ENorzh Korea e vez implijet al lizherennoù hangeul nemetken abaoe1949, met eSu Korea e kendalc'her da skrivañ ar c'horeaneg gantsinalunioù kemmesket gant ar skritur hangeul.
Krouet e oa bet ar skritur hangeul a-ratozh-kaer gant ar roueSejong, e1443 en ur striv evit kreskiñ niver an dud a ouie lenn ha skrivañ. Ar pal a oa e lakat da vezañ implijet war un dro gant anhanja, an doare-skrivañ logografek sinat-ha-koreat a oa bet implijet da skrivañ koreaneg ken abred hag ar prantadGojoseon, pe en e lec'h[12][13] . Da gentañ e voe kondaonet gant ar sklisennad desket e Korea hag abeg e veze kavet ennañ. Dont a reas an doare-skrivañ-se da vezañ anavet evel aneonmun ("doare-skrivañ ar vro"언문,諺文) hag e teuas da vezañ an doare-skrivañ pennañ e Korea dekvloaziadoù goudedizalc'hiezh Korea diouzh Japan hepken, e-kreiz anXXvet kantved[14]. Er penn-kentañ e oa bet anvethunmin jeong-eum (훈민정음; 訓民正音 pe «sonioù reizh evit deskiñ d'ar bobl») ha betek1910 e veze graet outañ 正音cengum («sonioù reizh»), 언문 諺文ŏnmun («skritur izel»), 國믄kwukmun («skritur broadel») pe c'hoazhamkeul (암클 «skritur ar maouezed») peahae(t)geul (아햇글 pe 아해글 «skritur ar vugale»). Ijinet eo bet an anvhangeul («skritur meur» e hengoreaneg ha «skritur koreanek» e koreaneg a-vremañ) gant aryezhoniour korean Ju Si-gyeong e1912.
ENorzh Korea e vez anvetchosŏn'gŭl (조선글), "skritur koreanek", pe 우리글자uri gŭlja "hon skritur" ken en norzh hag er su.
Damheñvel eo ar skritur hangeul ouzh arsinalunioù (anvethanja e koreaneg) rak renket e vez lizherennoù ar hangeul e bloc'hadoù silabennek karrezennek, da skouer :
ㅎ (h) + ㅏ (a) + ㄴ (n) = 한 (han)
ㄱ (g) + ㅡ (ŭ) + ㄹ (l) = 글 (geul)
E gwirionez avat, int doareoù-skrivañ disheñvel-mik an eil diouzh egile rak an hangeul zo un doare-skrivañ hag a dalvez da ziskouez an doare ma vez distaget ar gerioù kentoc'h evit o ster.
Graet e vezjamo (hangeul: 자모;hanja: 字母) penassori (hangeul: 낱소리) eus lizherennoù diazez ar skritur hangeul
Bez' ez eus 51jamo en holl, en o zouez 24jamo eeun. Rannet e vez al lizherennoù eeun e 14kensonenn anvetja-eum (hangeul: 자음;hanja: 子音 “sonennoù bugale”) ha 10vogalenn anvetmo-eeum (hangeul: 모음; hanja: 母音 “sonennoù mamm”). Skrivet e vez doubl pemp kensonenn eeun evit ober diouzh ar sonennoù tenn pe kreñv (s.o. ar pennad “koreaneg”) ha kensonennoù kevrennek all a c'hell bezañ skrivet dre implijout meur a gensonenn eeun skrivet renk-ouzh-renk. Implijet e vez div lizherenn vogalennek ivez evit skrivañdiftongennoù evel-hen:
14 lizherenn gensonennel eeun: ㄱㄴㄷㄹㅁㅂㅅㅇㅈㅊㅋㅌㅍㅎ, mui ar re chomet en dizuz: ㅿㆁㆆㅱㅸㆄ
5 lizherenn gensonennel doubl: ㄲㄸㅃㅆㅉ, mui ar re chomet en dizuz: ㅥㆀㆅㅹ
11 kensonenn gevrennek: ㄳㄵㄶㄺㄻㄼㄽㄾㄿㅀㅄ, mui ar re chomet en dizuz: ㅦㅧㅨㅪㅬㅭㅮㅯㅰㅲㅳㅶㅷㅺㅻㅼㅽㅾㆂㆃ, and obsolete triple clusters ㅩㅫㅴㅵ
6 lizherenn vogalennek eeun: ㅏㅓㅗㅜㅡㅣ, mui an hini chomet en dizuz: ㆍ
4 vogalenn eeun o kregiñ ganty- : ㅑㅕㅛㅠ
11 diftongenn: ㅐㅒㅔㅖㅘㅙㅚㅝㅞㅟㅢ, mui ar re chomet en dizuz: ㆎㆇㆈㆉㆊㆋㆌ
En taolennoù-mañ e vez diskouezet an holl kensonennoù ha vogalennoù implijet gant an doare-skrivañhangeul gant o stumm orin e glas hag o stummoù bet savet diwarne da heul:
Ober a ra dave an doare-skrivañ hangeul da berzhioù hinienneldoare-distagañ pep sonenn ar yezh, da skouer ur sin arbennik ez eus evit ober diskouez dre skrid ar fed ma vez distaget ur sonenn bennak gant an diweuz (lec'h distagañ) pe dre ar fri, pe ma vezont mouezhiet pe divouezh, hag all, da skouer:
Erjamo (“lizherenn”) ㅌ ([tʰ]) ez eus teir ferzh ma reer dave oute dre skrid:
ar varennig uhelañ a diskouez e vez distaget mouezhiet evel ㄱg pe ㄷd:
ar varennig greiz a diskouez e vez distaget dre c'hwezhañ evel ㅎh pe ㅋk
ar varennig izelañ a diskouez e vez distaget dre touchañ an teod ouzh ar c'hevig evel ㄴn pe ㄷd
Isrannet e vez al lizherennoù kensonennel e pemp rummad gante peb ur stumm diazez. Aroueziet e vez gant ar stummoù-se lec'hioù distagañ (dent, teod, staon pe korzailhen), da skouer :
ㄴ a diskouez penn an teod o touchañ ouzh arc'hellig. Diwar ar stumm diazez-mañ e vez savet ivez ㄷ gant ar varrenig uhelañ o tiskouez e vez staget an teod ouzh ar staon. Gant ur varrennig greiz ouzhpenn ㅌ e tiskouez e vez distaget dre c'hwezhañ.
(E-krec'h) Lizherennoùphagspa [k, t, p, s, l], hag al lizherennoù hangeul sañset bezañ bet diorroet diwarne [k, t, p, ts, l]
Hervez Gari Ledyard eus Skol-Veur Columbia e vije bet diorroet al lizherennoù hangeul diwar lizherennoù ar skriturphagspa implijet gwechall evit skrivañ armongoleg kentoc'h evit bezañ awenet gant perzhioù distagañ.
Amañ e vez kavet anvioù al lizherennoù bet krouet gant Choi Sejin e1527 mui o anvioù a-vremañ bet roet dezhe pa oa bet unvanet an daore-skrivañ e Norzh Korea (RPDK).
ESukorea e vez ouzhpennet arrakger 쌍ssang, (“kevellet” pe “doubl”) ouzh anv ar gensonenn eeun pa vez kaoz eus ar c'hesnoennoù doubl, keit ha ma reer kentoc'h gant 된doen (“kreñv”) eNorzhkorea:
Aet eo da get meur a lizherenn hangeul diazez bet implijet er penn-kentañ evit treuzskrivañ sonennoù aet da get er yezh koreaneg a-vremañ pe c'hoazh evit ober diouzh sonennoù a veze kavet arsinaeg ha en vezont ket implijet nag en hengoreaneg nag er yezh a-vremañ, da skouer :
ㆍ pe 丶 : distaget [ʌ], anvetarae-a ( 아래아a izelañ)
ㅿ : distaget [ʝ͂], anvet “bansios” ( 반시옷)
ㆆ : distaget (yeorin hieuh 여린 히읗 "light hieuh" ordoen ieung 된 이응 "strong ieung"): Aglottal stop, "lighter than ㅎ and harsher than ㅇ".
ㆁ : distaget [ŋ], anvetyet-ieung (옛이응)
ㅸ : distaget [f], anvetgabyeoun bieup (가벼운 비읍)
ㆅ : distagt [ɣ̈ʲ] pe [ɣ̈], anvet “ssanghieu” (h 쌍히읗hieuh doubl")
Kenstrollet e vez al lizherennoù (jamo) e bloc'hadoùsilabennoù, enne div lizherenn diazez d'an nebeutañ hag alies a-walc'h betek teir: ur gensonenn (eeun pe kevrennek) en deroù anvetchoseong (hangeul: 초성; hanja: 初聲), war-lerc'h ur vogalenn (pe un diftongenn) e kreiz ar silabenn anvetjungseong (hangeul: 중성; hanja: 中聲) hag ivez a-wechoù (met n'eo ket dre ret) ur gensonenn (eeun pe kevrennek) e diwezh ar silabenn anvet 'jongseong (hangeul: 종성; hanja: 終聲). Pa n'eus kensonenn ebet e deroù ur silabenn e vez skrivet ㅇ (ieung), met n'eo ket ret serriñ ur silabenn da heul ar vogalenn greiz.
En holl ez eus 172 silabenn a c'heller skrivañ gant al lizherennoù hangeul a-vremañ.
↑ (1 January 2011) "Is Korean a syllabic alphabet or an alphabetic syllabary".Writing Systems Research3 (2): 103–115.DOI:10.1093/wsr/wsr002. ISSN 1758-6801