Ar piramidennoù eo heverkañ monumantoù sevenadurezh Henegipt
Henegipt zo anezhi ur sevenadurezh kozh e biz kevandirAfrika, bodet a-hed ar stêrNil, en ur vro anvetEgipt hiriv. Eus ar bloazioù3000 kent JK betek332 kent JK e padas sevenadurezh Henegipt.
Daou brantad a gaver en istor Henegipt : hini an Rouantelezhioù (betek 2000 a-raok J.-K.) ha hini arFaraoned (etre2000 ha332 a-raok J.-K.).
Hanter Den-Hanter Doue e oa ar Faraon. Abalamour da se eo e voe savet arpiramidennoù ken brudet. Abalamour da se ivez e oa diharz e c'halloud, ha kriz alies.
Dizingal-tre eo urzhaz arStad henegiptad : dindan ar faraon edo arvizir, a oa ur seurt maodiern kentañ, ha dindanañ ur bern amaezhidi : arskribed. Rannet eo an dud e tri rummad diforc'h mat :
an noblañs, karget da c'houarn ha da lakaat an urzh hag ar surentez da ren ;
ar gloer, karget d'ober war-dro an doueoù, da virout ha da zonaat ar skiantoù ;
an dud vunut, a ranke labourat dindan o mistri hag a veve anezho dre baeañ tailhoù.
Israelidi a oa un darn eus ar boblañs-se, a zivroas da ziazezañIsrael.