Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Gouren

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Diwar-benn argouren dre-vras eo ar pennad-mañ. Ur pennadGouren breizhek zo ivez.

La lutte bretonne,Paul Sérusier, 1890-1891
Delwennig Karajà

Ursport emgann a-zaou eo argouren hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Da lâret eo reiñ ur pezh mell lamm d'egile, o c'hoari gant nerzh ar gravitelezh, lakaat egile da horjellat ha d'en em gavout an divskoaz peg ouzh al leur. Ha neuze e huch an tredeog : LAMM. Un tammig e pep lec'h war ar bed e kaver seurt c'hoarioù emgann, da skouer er grennamzer e teske ar varc'herien stourm o c'hourenañ. N’heller implij nep arm nemet reoù anizili hag arc'horf. Meur a zoare a gaver e pep bro ken he deusBreizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) hag eo meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.

Degemeret eo bet argouren libr erC'hoarioù Olimpek e 1901.

Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren a veze pleustret en Olimpia e-pad arC'hoarioù olimpek kozh, a veze priziet gant an Henc’hresianed p'en em gannent en noazh, hogen libistret e oant ganteoulolivez evit ma vije diaesoc’h kregiñ e-barzh izili ar gourener all.

Daou stumm gouren a gaver : ar gouren gresian-roman, m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog e lodenn ar c'horf zo dindan an dargreiz, hag ar gouren dieub. Ouzhpenn-se e weler doareoù gourenañ m'eo difennet chom a c’hourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel argouren breizhek hag argouren skosek) hag an darn vuiañ eus ar re all.

Pleustriñ a reer peurliesañ ar gourenoù gant amatourien.

Ar c'hourenerien wellañ er C'hoarioù olimpek zo deusIran, arStadoù-Unanet,Rusia,Bulgaria,Hungaria,Sveden,Finland haTurkia.

Gourenoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gourenerien vrudet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ster all

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gouren&oldid=2097534 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp