AnHalac'ha (hebraeg :הֲלָכָה, distagadursefarad :[halaˈχa] ; distagadurachkenaz[haˈloχo] ; treuzlizherennet peurvuiañhalakha) eo dastumad allezennoù relijiel yuzev tennet eus anTorah dre skrid ha dre gomz. Diazezet eo war ar gourc'hemennoù en Torah (mitzvot), displeget hag astennet gant al lezennoùtalmudek harabinek, ouzhpenn ar c'hustumoù dastumet e labourioù evel arShulchan Aruch. Treiñ a reerhalac'ha gant "Lezenn yuzev" alies, daoust ma vije reishoc'h lavaret "an doare d'en em zerc'hel" pe "an doare da vale". Deveret eo ar ger eus ur wrizienn a dalvez "en em zerc'hel", "mont" pe "bale". Ouzhpenn ar c'hredennoù hag an emzalc'hioù relijiel a vez reizhet gant an halac'ha, met ivez doareoù ar vuhez pemdez.
Ez-istorel, endiaspora yuzev, e servije an halac'ha da lezenn geodedel ha relijiel - d'ur mare ma ne oa ket a ziferañs etre an daou. Abaoe arSklêrijennoù yuzev e oa bet gwelet an halac'ha evel un dra ha ne oa ket ret heuliañ kement-se er vuhez pemdez, dreist-holl dre ma oa diazezet war disklêriadurioù ar rabined. Hiziv, ergwir israelat, lodennoù eus gwir ar familhoù hag ar statud personel dindan beli al lezioù-barn rabinek a bleg gant an halac'ha. Disheñvelderioù en halac'ha a gaver etre anAchkenazed, arSefaraded, arMizrac'hed, an Etiopianed ha strolladoù yuzev all a veve pell an eil re diouzh ar re all gwezhall.