Gwesbyr (skrivet ivezGwespyr) zo ur gêriadenn e hanternozSir y Fflint, en arvor bizKembre. Emañ etrePrestatyn er gornaoueg haFfynnongroyw er reter. Nepell en hanternoz emañTalacre hagY Parlwr Du. EkumuniezhLlanasa emañ.
Er gornaoueg d'ar gêriadenn emañ uhelennoùBryniau Clwyd.
HervezIfor Williams e teu an anv Gwesbyr eus an anv-lec'h saoznek kozhWest-bury, ar pezh a dalveze "kreñvlec'h ar gornaoueg"[1]. Evel meur a anv-lec'h er c'hornad, da skouerPrestatyn,Bagillt, peBistre, ez eo un anv saoznek hag a zo bet kembraekaet pa oa bet adaloubet ar vro gant Kembreiz d'ar mareangl-ha-saoz.
Mengleuzioù a oa er vro, a-gozh, ha brudet e oa mein Gwesbyr evel mein dispar da sevel tiez. Gant ar mein-se e voe savet tiez ar c'hornad, met ivez chapel Wenffrewi eTreffynnon, lodennoù eus kestell Rhuddlan ha Dinbych, iliz-veurLlanelwy,Abati Dinas Basing eMaes-glas...
a vo kavet eWikimedia Commons.