Gwalldaol ar 1añ a viz Genver 2017 en Istanbul zo urgwalldaol sevenet er voest-noz Reina eOrtaköy, ur gêriadenn eus distrigBeşiktaş enIstanbulTurkia[1]. Ar gwalldaol a zo bet sevenet d'ar1añ a viz Genver2017 da 1eur30 mintin pa oa etre 700 hag 800 a dud o lidañ ar bloaz nevez. Hervez polis Turkia ez eus bet lazhet 39 den[2] d'an nebeutañ ha 70 gloazet[3].
Un argadour a zo deuet-tre er voest-noz armet gant unAK-47 goude bezañ bet tennet war un ofiser polis a oa o tiwall an nor degemer ha bezañ bet lazhet anezhañ. Ur wech deuet-tre en deus tennet war an dud a oa eno.
Tud o deus lammet erBosfor evit tec'hout kuit rak ar sponter.
Gouarnour IstanbulVasip Sahin en deus embannet e oa ur gwalldaol.
En desped d'ar 17000 ofiser polis ledet dre ar gêr n'eus ket bet tu da dalañ ouzh ar gwalldaol.
ArStad Islamek en doa embannet e oa un torfed sevenet gant ur soudard eus ar C'halifat ar pezh a zo bet kadarnaet gant Stad Turkia.