Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Hong Kong

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Hong Kong e Sina
Banniel Hong Kong

Hong Kong (sinaeg : 香港,pinyin :Xiānggǎng peHēunggóng, da lavaret eo Porzh ar frondoù  pe porzh porfumet ),Rannvro velestradurel arbennik Hong Kong eus Republik pobl Sina hec'h anv ofisiel , eo ar vrasañ ha pobletañ eus an divRannvro velestradurel arbennik (RVA) eusRepublik pobl Sina (RPC).Macao eo eben. Da 7 500 700 a annezidi e save poblañs Hong Kong e2019.

Emañ Hong Kong war ribl reterStêr ar Perlez (珠江zhū jiāng), en aod Su Sina war vordMor Sina ar Su. Stok eo ouzh proviñsGuangdong en norzh. Hong Kong eo kêr binvidikañ Republik pobl Sina. Hec'h ekonomiezh zo unan eus ar re frankizourañ er bed. Ur greizenn vras arc'hanterezh ha kenwerzh er bed eo.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un tiriad a 1 104 km² eo rannvro velestradurel Hong Kong. N'emañ ket pell eusTrovan ar C'hrank. Meneziek eo ar vro.

Teir rann zo e tiriad Hong-Kong :Enez Hong Kong, kreizenn armerzhel ha politikel ar vro,Kowloon a-dal d'an enezenn, war an douar bras, hag anTiriadoù Nevez, ar peurrest eus ar vro.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

AdalekSkrid-emglev Nanjing e1842 e teuas da vezañ un drevadenn eus arRouantelezh-Unanet. Restaolet e voe da Sina e1997 ; da Rannvro velestradurel arbennik kentañ Sina e troas d'ar1añ a viz Gouere. Chom a ra Hong Kong disheñvel a-grenn diouzh ar peurrest eus Sina. UlLezenn diazez a reoilh e renad politikel. Heuliañ a ra ar bennaenn « ur vro, div reizhiad », a ro an tu da Hong Kong da viret he reizhiad lezennoù, he moneiz, he reizhiad politikel, he skipailhoù sport etrebroadel hag he lezennoù diwar-benn an embroerezh. Hervez disklêriadenn gumun Sina hag ar Rouantelezh-Unanet he deus prometet Republik pobl Sina e virfe Hong Kong un doare emrenerezh betek ar bloaz 2047 d'an abretañ, da lavaret eo 50 vloaz goude ar cheñchamant Stad.

Un 20 500 bennak a geodediz eus Breizh-Veur zo o chom e kêr (25 500 e oant e1996). Ar pep brasañ anezhe zo divroidi implijet gant embregerezhioù etrebroadel pe embregerien zo o chom eno gant o ziegezh. Abaoe ar cheñchamant Stad o deus miret ar straedoù o anvioù doubl, esaozneg hag ekantoneg. Bep 1añ a viz Gouere e vez aozet manifestadegoù evit difenn an demokratelezh. Un hanter milion a dud a oa er straedoù e2014.

Manifesdadegoù ha gourzhbonnadurioù e 2019

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

D'an9 a viz Mezheven 2019 e oa ur milion a dud e Hong Kong evit manifestiñ a-enep an danvez-lezenn kinniget evit kas da Republik Pobl Sina an dud da vezañ barnet. D'ar16 a viz Even e voe 2 vilion a dud o tibuniñ er straedoù. Dont a rejont a-benn da gaout digarezioù ofisiel. D'ar 1añ a viz Gouere e voe torret dorioù ar Vodadenn Lezennoù, arparlamant lec'hel, gant manifesterien hag a yeas e-barzh a-raok bezañ skarzhet gant ar polis. Nullet e voe an danvez-lezenn d'an8 a viz Gouere gantgouarnamantCarrie Lam, met kenderc'hel a reaa Hongkongiz da vanifestiñ evit bezañ emrenoc'h diouzh Sina ha difenn an argerzh demokratekaat. D'an 13 a viz Eost en em vodas tankoùArme Dieubidigezh Pobl Sina en urstadion eShenzhen, ur gêr a zo stok ouzh Hong Kong.

D'an28 a viz Mae2020, gant Bodadenn Vroadel ar Bobl, parlamantRepublik Pobl Sina, e voes votet ul lezenn a-zivout "surentez ar vroad" hag a voe lakaet da dalvezout e Hong Kong, daoust d’an emrenerezh lec’hel a oa betek neuze.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kêr binvidikañ Sina a-bell eo Hong-Kong, gant urPDK dre annezad a 42 422,9 US$ e2015. Trede plas arc'hantel ar bed eo.

Gwelioù liesseurt eus an inizi

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Gwel eus Enez Hong Kong eus Victoria Peak. En drekleur emañ porzh Victoria ha Kowloon
    Gwel eus Enez Hong Kong eus Victoria Peak. En drekleur emañ porzh Victoria ha Kowloon
  • Heñvel, diouzh noe
    Heñvel, diouzh noe
  • Gwel noz eus porzh Victoria war rizenn an dremmwel
    Gwel noz eus porzh Victoria war rizenn an dremmwel
  • Arvestva eus Kowloon
    Arvestva eus Kowloon
  • Porzh Hong Kong gwelet eus Victoria Peak e Miz Even 2019
    Porzh Hong Kong gwelet eus Victoria Peak e Miz Even 2019

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hong_Kong&oldid=1979537 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp