HTML(HyperTextMarkupLanguage) a zo ullavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit arWorld Wide Web a c'heller lenn dre arGenrouedad.
Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war arskramm gant balizennoù[1], da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe armerdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm<balizenn digeriñ>skrid da gemmañ</balizenn klozañ>. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid :Diskwel lizherennoù tev er<b>ger-mañ</b> a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev erger-mañ ».
- <html> : evit kemenn e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer jubenniñ kement a zeu war he lerc'h e-giz kod HTML.
- <head> : evit merkañ penn an teul HTML ; bez' emañ ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.
- <body> : evit deraouiñ korf an teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e prenestr ar merdeer.
- <head>. . .</head>
E-barzh an elfenn <head> e lakaer :
- <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e barrenn-ditl ar merdeer.
- <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8"> ma lavarer d'ar merdeer ez eus ur skrid skrivet en HTML er bajenn, ha ma roer urzh da ober gant ar reizhiad lizherennoù UTF-8[2].
- <style>. . .</style>
Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioùCSS (Cascading Style Sheets), da lavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.
- Un urzh CSS a c'heller lakaat e korf ar pennad evit stummañ un elfenn hepken hep kemmañ an urzhioù CSS all, da skouer :
- E melen dre ziouer e vez warlinennet ur bomm :<mark>pouezus</mark> a ro
pouezus
- Dre CSS e c'heller warlinennañ gant ul liv all :<mark>pouezus</mark> a ro
pouezus
- <body>. . .</body>
E-barzh ar c'horfbody e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :
- <h1>, <h2>,... <h6> (header level 1...6) : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù,h1 o vezañ an hini skrivet brasañ hah6 an hini bihanañ ; serriñ pep titl dre</h1>,</h2>,...</h6> a ranker ober.
- <p> (paragraph) : evit digeriñ ur rannbennad nevez ; serriñ pep rannbennad dre</p> a ranker ober.
- <br> (break) : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad ; ur merk emserr eo.
- <table> : evit krouiñ un daolenn,<tr> (table row) evit digeriñ ul linenn en daolenn, ha neuze<td> (table data) evit dispartiañ ar stlennoù ; serriñ pep stlenn dre</td>, pep linenn dre</tr> ha pep taolenn dre</table>
- <div> (division) : evit merkañ ur rann dibar e korf ar bajenn ; serriñ pep rann dre</div>.
<!DOCTYPE HTML><html><head><metahttp-equiv="Content-Type"content="text/html; charset=UTF-8"><title>HTML : ur skouer</title><style>p{color:red;font-family:Palatinofont-size:1.5em;font-weight:bold;}</style></head><body><p>Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer</p></body></html>a vo diskouezet evel-mañ war ar skramm :
- an titl,titleHTML : ur skouer, a vo anv ar bajenn, diskouezet en ivinell el laez ;
- ar skrid,p evitparagraph, a vo e ruz (color:red), gant ar font Palatino (font-family), ur wech ha hanter brasoc'h eget ar vent dre ziouer (font-size:) ha druz (font-weight).
Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer
Notenn : urzhioù CSS eo ar re a zo etre ar merkoù HTML<style> ha</style>.
Ijinet eo bet HTML e1991 war ziazezSGML (Standard Generalized Markup Language), ha gwellaet eo bet meur a wezh. GantXHTML (EXtensible HyperText Markup Language) eo bet diazezet HTML war ar standardXML (EXtensible Markup Language) ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.
- Deskiñ HTML ha CSS en-linenn ha digoust :(en)W3 Schools
- ↑Termofis
- ↑Universal Character Set Transformation Format1 - 8 bits ; ar reizhiad-se a rankit implijout mar fell deoc'h e vije lakaet al lizherennoùñ haÑ war wel, da skouer.