Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Hazebroek

Eus Wikipedia
Hazebroek
Panell degemer: "Hazebroek e Flandrez".
Panell degemer: "Hazebroek e Flandrez".
Ardamezioù
AnvizelvroekHazebroek
Anv gallek(ofisiel)Hazebrouck
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroHauts-de-France
DepartamantNorzh
ArondisamantDukark
KantonHazebroek(pennlec'h)
Kod kumun59295
Kod post59190
Maer
Amzer gefridi
Bernard Debaecker
2014-2020
EtrekumuniezhCommunauté de communes de Flandre intérieure
Lec'hienn webhttp://www.ville-hazebrouck.fr
Poblañsouriezh
Poblañs21 785 ann.(2022)[1]
Stankter1 684 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
50°7′33″N 3°24′45″E
Uhelderioùbihanañ 103 m — brasañ 138 m
Gorread12,94 km²
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom


Hazebroek enizelvroeg,Oazebroeke eflandrezeg kornôgel, anv ofisiel:Hazebrouck, a zo ur gumun hag ur gêrig eusFlandrez Frañs (departamantNorzh).

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Brezelioù:

  • Roll an dud nann soudard bet lazhet d'an 13 a viz Kerzu 1917.
    Roll an dud nann soudard bet lazhet d'an 13 a viz Kerzu 1917.
  • An enskrivadenn latin hag an horolaj-heol.
    An enskrivadenn latin hag an horolaj-heol.
  • Ul lodennig eus an distrujoù pa voe bombezet ar gêr d'an 19 a viz Meurzh 1918.
    Ul lodennig eus an distrujoù pa voe bombezet ar gêr d'an 19 a viz Meurzh 1918.
  • Monumant trec'h ar Brezel-bed kentañ.
    Monumant trec'h ar Brezel-bed kentañ.
  • Plakenn an tiegezh Verlyck.
    Plakenn an tiegezh Verlyck.
  • adalek Gwengolo 1917 betek Gwengolo 1918 e voe kanoliataet ha bombezet Hazebroek gant an Alamaned, seizh den nann-soudard a varvas en Hazebroek pa voe bombezet ar gêr d'an 13 a viz Kerzu 1917[2] ;
  • roet e voe arGroaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e1919[3];
  • 619 anv a weler ouzh Monumant ar re varv er vered, 459 den a varvas abalamour d'arBrezel-bed kentañ, 219 enEil Brezel-bed, pevar e Brezel Indez-Sina ha pevar eBrezel Aljeria[4];
  • d'ar 27 a viz Mae 1940 ec'h erruas al lu alaman en Hazebroek[5];
  • bombezet e voe ar gêr meur a wezh gant ar Re Gevredet abalamour d'he forzh-houarn e-pad anEil Brezel-bed, ur yoc'h tud, ha kalz implijidi an hent-houarn en o mesk, a voe lazhet gant ur vombezadeg d'ar 4 a viz Gwengolo 1943;
  • d'an 30 a viz Eost 1944 e voe fuzuilhet Émile Verlyck, e bevar mab ha daou baotr yaouank all gant an Alamaned;
  • dieubet e voe Hazebroek gant ar 1añ Rannlu Poloniat d'ar 5 a viz Gwengolo 1944[6].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Tiez e kreiz-kêr.
  • Iliz Saint Éloi.
    IlizSaint Éloi.
  • Iliz Santez Anna.
    IlizSantez Anna.
  • Ar gouent.
    Ar gouent.
  • Iliz katolikSaint-Éloi.
  • Iliz katolikSantez Anna.
  • Kouent an Aogustined.
  • Ramzed.

Beredoù-brezel ar C'hommonwealth

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Bered ar C'hommonwealth :Cinq Rues British Cemetery

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
BroNiver a soudarded
Alamagn2
Rouantelezh-Unanet225
Hollad227

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Implijet e voe ar vered da gentañ penn gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel eus an 29vet Rannlu adalek miz Ebrel 1918 betek miz Eost evit douarañ ar vilourion bet marvet e-pad an argadenn alaman en nevez-hañv 1918. Treset e voe gant Noel Ackroyd Rew[7].

Bered ar C'hommonwealth :Hazebrouck Communal Cemetery

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
BroNiver a soudarded
Aostralia50
Frañs1
Indez12
Kanada59
Rouantelezh-Unanet726
Zeland-Nevez30
Hollad878

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Implijet e voe bered ar gumun gant meur aCasualty Clearing Station (ospitalioù-tachenn) , diazezet en Hazebroek adalek miz Here 1914 betek miz Gwengolo 1917. Dalc'het e voe d'ober gant bered ar gumun betek miz Gouere 1918. Abalamour d'ar fed ma voe kanoliataet ha bombezet Hazebroek adalek Gwengolo 1917 betek Gwengolo 1918 e voe tennet an ospitalioù-tachenn. E mizioù Gwengolo hag Here 1918 avat e voe staliet anNo.9 British Red Cross Hospital er gêr. E penn-kentañ e voe douaret ar soudarded e mesk bezioù an dud nann soudard. Goude an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918 e voent bodet holl e tachenn bezioù ar C'hommonwealth. Enni emañ bez ur soudard kanadian eus ar1st Canadian Reserve Park (Canadian Army Service Corps) bet lakaet d'ar marv evitmuntr e miz Eost 1916[2].

Bered ar C'hommonwealth :La Kreule Military Cemetery

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
BroNiver a soudarded
Afrika ar Su41
Aostralia78
Alamagn12
Frañs1
Kanada2
Rouantelezh-Unanet455
Hollad589

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Ebrel 1918 gant ar1st and 2nd Australian Casualty Clearing Stations deut eus kêriadenn Outtersteene eBelle abalamour d'an araokadenn alaman, hag ar17th, deut eus Lijssenthoek ePoperinge. An tri ospital-tachenn-mañ, dindan an anv-stroll "Ana Jana Siding", a voe staliet en norzh da La Kreule. E kreiz miz Ebrel e rankjont kilañ daBlendecques, e-kichenSaint-Omer. Adalak neuze e voe implijet ar vered gant unanadoù stourm ha gant unanadoù kanolierezh. E miz Here 1918 e teuas ar17th Casualty Clearing Station da Hazebroek en-dro gant an8th hag ar64th. Serret e voe ar vered e dibenn miz Here. Enni emañ douaret ur soudardiwerzhonat eus ar2nd Bn. Leinster Regiment bet lakaet d'ar marv e miz Eost 1918 evit bout dizertet. Treset e voe ar vered gant Sir Herbert Baker[8].

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dezougen

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hentoù-houarn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • An ti-gar.
    An ti-gar.
  • Ur stlejerez en Hazebroek.
    Ur stlejerez en Hazebroek.
  • En Hazebroek e tispartie al linennoù hent-houarnLille-Dukark, bet digoret e miz Gwengolo 1848, haLille-Calais, bet savet e1861. Er bloaz-se e voe savet an ti-gar da vat. Hentoù-houarn arall a liamme Hazebroek ouzhMeregem,Poperinge hagIeper.

Emdroadur ar boblañs 1793-2011

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

[9]

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • An ti-kêr.
    An ti-kêr.
Roll maered ar gumun
MareAnvStrolladKarg
2014→ bremañBernard Debaeckertu-dehou, distrollad
20082014Jean-Pierre AllosseryStrollad Sokialour GallKefridiad tiriadel, Kuzulier departamantKanton Hazebroek-Norzh
Even 19952008Paul Blondeltu-dehou, distrolladFrammour bank war e leve, Kuzulier departamantKanton Hazebroek-Su
Meurzh 1983Even 1995Maurice Sergheraerttu-dehou, distrolladKuzulier departamantKanton Hazebroek-Su
Meurzh 1971Meurzh 1983Amand MorissStrollad Sokialour GallEnsellour an tailhoù, Kuzulier departamantKanton Hazebroek-Norzh
1953Meurzh 1971Henri DesbuquoisMRPGreantelour
19451953Auguste DamettegaolourEmbregour,

Kuzulier departamantKanton Hazebroek-Norzh

19441944Joseph Élie PlateelSFIOImplijad an hentoù-houarn
19441944Jean FruquetKelennour
19331944Joseph Élie PlateelSFIOImplijad an hentoù-houarn
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud dibar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Ar marc'h-houarnourCédric Vasseur a zo bet ganet enHazebroek d'an 18 a viz Eost 1970.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1WW1 French cemeteries
  3. Pages 14-18
  4. Monumant ar re varv
  5. www.lavoixdunord.fr d'ar 6 a viz Gwengolo 2012
  6. Histoires du Nord
  7. WW1 French cemeteries
  8. WW1 French cemeteries
  9. Cassini,EBSSA ha
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hazebroek&oldid=2018075 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp