Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Gounezerezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
gounezerezh
gennad ekonomikel,tachenn obererezh
Iskevrennad eusagriculture and forestry,cultivation Kemmañ
Rann eusprimary sector of the economy,food system Kemmañ
Raklec'hiet gantgathering Kemmañ
Deiziad kregiñ8. millennium BCE Kemmañ
Efeddigoadadur Kemmañ
Studiet gantagronomy,agricultural economics,agricultural science Kemmañ
Istorhistory of agriculture Kemmañ
A implijarable land,fresh water Kemmañ
Classification of Instructional Programs code01.0000,01.00,01 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC16270 Kemmañ
Earliest date15. millennium BCE Kemmañ
 

Argounezerezh pe allabour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk endouar.

Bez Nakht
Labourat an douar gant kezeg, evel ma veze graet gwechall...
... ha labourat an douar gant mekanikoù.

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger eus ar verbgounit, a vez implijet amañ en urster strishoc'h pa vez kaoz eus tennañ frouezh eus an douar. Kenster eo gantlabour-douar, a zo diaesoc'h sevel deveradoù diwarnañ. Gwelet ivez ar pennadIstor ar gounezerezh.

An dud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gounideien hakouerien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudoù a bep seurt o deus bet hag o deus bremañ. Ur roll a-bouez o deus bet en istor arBed abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh eOadvezh ar Maen nevez (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutañ.
Ral eo bet ar mareoù hag argevredigezhioù o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douaroù hag o doareoù produiñ.Sklaved int bet e-leizh enHenamzer,served e derou arGrennamzer enEuropa arC'hornôg ha betek 1861 eRusia,feurmerien int d'an aliesañ (da lavaret eo e paeont urfeurm d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhioù a-vremañ n'eo ket perc'hennet an douaroù gant an dud, met gant kumuniezh ar gêriadenn (kumunouriezh ar gounezerezh). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennoù an douar da vezañ labouret warno gant pepfamilh.

An danvezioù gounezet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Plantañriz gant an dorn, eBangladesh.

A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñboued evit an dud hag oloened hag alies e vez merzet ne vije ket eus anDenelezh ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur aloen bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ olaezh pe ovioù pe omel. Da-c'houde eo bet ijinet gounitplant evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez.
Arvagerien-loened a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.
E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet (gwiad,livadenn, danvezioù sevel-tiez (arfeltr evit sevel lochennoù), danvezioùkimiek,trelosk). Atav ivez ez eus bet klasket gounitlouzoù mat evit pareañkleñvedoù goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.

Meur a seurt gounezerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, argwenanerezh (sevel argwenan) evit tennann omel hag un obererezh nebeut kozh, arvagerezh-pesked (en dourioù dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, argounezerezh-mor (nevez evit magañ ar pesked, met kozh evit gounit arc'hregin).
A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduiñprenn, koad-losk, glaou-koad hagouzer. Arc'hoadgounezerezh eo.

Aned (geotegoù eo an holl nemet ar gwinizh-du)

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An danvezioù graet gant ed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar c'hig hag produioù diwar al loen

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Al loened-kig eo al loened maget evit tennañ o c'hig diouto

Al laezhajoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Arfrouezh hag an danvezioù tennet diwarno

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar bleunioù hag an danvezioù tennet diwarno

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • bokedoù bleunioù
  • frondoù
  • houpez
  • likorioù-bleunioù

Allegumaj hag ar gwrizioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An danvezioù evit ar gwiad hag andilhad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An danvezioù diwar delioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Arspisoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Analkoolioù hag andiedoù alkoolek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

A bep seurt

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An teknikoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gounezerezh&oldid=2068667 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp