Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Grunge

Eus Wikipedia

ArGrunge (a anver a-wechoù 'Son Seattle' peSeattle sound) a zo un isdoare a 'nalternative rock a zeuas war-wel e-kreiz ar bloavezioù 1980 estad amerikanWashington, tro-war-droSeattle pergen. Levezonet gant arpunk hardcore, anheavy metal hag arrock indie, ar grunge a naou dre-vras ganttorgammoù kreñv,gitaroù-tredan, kanaouennoù leun a nerzh ha pozioù kounnaret. Stil ar grunge zo dibarek a-walc'h e-tal an doareoù sonerezh all eus ar rock: lous, gwisket fall, setu ar skeudenn a voe roet eus al luskad a-hed e brantad, dizedennet ma oa ul lodenn vras eus ar sonerion gant an neuz hag an arvest.

Luskadoù kentañ ar grunge a grogas d'en em stummañ tro-dro d'allabel lerc'hwez dizalc'h a SeattleSub Pop e dibenn ar bloavezioù 1980. Dont a reas al luskad d'ober berzh er c'henwerzh el lodenn gentañ eus ar bloavezioù 1990, en abeg da enrolladurioù ar pladennoùNevermind gant ar strolladNirvana haTen gant ar strolladPearl Jam. Berzh ar strolladoù-mañ a vountas brud an alternative rock hag a lakas ar grunge da vout unan eus an doareoù hard-rock anavezetañ eus ar mare. Neoazh, ul lodenn vat a 'r strolladoù grunge ne oant ket en o bleud gant o brud. Daoust ma'z eus bet divodet ur bern eus ar strolladoù grunge e dibenn ar bloavezioù 1990 e kendalc'h o levezon da vout pouezus war ar rock modern hiziv an deiz.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Grunge&oldid=1979090 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp