Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Goularz

Eus Wikipedia
Bravigoù graet gant goularz

Argoularz zo un danvez, arvelen peurliesañ, a c'hoarvez eusrousin karrekaet. Boull a-walc'h eo ha meur a liv e c'hall bezañ. Implijet e vez evit oberbravigoù. Daoust ma'z eo un danvez a zeu eusplant, e renker anezhañ a-wechoù e-touez ar mein prizius.

An darn vrasañ eus ar goularz a gaver er bed zo etre 30 ha 90 milion a vloavezhioù e oad. Brudet eo goularz arMor Baltel, kavet war aodoù ar mor-se.

Pemp seurt goularz zo, hervez petra a ya d'e ober ent-resis, met ennañ e vez atav molekulennoù savet gantkarbon,hidrogen hagoksigen[1].

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Amber Mineral Data

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Goularz&oldid=1978596 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp