Gouelini, pegouelaned, a reer eus un toulladevned eus ar c’herentiadLaridae, dreist-holl re ar genadLarus, ha reoù all kar-tost dezhañ evelLeucophaeus. Kar int da laboused-mor all evel arskraved (Sterninae). An anvgouelanig a roer d’ar spesadoù bihanañ anezho hep na vez atav splann ar c’hemm rak lod eus ar speadoù gouelaniged a zo brasoc’h eget lod eus ar gouelaned[1]. An dud n’int ket boas ha n’anavezont ket al laboused a ragouelaned eus an holl anezho.
Laboused krenn int, gwenn pe louet alies. Pigosoù kreñv o deus ha pavioù palvezek. N’eus diforc’h liv ebet etre ar pared hag ar parezed. Ar re yaouank avat a vez disheñvel a-walc’h diouzh o zud e-pad o bloavezh pe o daou vloavezh kentañ, e vezont teñvaloc’h:gouelaned rous a reer anezho e brezhoneg.
En arvor e vev ar gouelaned dre vras, ral eo ez afent en donvor. Spesadoù anezho a c’heller kavout en douaroù. Barrek int da neuial met ne splujont ket kalz. Sevel a reont o neizh war an douar, a-vandennadoù peurliesañ. En em vagañ a reont diwar pesked ha krestenneged bihan. Spesadoù zo, hag a vev tost d’an dud, a ra o mad eus hon dilerc’hioù boued, a gavont tu pe du, el lastez alies.Ar spesad stankañ en hor bro eo argouelan gris. Spesadoù all evel argouelan louet, argouelan kein du pe argouelanig maskl du a weler kalz ivez e Breizh.