Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 (saozneg:The September 11 attacks, lesanvet an9/11) zo un heuliad peder zagadenn gant ur strollad sponterien islamek eus an aozadural-Qaeda eStadoù Unanet Amerika. Kroget e oa an tagadennoù diouzh ar mintin d'ar meurzh11 a viz Gwengolo2001. Dre ar gwalldaolioù-se e voe lazhet 2996 den, ouzhpenn 6000 a voe gloazet, war-dro 10 miliard a zollaroù a zistrujoù ersavadurioù pe enframmadurioù ha war-dro 3 mil miliard a zistruj en holl.
Pevar c'harr-nij dezougen tud eus div embregerezh stadunanat (United Airlines hagAmerican Airlines) an holl anezho lorc'het adal aerborzhioù biz ar vro o vont war-zuKalifornia a oa bet tapet gant 19 sponter ezel da al-Qaeda. Daou eus ar c'hirri-nij, an nijAmerican Airlines 11 hag hini anUnited Airlines 175, a voe flastret war tourioù norzh ha su, arWorld Trade Center ekêr New York. Goude 1 eur ha 42 munutenn, an tourioù a gouezhas en o foull, gant tammoù o nijal a-bep tu o entanañ pe lakaat d'an traoñ ar savadurioù tro-dro er greizenn World Trade Center ha labezañ ar savadurioù er-maez d'ar greizenn. un trede karr-nij, nijAmerican Airlines Flight 77, a voe flastret war arPentagon (pennlec'hministrerezh an difenn d'ar Stadoù Unanet Amerika) eArlington,Virginia, hag a zismantras ul lodenn eus tu kornôg ar savadur. Ar pevare karr-nij, nijUnited Airlines 93, hag a oa gant an hent war-zuWashington, D.C., a voe flastret en ur park eStonycreek Township nepell diouzhShanksville,Pennsylvania. Ar veajourien a oa deuet a-benn da dalañ ouzh ar sponterien ha da lakaat ar c'harr-nij da gouezhañ e-plas ma vije implijet evel bombezenn. Ar gwalldaolioù spontus-se a voe ar wech kentañ o welet kement a bomperien hag a ofiserien polis o vezañ lazhet en istor Stadoù Unanet Amerika en un taol : 343 pomper ha 72 ofiser polis lazhet.
Ur gartenn o tizkouez an dagadennoù war arWorld Trade Center (ar c'hirri-nij n'int ket treset a skeul)
Embannet e voe gantMary Robinson, komiserez uhel anABU evit Gwirioù mab-den, e oa untorfed a-enep an denelezh. Ur stroñs psikologel e voe evit kantadoù a vilionoù a bellarvesterien dre ar bed. Diskouezet e voe e 2004 e oa kablus Al-Qaeda hag e benn brasOusama ben Laden gant ar C'hengor Broadel diwar-benn ar gwalldaolioù sponter a-enep Stadoù-Unanet Amerika. Kalz displegadennoù all zo bet ijinet gant aniriennourien dre ar bed.Azgwelouriezh hanac'helouriezh zo bet tamallet dezho.
Goude ar gwalldaolioù e voe kreñvaet lezennadurioù a-enep ar spontouriezh gant kalz stadoù. Roet e voe ar brall d'ur « brezel a-enep ar spontouriezh » gant ar Stadoù-Unanet, en o zouez enAfghanistan kerkent a miz Here 2001, hag enIrak adalek miz Meurzh 2003. A-benn ar fin e voe lazhet Ousama bel Laden gant ur bagad stourm stadunanat ePakistan d'an 2 a viz Mae 2011. Dreset eo bet arPentagon, ha savet un tour nevez anvetOne World Trade Center, ur mirdi, ur c'hounlec'h hag ur porzh-houarn.
Digoret e vo ar prosez ouzh aozerien bennañ ar gwalldaolioù adalek an 11 a viz Genver2021.