Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Hieronimos

Eus Wikipedia
Sant Hieronimos en e sal-studi. Murlivadur gant Domenico Ghirlandaio (1480
Hieronimos, gantCaravaggio (1607

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Yerom[1] e brezhoneg,Hieronimos hagEusebius Sophronius Hieronymus elatin,Hieronymos ehenc'hresianeg, ganet etre342 ha347 e Stridon etrePannonia haDalmatia (Kroatia hiziv) ha marvet d'an30 a viz Gwengolo420 eBetlehem, a oa urmanac'h hag a droas arBibl e latin (arVulgat), ma'z eo anavezet eveldoktor an Iliz, hag unan eus ar pevar den a zo bet anvet "Tadoù an Iliz", a-gevret gantAmbroaz Milano,Aogustin Hippo haGregor Iañ, hag evelto anvet dasant.

E vuhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Studier e oa eRoma, ha da 25 bloaz e teuas da vout kristen goude un hunvre kevrinus e-kerzh ur c'hleñved. Ur chomadenn a reas eGalia hag alese ez eas d'anDouar Santel e373. Ur pennad e voe penitiour e Chalcis eSiria, er mervent daAntioc'heia, enAzia Vihanañ, ha beleget e voe eno.

E383 e voe dibabet gant arpabDamasus Iañ da sekretour ha goulennet digantañ treiñ ar Bibl, eyezh ofisiel an Impalaeriezh, al latin. Pa varvas ar pab e rankas Hieronimos kuitaatRoma ha distreiñ d'anDouar Santel gantPaula, ur Romanez a lignez uhel.

Mervel a reas e 420. Lakaet eo bet da santpaeron androourien. AbaoeBonifas VIII e1298 ez eo bet lakaet da zoktor an Iliz.

E brezhoneg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Buez ar Zent. p. 671
    Buez ar Zent. p. 671
  • Buez ar Zent. p. 672
    Buez ar Zent. p. 672

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Maurice Testard :Saint Jérôme – L'apôtre savant et pauvre du patriciat romain. Paris : Belles Lettres, 1969

Daveoù ha notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Roparz Hemon,Nouveau dictionnaire breton-français, Al Liamm, 1978, p. 836a.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hieronimos&oldid=2081805 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp