Anegipteg zo ur yezhafrikat-hag-aziat kar tost d'arberbereg, d'arsemiteg, ha d'arbejaeg[1]. Chom a reas bev ar yezh-mañ betek arVvet kantved goude J.-K. dindan stumm andemoteg ha betek diwezh arXVIIvet kantved dindan stumm arc'hopteg. Kavet ez eus bet roudoù skrivet eus egipteg deiziadet eus war-dro3200, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar yezhoù koshañ testeniekaet. Yezh vroadelEgipt hiziv eoarabeg Egipt, en deus kemeret tamm-ha-tamm lec'h arc'hopteg evel yezh ar vuhez pemdez er c'hantvedoù o deus heulietaloubadeg vuzulman Egipt. Implijet e vez c'hoazh ar c'hopteg el liderezh gant an ilizoù koptek, hag a-hervez e vefe un dornad yezherien a-vihan hiziv an deiz.[2],[3].
Sevenadur Henegipt zo unan eus ar re o deus levezonet hon hini. Un nebeud gerioù zo tremenet en hor yezh dre hanterouriezh hon amezeien. Koulskoude, ar re a seller oute evel liammet ouzhHenegipt zo alies gerioù gresianeg pe treuzkaset dindano stumm gresianeg. E-touez an nebeud skouerioù emañebena (Egiptegḥbny, dre anhenc'hresianeg hag al latin),ivor (egipteg:abw / abu, da lavaret eo "olifant"),feniks (egiptegbnw, da lâret eo 'kerc'heiz'; treuzkaset dre ar gresianeg),Faraon (egiptegpr-ˁʒ, "ti bras"; treuzkaset dre anhebraeg), hag anvioù tud evelFineas (egipteg,pʒ-nḥsy, "An hini du," "Phineas" e saozneg, Implijet evel ger hollek evit estrañjourienNubia) haSuzan (egiptegsšn, "bokedlotuz"; treuzkaset dre an hebraeg da gentañ moarvat).
- ↑Loprieno 1996.
- ↑Ar c'hopteg a c'hallfe bezañ chomet bev e lec'hioù distro eus Egipt-Uhel betek anXIXvet kantved hervez James Edward Quibell, "When did Coptic become extinct?" e :Zeitschrift für ägyptische Sprache und Altertumskunde, 39 (1901), p. 87).
- ↑Daily Star Egypt. 23 a viz Genver 2007
- Allen, James P.,Middle Egyptian - An Introduction to the Language and Culture of Hieroglyphs, first edition, Cambridge University Press,1999.ISBN 0-521-65312-6 (hbk)ISBN 0-521-77483-7 (pbk)
- Collier, Mark, and Manley, Bill,How to Read Egyptian Hieroglyphs : A Step-by-Step Guide to Teach Yourself, British Museum Press (ISBN 0-7141-1910-5) and University of California Press (ISBN 0-520-21597-4), both in1998.
- Gardiner, Sir Alan H.,Egyptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, Griffith Institute, Oxford, 3rd ed.1957.ISBN 0-900416-35-1
- Hoch, James E.,Middle Egyptian Grammar, Benben Publications, Mississauga,1997.ISBN 0-920168-12-4
- Faulkner, Raymond O.,A Concise Dictionary of Middle Egyptian, Griffith Institute, Oxford,1962.ISBN 0-900416-32-7 (hardback)
- Lesko, Leonard H.,A Dictionary of Late Egyptian, 4 Vols., B.C. Scribe Publications,Berkeley,1982.ISBN 0-930548-03-5 (hbk),ISBN 0-930548-04-3 (pbk).
- Shennum, David,English-Egyptian Index of Faulkner's Concise Dictionary of Middle Egyptian, Undena Publications,1977.ISBN 0-89003-054-5
Evezhiadenn a-bouez : ar yezhadurioù hag ar geriadurioù kozh savet gantE. A. Wallis Budge a vez sellet oute abaoe pell evel aet diwar c'hiz gant an Egiptologourien, daoust ma c'haller atav pourchas al levrioù-se.
Titouroù all zo e saozneg diwar al levrioù a c'haller kaout warGlyphs and Grammars