Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Holland

Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gweletHolland (disheñvelout).

An div broviñs anvet Holland en Izelvroioù
Skoed konted Holland

Ul lodenn eus anIzelvroioù eoHolland. Gwechall e oa urgontelezh e-barzh anImpalaeriezh Santel Roman.

E dibenn arXVIvet kantved ez eas Holland d'oberRepublik ar Seizh Izelvro Unanet (pe arProviñsoù-Unanet) (1581-1795) a-gevret gant proviñsoù all tro-war-dro. Da vare anDispac'h gall e voe ur rann eus arRepublik batav da gentañ, a-raok bezañ, etre1806 ha1810, ul lodenn eusRouantelezh Holland en em astenne war an holl Izelvroioù a zo bremañ, war-bouez un tamm eusZeeland.

Dont a ra an anv eusHoltland, da lavaret eohout-land (« bro ar c'hoad », evelHoutland erWesthoek). Roet e voe an anv-se d'ur rannvro goadek e-kichenLeiden.

Aliezik, e meur a yezh, e reer gantHolland evit ober anv eus hollad anIzelvroioù, dre fazi, rak n'eo nemet ul lodenn anezho (en hevelep doare e c'heller kavout ar gerhollandeg implijet e-lec'hnederlandeg).

E div broviñs eo rannet Holland bremañ :Noord-Holland (Holland an hanternoz) haZuid-Holland (Holland ar c'hreisteiz). Eno emañ kêrioù pobletañ an Izelvroioù :Amsterdam,Den Haag haRotterdam, ar porzh bras.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Holland&oldid=1906573 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp