Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Henry Gunther

Eus Wikipedia
Poltred Henry Nicholas Gunther
Plakenn koun e Baltimore lakaet e 2010

Henry Nicholas John Gunther, ganet d'ar6 a viz Even1895 ha marvet d'an11 a viz Du1918, a oa ur soudardstadunanat. Lavaret a reer e voe ar soudard diwezhañ o vervel e-pad arC'hentañ Brezel-bed. Lazhet eo bet da 10:59, ur vunutenn a-raok ma vefe lakaetarsav-brezel da dalvezout.

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Henry Gunther a voe ganet en ur familhalaman-stadunanat e reterBaltimore, eMaryland. E dud, George Gunther (1869-1919) ha Lina Roth (1867-bloavezhioù 1930), a oa o-daou bugale enbroidi alaman. Desavet e oa bet enHighlandtown, e reter Baltimore. Eno e oa kalz enbroidi pe diskennidi alaman. E familh a yae da iliz ar Galon Sakr, unan eus ilizoù aniliz katolik roman.

Unvez Gunther a oa, d'an 11 a viz Du 1945, o tostaat d'ur c'hroashent ma oa staliet divvindrailherez alaman. Nepell diouzh kêriadennigChaumont-devant-Damvillers erMeuse, eLoren. Gunther a oa savet, enep urzhioù sklaer e serjant ha kamalad, Ernest Powell. Argadet en devoa an Alamaned gant urc'hleze ouzh e fuzuilh. Ar soudarded alaman a oa bet kelaouet eus an arsav-brezel da vezañ lakaet da dalvezout a-barzh un nebeud munutennoù o devoa tennet a-us pe e-kichen hag o devoa klasket kelaouiñ an Amerikaned en ur huchal hag ober jestroù. Gunther a oa kendalc'het memestra hag en devoa tennet "un tenn pe zaou". Pa voe erruet re dost d'an Alamaned e voe lazhet gant un heuliad tennoù berr hag e oa marvet raktal.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Henry_Gunther&oldid=1899548 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp