Henry Jenner (1848-1934) a oa unan eus adsaverien arc’herneveg hag un den desket-bras war aryezhoù keltiek.
Ganet e voe Jenner ePlew Golom (St Columb Major), eKernev-Veur, d’an8 a viz Eost1848. Mab e oa da Henry Lascelles Jenner, a oa kure ar barrez. E1869 e teuas Jenner da vezañ kargiad el Lez Uhel ha daou vloaz diwezhatoc’h e voe anvet war ur post e Rann an dornskridoù kozh erBritish Museum, pa oa person e dad e Wingham, e-kichenCanterbury.
Abaoe e vugaleaj e oa dedennet gant ar c’herneveg ha gant ar yezhoù keltiek all. E1876 e reas ur brezegenn diwar-benn ar c’herneveg. E1877 e tizoloas un dornskrid erBritish Museum, ennañ 42 linenn, un tamm eus ur pezh-c’hoari skrivet e kerneveg eus1450.
E1903 e teuas da vezañ ezel eusGoursez Breizh ha sevel a reas ar gevredigezh gernevek kentañ, "Cowethas Kelto-Kernuak". Er bloavezh war-lerc’h e c’houlennas ma vije degemeret Kernev-Veur erC'hendalc'h Keltiek, a oa bodet da neuze eCaernarfon e Kembre.
Ur pennadig goude-se e embannas eHandbook of the Cornish Language (« dornlevr ar c’herneveg ») : deroù adsav ar c’herneveg e oa. Dibabet en doa evit-se ur stumm eus ar c’herneveg evel ma veze komzet e kornôg Kernev-Veur enXVIIIvet kantved. E ziskiblien, evelRobert Morton Nance, a gavas gwelloc’h en em ziazezañ war ar yezh evel ma veze kaozeet er Grennamzer.
E1909 ez eas war e leve eHeyl, bro e wreg, hag e miz Genver1912 e voe dilennet da levraoueger Levraoueg Morab ePennsans, d’ober war-dro an dalc’had skridoù a denne da Gernev-Veur, betek1927. Bet e voe ezel ivez eus meur a gevredigezh ouiziek evel arSociety of Antiquaries of London, arRoyal Cornwall Polytechnic Society hag arRoyal Institution of Cornwall[1]. Mervel a reas d’an8 a viz Mae1934.
a vo kavet eWikimedia Commons.