Eleanor Roosevelt o terc'hel skrid spagnolek Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e 1948.ArBill of Rights e Bro-Saoz e 1689, 100 vloaz a-raok ma voe skrivet Gwirioù Mab-Den gant ar C'hallaoued.
Gwirioù an Den (Gwirioù Bugel-den peGwirioù an Dud peGwirioù Mab-den) zo ur meizad hag a zo war un droprederouriezhel,lezennel hapolitikel. Embann a reer drezañ ez eus gwirioù diazez da bep hini, heñvel da gement den war an douar, hep derc'hel kont eus al lezennoù e talvoud pe faktoroù lec'hel all evel an orin kenelel,ar vroadelezh pear relijion.
E-touez ar gwirioù-se emañ ar gwirioù keodedel, politikel, ar gwir da gaout buhez ha frankiz, frankiz da gomz ha d'en em zisplegañ, ar gevatalded dirak al lezenn, gwirioùkevredigezhel,sevenadurel hagarmerzhel, ar gwir da gaoutboued, ullabour, hag undeskadurezh.
Bez' ez eus neuze gant kement den — ne vern e statud sokial — gwirioù « enstag ouzh holl izili andenelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus »[1], ha dre-se e c'hall bezañ enebet ouzh kement degouezh d'ar gevredigezh ha d'ar galloud. Gwirioù an den zo dre ret hollvedel ha kevatal, ne glotont ket gant reizhiadoù ha renadoù diazezet war ar mennozh e vefe ur ouenn, ur bobl, ur rummad, ur strollad pe un den dreist ar re all ; ne glotont ket kennebeut gant mennozh sevel ur gevredigezh a vefe gwelloc'h, o lazhañ pe o waskañ ar re a harzfe kement-mañ.
« Gwirioù an Den » a gaver meneg anezhañ dija e fin anXVIIIvet kantved pa voe lakaet da werzennoù « Declarasion Guiriou an Den »[2]. Kavout a reer ivez an droienn-se e « Disklêriadur hollvezel Gwirioù an Den » e 1995[3].
Kavout a reer meneg eus « Gwirioù Mab-den », pa oa bet troet « Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den » e1998[4]. Eeunoc'h eo implij « an Den » e-skoaz « Mab-den », p'emañ mab-den tostoc'h d'ar relijion gatolik. Meneg a gaver eus « bugel-den » ivez, a vez implijet muioc'h-mui ermedia brezhonek, met ken eeun all eo ober gant « an Den ».
E yezhoù all
E yezhoù all evel e galleg ez eus tabut war beseurt ger implijout (homme pehumain) daoust ma voe aliet ober ganthumain. An tabut-se zo abalamour d'ar gêrHomme (Mab-den) ha lakaat a ra a-gostez ar merc'hed dreist-holl, pa sell ouzh an holl ar gêrhumain[5] .
N'eus diviz ebet diwar-benn se er bedoùsaoznek haspagnolek da skouer, peogwir e vez implijet « Human Rights » ha « DerechosHumanos ».
« Diaes eo lavaret da beseurt mare resis e voe krog meizad gwirioù an den. Un doaretreuzkompren hon devez war an istor : "gwelet" a reer hiziv an deiz roudoù eus ar meizad-se en testennoù kozh »[6]. Ruilhenn Kuresh a vez lakaet da « gentañ karta evit gwirioù an Den » alies neuze, daoust m'eo kamm a-fet istor.
Engravet e oa bet er pri diwar c'houlennKuresh ar Meur goude ma voe trec'h warBabilon e -539. Dizoloet e voe en-dro e 1879 ha troet e 1971 gantAozadur ar Broadoù Unanet en holl yezhoù ofisiel.
War ar ruilhenn e lenner temoù kustum ar ren ePersia : ober gant relijionoù a bep seurt, diskar arsklaverezh, frankiz da zibab e vicher hag astenn an impalaeriezh. En hengounmezopotamian emañ afer bezañ ur roue reizh (ar skouer kentañ a anavezer eo hini ar roue Urukagina eus Lagash, a rene er XXIVvet kantved kJK). Anavezout a reer ivez Hammurabi e Babilon, gant e god eus an XVIIIvet kantved kJK.
Perzhioù nevez zo en enskrivadur Kuresh avat, dreist-holl evit a sell ouzh an divizoù diwar-benn ar relijion.
An diell-mañ a ra anv eus an darvoudoù a-raok aloubadeg Babilon, ha goude-se e vez displeget an divizoù tapet gant Kirus II evit Babiloniz : ren e peoc'h, dieubiñ tud zo diouzh al labourioù a veze sellet oute evel direizh, reiñ d'an divroidi ar gwir da zistreiñ d'o bro orin ha lezel delwennoù an doueed bet kaset da Vabilon da zistreiñ d'o santualioù orin. Embann a ra ez eo distag penn-da-benn e impalaeriezh diouzh ur relijion resis.
Gantsant Paol, erBibl, el lizher kentañ d'ar Gorintiz, a gomz eus an den diabarzh (« an hini a chom start en e galon, an hini n’eo ket rediet met a zo er c’hontrol mestr eus e volontez »), o lavaret ez eus gwir gantañ dibab evitañ e unan, hervez e volontez dezhañ e-unan[11].
Hervez aneskob gall Dominique Mamberti e voe tennet gwirioù an Den, ar re a zo anezhe en Istor Europa hag ar re a voe implijet er bed a-bezh gant an aozadurioù etrebroadel, diwar Edit Milano[12]. Embannet e voe an edit a zoujañs-se e313 gant an impalaerKustentin Iañ evit aotreañ ar gristenien da vezañ frank diouzh ur redi relijiel. Frankiz ar relijion hag an emskiant zo gwirioù kentañ an Den eta.
Gant gwiraourien veurislamek ImpalaeriezhMali erXVvet kantved hag arXVIvet kantved e voe lakaet e pleustr pennaennoù heñvel-tre ouzh ar re a voe skrivet e disklêriadurioù « arnevez » gwirioù an Den (dornskridoùTombouktou dreist-holl).
Ar mennozh ez eus gwirioù kentañ pe « gwirioù naturel » d'an den abalamour m'eo den zo a-gozh ha hollvedel.
Ar pezh a dermen meizad gwirioù an Den eo ar c'hoant d'o lakaat splann el lezenn (dre gomz pe dre skrid), da anzav o implij hollvedel ha da reiñ un dalvoudegezh lezennel kreñvoc'h eget forzh petore reolad all. Ober a reer gant un doare embannadenn, kentoc'h eget gant ar reolennoù ordinal a vez evit lakaat e pleustr ar reoladoù lezennel ; ar gerioù implijet zo re an testenioù ez eus anezho dija, sklaer d'an holl hag a anzaver, kentoc'h eget ur c'henemglev boutin a c'haller tabutal warnañ. Harpet e vez ar gwirioù-se da vezañ reizh abalamour ma vezont anzavet a-unvouezh. Menegoù a gaver eus Doue pe ar relijion enne met dister eo. Lakaat ar gwirioù-se e pleustr zo distag diouzh ar relijion, forzh pe hini e vefe. An dizalc'hiezh-se a ya d'ober an diforc'h pennañ etre diazezoù prederouriezhel gwirioù an Den ha re ar gwirioù doueel (o c'houzout ez eo boutin d'an daou rummad gwirioù-se ar mennozh ma 'z eus reolennoù hollvedel ha padus). N'eus meneg ebet eus nep relijion e gwirioù an Den, estreget gant an termen « Spered dreist » en Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour e 1789, rak sañset e vez lakaet gwirioù an Den da dalvezout en un doare dizalc'h ha distag diouzh ar soñjoù ha mennozhioù relijiel.
Mennozh gwirioù an Den a gaver erGrennamzer. Lavaret e vez ez int gwirioù an Den eus ar rummad kentañ[13] :
arMagna Carta (1215) ; pouezus eo an destenn-mañ met ne voe implijet e gwirionez nemet adalek ar XVIIvet kantved evel ur benveg da stourm a-enep diharzveliezh ar Stuarted ;
arBill of Rights e1689 ; sellet e vez outañ er bed angl-ha-saoz evel diazez ar mennozhioù a-vremañ diwar-benn gwirioù an Den.
An darempredoù etre Europiz hag an henvroidi en Amerika diouzh un tu hag ar forbannerezhioù kentañ en Afrika, ma veze kaset d'ar « Bed Nevez » erXVIvet kantved, diouzh an tu all a voe deroù ar stourm evit gwirioù an Den, gantBartolomé de las Casas hapab anIliz katolik da skouer, gant al lizheroùVeritas ipsa haSublimis Deus bet embannet gantPaol III e1537.
Bez' e voe ur stumm da wirioù an den hag ar c'heodedour hag a oa diazezet war ar patrom kozh, a voe skrivet e1755 gant Bonreizh ar JeneraladPascal de Paoli eKorsika (Stad demokratel kentañ Kantved ar Sklêrijenned hervezVoltaire haJean-Jacques Rousseau). Tapet e voe skouer warnañ gantLafayette ha [[Thomas Jefferson}} da c'houde evitBonreizhStadoù-Unanet Amerika. E bonreizh Korsika e kaver deroù gwirioù an Den en un demokratelezh (evel disparti ar galloudoù hag ar mouezhiañ hollek).
Adkemeret e voe al lodenn vrasañ gant Thomas Jefferson evit skrivañ disklêriadur gwirioù an Den a oa e-barzhDisklêriadur Dizalc'hiezh ar Stadoù-Unanet d'ar 4 a viz Gouere 1776. Tapet e voe harp warnañ ivez gant an trevadennoù all evit skrivañ o disklêriadur, ha gant ar Vodadenn c'hall evit Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour. Awenet e voeDisklêriadur Hollvedel Gwirioù an Den gantañ ivez (votet e voe gant anABU e1948).
Disklêriadur gwirioù an den hag ar c'heodedour (1789)
ArVodadenn Vroadel e Bro-C'hall a zivizas kerkent hag ofisiel sevel Disklêriadur Gwirioù an Den hag ar C'heodedour, a voe degemeret d'ar 26 a viz Eost 1789 ha kadarnaet gantLoeiz XVI e miz Here. Lakaet e voe an disklêriadur-se da rakskrid e Bonreizh1791. Divizoù ha tabutoù a voe adalek1790 (burutellet e voe gantEdmund Burke, James Mackintosh diwezhatoc'h,Jeremy Bentham, ha difennet gantThomas Paine). Ne voe ket anzavet gant ar pabPi VI rak soñjal a rae dezhañ ne c'halle ket klotaat gant al lezenn naturel na gant hini an Iliz. Ne oa ket kaoz eus ar merc'hed e Disklêriadur 1789. Ouzhpennet e voe e 1948 e Disklêriadur Hollvedel Gwirioù an Den (ABU) gant sikourEleanor Roosevelt meizad ar gevatalded etre ar reizhoù. Ouzhpennet e voe ar gwirioù an « eil rummad » (gwirioù sokial) ivez ennañ.
Pouezus-bras eo plas aozadur ar Broadoù Unanet evit a sell ouzh ofisielaat ha brudañ gwirioù an Den. Ar ger "hollvedel" a voe skrivet en titl "DisklêriadurHollvedel Gwirioù Mab-Den" e 1948 en Aozadur ar Broadoù Unanet diwar mennozh arpolitiker gallRené Cassin (1887-1976). N'eus redi ebet gant an Disklêriadur-mañ, e-skoaz ar C'henemglevioù etrebroadel pa vezont sinet ha peurwiriekaet gant ar broioù a denn dezhe.
Kenderc'hel a ra prederouriezh gwirioù an Den da vont war-raok evit sklaeraat o implij, o anien hag o abeg da vezañ.
Gwirioù an Den zo gwirioù a zo gant an dud pe ar strolladoù ; ret eo d'ar Stad ha d'an ensavadurioù doujañ outo ha gwiriañ e vezont doujet.
Dilammadus int : ne c'hallont ket bezañ lamet, evit ur prantad pe da viken, dre gaer pe dre heg.
Hollvedel int peogwir int diazezet war ar poell ha n'eo ket war perzhioù sevenadurel.
Hervez stourmerien gwirioù an Den hiziv an deiz e ranker sevel ha skoazellañ reolennoù etrebroadel, a vo talvoudus evit an holl vroioù hag evit an holl bobloù, gant ar gwir da emellout diouzh an dro. Diaes eo lakaat anezhe dahollvedel[14] abalamour ma sav diaesterioù rak techet eo ar bed gant ar geñverelouriezh (ar mennozh e c'hallfer lakaat pep tra keñver-ha-keñver, ha n'eus ket awirionez rak disheñvel eo savboent pep hini). Ur preder pouezus-kenañ eo evit ar brederouriezh bolitikel a-vremañ.
War astenn ez a meizad gwirioù an Den ha dre-se e weler meur a « rummad » gwirioù.
Er rummad kentañ emañ gwirioù an Den evit a sell ouzh gwirioù « keodedel ha politikel » (gwirioùfrankizour kentoc'h). Ar pal e oa difenn an den diouzh ur Stad hag a voustre ar geodedourien alies-mat.
Alies e tiforc'her etre :
ar frankizoù hiniennel : gallout a ra kement hini « bezañ gouest da ober kement tra na ra ket drouk d'ar re all ». Setu lod anezhe :
frankiz ar c'horf, ha da gentañ ar gwir da vevañ, berzañ ar sklaverezh ivez, berzañ arjahinerezh hag ar c'hastizoù spontus pe zisprizus, ha berzañ ar bac'hañ diouzh ar c'hoant (Habeas corpus). ;
frankiz ar familh (frankiz dazimeziñ, ar maberezh, hag ar vuhez prevez hiziv an deiz) ;
perc'henniezh prevez (ouzhpennet e Disklêriadur 1789 evel gwir naturel ha dilamus, melladoù 2 ha 17) ;
frankiz ar c'hevratoù (mellad 1134 Kod Keodedel Bro-C'hall ).
Ar frankizioù politikel, da lavaret eo :
ar gwir da votiñ ;
ar gwir da stourm ouzh ar gwask ;
ar gwir d'en em vodañ e peoc'h
Tennañ a reont, e-touez lod all, da frankiz ar relijion, an emskiant, arc'helenn, arc'hehentiñ, ar gevredigezh, hag all.
Eil rummad
En eil rummad emañ ar gwirioù « armerzhel ha sokial ». Kaoz zo aze da gaout gwirioù briegezh ha bevañ mat (deskadurezh, yec'hed, hag all). Levezonet e voent gant arsokialouriezh dre vras. Setu amañ un nebeud skouerioù :
frankiz ar sindikadoù (lezenn Waldeck-Rousseau d'an 21 a viz Meurzh1884).
Trede rummad
En trede rummad a wirioù n'eo ket bet termenet mat gwirioù zo ha n'int ket anzavet mat bepred. Burutelladennoù a voe graet d'ar rummad kentañ a wirioù ha dre-se e voe gwirioù all enXIXvet kantved evel gwirioù ar merc'hed da skouer, hag enXXvet kantved evit gwirioù an eil rummad : betek arbloavezhioù 1970 ha1980 e kendalc'has an enebiezhioù c'hoazh.
N'eo ket sklaer danvez ar rummad-se ha n'eo ket bet savet diwarne un destenn veur evel ma vez evit gwirioù an div rummad kentañ. Tennañ a rafent da wirioù an dud vunut (bugale, tud kozh, tud nammet).
An diforc'h gant ar rummadoù kent a vefe ez int stag d'an Den a vev en ur gevredigezh (hag e c'hall ar frankiz mont war hent ar gevatalded a-fet traoù/danvez). Kaoz zo er 4vet rummad gwirioù da gaout gwirioù evit an den evel spesad[15]. Ar gwirioù nevez-se a denn dreist-holl da wirioù an dud a reer ivez gwirioù subjektivel anezhe (e-keñver ar gwirioù liammet ouzh ezhommoù ar vuhez a-stroll anvet gwirioù objektivel).
Nac'hañ ar gwir da emellañ d'ursindikad (mellad 23).
Nac'hañ ar gwir da gaout un deskadurezh (mellad 26).
War evezh e vez aozadurioù e-maez-gouarnamant ma vo doujet gwirioù an Den, evelAmnesty International, Kevredad Etrebroadel evit Gwirioù an Den, Human Rights Watch, Aozadur Bedel a-enep ar Jahinerezh, Freedom House, International Freedom of Expression Exchange hag Anti-Slavery International. N'eus ket kalz broioù a zouj gwirioù an Den penn-da-benn, hervez Amnesty International. En o danevell diwar-benn gwirioù an Den a oa bet embannet e2004 (a denn d'ar bloavezh2003) e oa anIzelvroioù,Norvegia,Rouantelezh Danmark,Island haCosta Rica ar broioù nemete o doa doujet gwirioù an Den ar muiañ[16].
N'emañ ket gwirioù an Den e talvoud hag anzavet evel gwirioù a c'haller goulenn groñs ouzh ar Stad doujañ oute en holl vroioù ma'z int bet embannet, da lavaret eo n'eus ket hentoù proseziñ evit o lakaat da dalvezout bepred. Lezioù-barn rannvroel zo koulskoude, evit gwareziñ gwirioù an Den, evelLez-varn Europa Gwirioù Mab-Den ha Lez-varn etreamerikan gwirioù an Den. Strollegezhioù evezhiañ etrebroadel zo ivez, evel Poellgor gwirioù an Den er Broadoù Unanet da skouer.