-13 : 978-2-916745-31-2 pe 978 2 916745 31 2 neuze, m'emañ2 evit Bro-C'hall (ha Breizh),916745 evit an embanner (Al Lanv),31 evit kentañ embannadur al levr "Torkad" war baper, ha2 da ziwezhañ evit kadarnaat an ISBN-13.
Ret eo da bep embannadur ul levr bezañ merket gant un ISBN, ne vern war be skor e vez skignet : war baper, dre levreloù (levrioù elektronek), dre levr klevet, dreRestr stlennegel hag all.
Arabat eo droukkemer an ISBN evit anISSN (International Standard Serial Number, "niverenn steudad reolatet etrebroadel", na vez roet nemet d'ar mareadegoù : ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù, ha d'an dastumadegoù levrioù. A-wezhioù avat e vez deroet un ISBN d'ur pennad hepken tennet eus ur gazetenn pe eus ul levr pe eus ur stirad skridoù, gant ma vo embannet ar pennad-se en e unan.
Ur reizhiad merañ an embann hag ar skignañ an an ISBN, ne c'hall ket talvezout da warez lezennel evit mirout gwirioù un oberenn.
An embannerien (emembanner, embanner, embregerezh, aozadur hag all) eo a rank goulenn un ISBN; un mouller, da skouer, ne c'hall ket goulenn unan e-lec'h un embanner. E Breizh e ranker goulenn digant anAgence francophone pour la numérotation internationale du livre (AFNIL).