
Hans Egede (31 a viz Genver 1686 - 5 a viz Du 1758) a oa ur misioner luteriannorvegat, lesanvetAbostolGreunland.
Ganet e oa bet enHarstad, e hanternoz Norvegia ha mont d'ober e studioù daGopenhagen ma tapas un diplom war andoueoniezh. E 1707 ec'h eas da bastor en iniziLofoten hag e timezas da Gertrud Rask.
E Lofoten e klevas kaoz eus an trevadennoùviking e Greunland ha na oa ket bet keloù anezhe abaoe kantvedoù. Goulenn a reas e aotre digantFrederik IV, roueDanmark, da vont di evit klask war-lerc'h diskennidi an drevadennerien ha staliañ ur mision. Goude bezañ bet an aotre e savas ur gompagnunezh (Det Bergen Grønlandske Compagnie) ha d'an 2 a viz Mae 1721 ec'h eas kuit asambles gant e wreg, o fevar bugel ha daou-ugent trevadenner all, diouzhBergen.
Ne gavas diskennad ebet eus an drevadennerien gent ha kregiñ a reas daavielañ anInuit a oa eno. Evit-se e teskasgreunlandeg. E 1728 e savas Godthåb (Nuuk hiziv). Goude marv meur a drevadenner gant arskorbut e c'houlennas roue Danmark e tistrofent d'ar vro. Egede a zivizas chom e Greunland gant e familh hag un nebeud moraerien. E 1734 e reas arvrec'h he reuz en drevadenn ha gwreg Egede a varvas ganti e 1735. Distreiñ a reas da Danmark evit beziañ anezhi ha leuskel e vab henañ, Paul, da genderc'hel gant e labour en enezenn. Mervel a reas eFalster e 1758.