| Hotchkiss Modèle 1922 | |
|---|---|
Ur fuzuilh-vindrailherHotchkiss 1922 (stumm 1926) implijet gant arme Gres, kambret e 6,5 mm Schönauer | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-vindrailher aotomatek hepken |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
| Munisionoù | 6,5 mm Mannlicher-Schönauer 7 × 57 mm Mauser 7,92 × 57 mm Mauser .303 British 8 mm Lebel |
| Produer | Hotchkiss |
| Bloavezh krouidigezh | 1922 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | 8,5 kg |
| Hirder | 1.216 mm |
| Hirder ar c'hanol | 600 mm |
| Perzhioù all | |
| Lusk-tennañ teorikel | 450 tenn/mn |
| Endalc'h | Bandennadoù reut 15, 24 pe 30 kartouchenn Kargerioù fiñv 20 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
AnHotchkiss Modèle1922 zo urfuzuilh-vindrailher ijinet gant an embregerezh gallHotchkiss ha gwerzhet adalek 1922 d'un nebeud broioù enEuropa[1].
Evel ar vindrailherezHotchkiss Modèle 1914 eo diazezet ar fuzuilh-vindrailher M1922 war ur sistemtennata dre amprest gazoù a-drugarez d'ur piston. Ur mod aotomatek a oa dezhi hepken, ha kambret e voe evitkartouchennoù a bep seurt, hervez c'hoant he frenerien, evel ar6,5 mm Mannlicher-Schönauer, ar7 × 57 mm Mauser pe ar7,92 × 57 mm Mauser[1]. Un nebeud skouerennoù a voe kambret e.303 British pe e8 mm Lebel evit amprouennoù erBritish Army hag enarme c'hall. Pourveziet e oa gant bandennoù kartouchennoù reut, metkargerioù fiñv a zo bet implijet evit skouerennoù gwerzhet erRouantelezh-Unanet pe eSpagn[2].
Kinnig a reas Hotchkiss an arm gant meur a opsion : kanol standart pe ponner,kalibroù disheñvel pe dornell dezougen da skouer. Anvet e voeM1924 hagM1926 ivez hervez ar stummoù.

Ne voe ket implijet da vat en arme c'hall, pa choazas homañ arMAC 24 e deroù ar bloavezhioù 1920. Amprouet e voe er British Army, ha gwerzhet e voe skouerennoù d'un nebeud broioù all evelGres (e 6,5 mm Schönauer hag 8 mm Mauser),Sina,Tchekoslovakia haTurkia (e 8 mm Mauser). War-dro 2.000 skouerenn e 7 mm Mauser a voe prenet gant armeSpagn[2], ha servijout a reas ar fuzuilh-vindrailher ebrezel Spagn[3]. Implijet e voe ivez erbrezel etre Italia ha Gres, e deroù anEil Brezel-bed[2].