Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Hans Baur

Eus Wikipedia

Johann Peter Hans Baur (19 a viz Even1897 enAmpfing17 a viz C'hwevrer1993 eHerrsching) a voe levierAdolf Hitler pa gabale er bloavezhioù 1920 ha 1930. Goude-se e teuas da vezañ e levier personel, hag e voe e penn arReichsregierung.

E-pad arBrezel-bed kentañ e voe elLuftstreitkräfte, hag a oa nijerezh an impalaeriezh a-raok ma vefe savet alLuftwaffe. E-pad unan eus e nijoù e savas kudennoù gant keflusker e garr-nij hag a oa o kouezhañ, met Baur a zeuas a-benn da lakaat ar c'heflusker da vont en-dro memestra. Hitler a soñjas dezhañ e oa ur sin bennak, hag ur wech deuet da vezañFührer e pedas Baur da zebriñ gantañ meur a wech.

E dibenn anEil Brezel-bed, da vareemgann Berlin, ez eas da repuiñ erFührerbunker. Goude emlazh Hitler e klaskas tec'hout kuit gant tud all a-benn tizhout an armeoù saoz hag amerikan, met tapet e voe gant soudarded anArme Ruz hag e voe prizonad e-pad 10 vloaz. E1957 e teuas er-maez e zanevell-vuhez anvetIch flog mit den Mächtigen der Erde, da lavaret eoNijet em eus gant tud pouezus ar an Douar.

Sinema

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

August Schmölzer eo an aktor a c'hoari perzh Baur er filmDer Untergang (2004).

g  ka  ke
Annezidi diwezhañ arFührerbunker renket dre an deiziad ma kuitajont anezhañ e1945
21 a viz Ebrel
22 a viz Ebrel
23 a viz Ebrel
24 a viz Ebrel
28 a viz Ebrel
29 a viz Ebrel
30 a viz Ebrel
1añ a viz Mae
2 a viz Mae
Deiziad dianavezet
Bepred er bunker d'an 2 a viz Mae
Emzistrujet
Lazhet
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hans_Baur&oldid=1951339 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp