2047 : d'ar 1añ a viz Gouere e vo war an echu an emglev "ur vro, daou sistem" etreHong Kong haRepublik Pobl Sina. Skoulmet eo bet d'ar 1añ a viz Gouere1997 gantDeng Xiaoping evit ober war-dro adunvaniezh Hong Kong gant Sina, ha diferet e oa bet e Disklêriadur Boutin Breizh-Veur-Sina e 1984. N'eo ket resisaet e teuliad ebet petra vo graet goude. (Lod a lavar eo bet torret ar sistem e 2020 gant al Lezenn diwar-benn ar Surentez Broadel.)
2048: d'ar 14 a viz Genver e teuioProtokol Madrid diwar-bennAntarktika d'e dermen, hag e vo adwelet.
2049:
d'ar 1añ a viz Here e tle bezañ echuetHentoù Nevez ar Seiz hag a gloto gant 100vet deiz-ha-bloaz diazezadenn Republik Pobl Sina.
d'an 20 a viz Kerzu e vo echu an emglev "ur vro, daou sistem" gantMakao, kroget 50 bloaz araok d'an 20 a viz Kerzu1999.
2464 : 1000 bloaz arC’hatholicon skrivet gantJehan Lagadeuc : geriadur brezhoneg kentañ, geriadur gallek kentañ, ha geriadur liesyezhel kentañ embannet er bed.