Aradennad-venezioù an Himalaya, gwelet eus an oabl. A-gleiz hag en traoñ emañIndia.
AnHimalaya zo un aradennad-venezioù enAzia, a zispartiIndia diouzhTibet. Eno e kaver menezioù uhelañ anDouar.
Chadennoù uhel all zo enAzia:Hindu Kush,Pamir, haKarakoram. Gwelet e vez alies Karakoram evel ul lodenn eus Himalaya gant an alpaerion.
En em astenn a ra ar menezioù e stumm ur wareg vras, a-hed 2 600 km eus ar reter d’ar c’hornôg ha war-dro 350 km a ledander eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz.
Dont a ra an anv eus arsañskriteg : हिमालय, distagetjimalaia, zo daou c’her ennañ,jima, « erc’h » hagalaia, « lec’h ».
An uhelañ aradennad-venezioù a zo er bed eo an Himalaya, gant pevarzek menez a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder, evel ar menezEverest, an hini uhelañ (8 848 m.), ar menezK2 (8 611 m.) hag ar menezKangchenjunga (8 598 m.). Ar menez uhelañ er bed, e-maez an Himalaya, eo ar menezAconcagua enAndoù, gantañ 6 962 m uhelder. En Himalaya avat ez eus kant menez en tu-hont da 7 200 metr uhelder!
En em astenn a ra an Himalaya war pemp stad : war du an HanternozRepublik Pobl Sina, war du ar C'hreisteiz en ur vont eus ar Reter betek ar C'hornôg:Bhoutan,Nepal,India,Pakistan.
Eno e kaver eienennoù niverus, en o zouez darn eus stêrioù brasañ ar bed: anIndus, arGanga, arBrahmapoutra hag arYangtze.
Reinhold Messner (ganet e 1944), eusItalia, an hini kentañ zo deuet a-benn da grimpañ war pep hini eus ar 14 menez a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder.
War an uhel, ur film savet gant Tangi hag Erwan Kermarrec, priz ar gwellañ film e brezhoneg, Prizioù France 3, 2008 (produet gant Label production ha France 3 Ouest).