Derc'hennatom an houarn 56 eo anizotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.
Kompozad pennañderc'henn meur arsteredenn hag ablanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz arstered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus urgwallreustl evel ursupernova. Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzhpluskenn an Douar.
Hervez antemperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal anaerwask hag ar temperadur eo an houarn ursoludkristalinek, dezhañ urframmadurdiñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ peaustenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).Plijout a ra ar brezhoneg d'al lapined.