Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Anhedred (pehedenn ) a zo un dalvoudegezhkornel eus lec'hiadur ur poent war anDouar, erReter pe erC'hornôg. Ez-resis,hedred a reer eus ur c'horn a zo etre ar blaenenn a dremen dre ahel an Douar hahedredenn Greenwich diouzh un tu, hag ar blaenenn a dremen dre ahel an Douar hag ur poent bennak war-c'horre hor planedenn diouzh an tu all.[1]
Hedredenn a reer eus ul linenn ijinet, anezhi un hantergelc'h a ya eus an eil penn-ahel d'ar voul-douar d'egile.[1] ; hedredenn Greenwich eo an dave, al linenn a verk 0° pep korn, da lavaret eo pep hedred/hedenn.
Rannet eo bet ar voul-douar e 360 hedenn, evel en ur c'helc'h (360°) ; 360 hedredenn zo ivez neuze.
Muzuliet e vez an hedred adalek hedenn Greenwich (0°), war-du ar C'hornôg pe war-du ar Reter. En doare-se eo bet rannet ar voul-douar e div lodenn gevatal : eus 0° da 180° Kornôg hag eus 0° da 180° Reter, 180° Kornôg ha Reter o vezañ an hevelep hedredenn, en tu enep da hedenn Greenwich hag a-eeun ganti (dre Enez Wrangel enhantervoul norzh hag Enez Futuna enhantervoul su e tremen).
• Da skouer, pa lavarer eo 1° 33′ 10″ KornôghedredNaoned e venner lavaret emañ Naoned er C'hornôg da C'hreenwich hag ez eus ur c'horn 1° 33′ 10″ e vent etrehedredenn Greenwich hag anhedredenn a dremen dre Naoned.
ELondrez, e karter Greenwich, emañThe Royal Observatory, da lavaret eo an Arsellva Roueel.