Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lizherenneg fonetek etrebroadel

Eus Wikipedia
(Adkaset eusIPA)
Un nebeud skouerioù

yezh

ger skrivet

fonetik

fonologiezh


gallegendurer[ɑ̃.d̪y.ˈʁe]/ɑ̃.dy.ˈre/

alamanegdulden[ˈdʊl.dn̩]/ˈdul.dn/

saoznegtolerate[ˈtʰɒl.əɹ.eɪt]/ˈtɒl.ər.eɪt/

spagnolegaguantar[a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ]/a.guan.ˈtaɾ/

sinaeg[ʐə˨˩˦n]/ren3/

AlLizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg :IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed.
Lizherennoùlatin pec'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evelɾ,ɽ,ɺ,ɹ diwarr haɘ,ǝ diware.

Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioùfonetek bihan.
Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evelβ̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel antonennoù ha lec'h antaol-mouezh ( ' ) pe ur gensonennsilabennek ( ̩ ).

Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoùfonologel.

Istor an LFE

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant kelennerion war arsaozneg ha war argalleg e voe boulc'het, dindan ren Paul Passy (1859-1940) a laboure e framm arGevredigezh fonetek etrebroadel bet krouet ePariz e1886 gant an anvDhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. E1888 e voe embannet an LFE gentañ awenet gant allizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet (1845-1912), diorroet war he zro diwar diazezoù allizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman (1813-1897) hag Alexander John Ellis (1814-1890).

Meur a wezh e voe adwelet an LFE : e1900, e1932, e1947, e1951 e1989,1993,1996 hag e2005.

Al lizherenneg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Vogalennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Vogalennoù
Gwelit ivez:LFE,Kensonennoù
A-raokTost a-raokKreizTost a-dreñvA-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Rannoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lizherennoù zo el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lavarout eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

  • an digoradur : digor, peuzdigor, damzigor, etre, damserr, peuzserr, serr ;
  • olec'h distagañ : a-raok, tost a-raok, kreiz, tost a-dreñv, a-dreñv ;
  • diouzh ma vezont rontaet pe get.

Hirder ar vogalennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant un arouezenn arbennik anvetkronenn ( ː ). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e blas, da skouer [a:] e-lec'h [aː].

Kensonennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  KensonennoùGwelit ivez:Lizherenneg fonetik etrebroadel,Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonennmouezhiet. E gris emañ arsonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Rannoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

Hirder ar c'hensonennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù : treuzskrivet e vefe armagyaregmit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.

Ar silabennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ur varrennig uhel ( ˈ ) a-raok ursilabenn evit diskwel lec'h antaol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel ( ˌ ).Talvezout a ra ar pik ( .).

Da skouer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanekRindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lizherenneg_fonetek_etrebroadel&oldid=2065925 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp