Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Gwenole

Eus Wikipedia

Gwenole peGwennole (ar stummoùSant Gwenole peSant Wenole a gaver er skridoù,sant Nolo pesant Nole a gaver er yezh komzet) a oa urmanac'h, ganet e461 ha marvet e532, a voeabad kentañabati Landevenneg, erVvet kantved.

Mab e oa daFragan (peFregan) haGwenn, deuet o-daou eusKembre da Vreizh (dilestrañ a rejont eBreheg hervez ar vojenn) ha graet o annez ganto ePloufragan. Breur e oa Gwenole da dri sant all :Klervi,Jagud haGwezhenneg.

Gwenole hag e c'hoar Klervi, Feunteun Sant Gwenole, eSant-Fregan.

An anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwinvaloe eo ar stumm kozh a gaver e meur a skrid, diwargwinn, "gwenn".

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

War-dro470 ez eas Gwennole da skol santBudog (peBeuzeg), war enezLavred, enenezeg Briad. War-dro485, p’en doa c’hoant da vont daIwerzhon da azeuliñ relegoù santPadrig a oa o paouez mervel eno, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom enArvorig ha sevel un abati eno.Gant unnek eus diskibien sant Budog ez eas Gwenole d’en em ziazezañ warenez Tibidi (un anv zo bet displeget evelti-pediñ), war aod anOspital, e genoù stêr arFaou. Tri bloaz goude, Gwenole a dreuzas ar stêrAon, gant e venec’h, da vont d'en em staliañ da Landevenneg, en tu all d’an aber. Buan e teuas abati Landevenneg da vezañ ur greizenn relijiel vras eBreizh-Izel. Mervel a reas Gwenole eno, d’an3 a viz Meurzh532.

Ar vojenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Sant Gwenole en ilizBourc’h-Baz.

Meneg zo eus Gwennole e mojennKêr-Is, hag eGwerz Ker Is, a-gevret gant hini ar roueGradlon. War a seblant e oa kuzulier a bouez d'ar roue, evel kalz a dud a iliz er mareoù-se.

Ar sant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwenole a voe azeulet evel ur sant e Landevenneg, goude e varv. EnXvet kantved, pa oa aloubet Breizh gant arVikinged, e tec’has ar venec’h, gant e relegoù. Mont a rejont war-zu ar reter, dre greiz Breizh, en ur chom a-sav meur a wech, e lec’hioù ma vez enoret sant Gwenole dindan meur a anv hiziv an deiz : ePierig, e Bro Naoned, eChâteau-du-Loir e-kreiz Bro-C’hall hag a-benn ar fin eMontreuil-sur-Mer e departamant arPas-de-Calais. Eno e vez enoret dindan an anvsaint Walloy, eBeaumerie-Saint-Martin da skouer[1] ha chom a reas e relegoù betek anDispac'h gall, pa voent distrujet e1793.

Anavezout a reer e vuhez dre skridoù savet gant daou vanac’h,Gurdisten (Uurdisten) haKlemañs, savet o-daou enIXvet kantved. Ur skrid all, lesanvetBuhez verr, zo miret erBritish Museum eLondrez.

Enoret e vez sant Gwenole e lec’hioù ma oa prioldioù stag ouzh abati Landevenneg : eKonk-Kerne,Enez Sun,Landrevarzeg,Baz-Gwenrann,Préfailles,Lokunole,Lokenole,Sant-Wennole (e kumunPenmarc'h), hag e meur a lec’h all anvet diwar ar sant ha ma’z eus chapelioù gouestlet dezhañ. Enoret e vez ivez eMousteroù-Raez, e beg suañ Breizh.

EKerne-Veur e kaver roud anezhañ e meur a lec’h evel Gunwalloe pe Landewednack, ma’z eus ilizoù gouestlet da santWinwaloe. Hag e kreisteiz Kembre ivez, hervez studiadennoù zo, e vije kavet roud anezhañ e meur a lec’h. Marteze eo bet savet an ilizoù hag ar chapelioù zo gouestlet da sant Gwenole e Breizh-Veur gant diskibien d’ar sant, evelGwenael.

Lidet e vez gouel sant Gwenole d’an3 a viz Meurzh.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Tad Marc Simon,Saint Guénolé et l’abbaye de Landevennec. Ed. J-P. Gisserot, 1997.
  • G.H. Doble,St Winwaloe, The Saints of Cornwall, Part II, Oxford, 1962.

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Clochers de France

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gwenole&oldid=2017940 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp