Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Gouarnamant

Eus Wikipedia
gouarnamant
doare aozadur
Iskevrennad eusaozadur,pennadurezh Kemmañ
Den e penn an aozadurPenn Gouarnamant Kemmañ
Hashtaggovernment Kemmañ
Dezverket drestumm gouarnamant,government structure Kemmañ
Roll ar sujedmelestradurezh Kemmañ
Manifestation ofgalloud Kemmañ
A implijgovernance Kemmañ
Enebet ouzhpolitical opposition Kemmañ
Breujoù Breizh, eRoazhon
Luc'hsk. © Guillaume Piolle / CC-BY-3.0

Gouarnamant a reer eus aozadur ar galloudpolitikel en urriez bennak[1].
Talvezout a ra an termenadur-se ivez pa gomzer eus gouarnamant ur Stad a zo endalc'het en ur riez, da lavaret eo ur Stad kevreadel, evelKalifornia e kevreadStadoù-Unanet Amerika ; en degouezh-se e lakaer kemm etre gouarnamant ar Stad ha hini ar riez kevreadel.
Gant ar gouarnamant neuze emañ ar galloud da embann lezennoù ha d'o lakaat da dalvezout war dachenn ar Stad pe ar C'hevread.

Tri skourr zo e gouarnamantoù ar Stadoù a-vremañ : ar galloud lezenniñ a sav al lezennoù, ar galloud erounit o laka e pleustr hag ar galloud barn a warez desteriadur ofisiel al lezennoù pa vez tabut.
D'ar galloud erounit peurliesañ e reer dave pa gomzer eus gouarnamant ur Stadwerinel, da lavaret eo da velestradur ar Stad, petra bennak ma c'hall an holl c'halloudoù bout e-kerz un den pe ur strolladig tud.

An aotrouniezh hag ar reizhwiregezh eo daou berzh pennañ ur gouarnamant.

  • Dre an aotrouniezh e c'hall ur gouarnamant sujañ ar geodedourion da sentiñ ouzh al lezennoù bet embannet gantañ ; an holl c'houarnamantoù a ra gant redioù a-benn kadarnaat o aotrouniezh : telloù kastiz, bac'hidigezh, harlu pegastiz ar marv.
  • Dre reizhwiregezh ar gouarnamant e vez luskedet ar geodeourion da blegañ d'al lezennoù, pa vez ar galloud bet gounezet hervez ar pennaennoù hag ar reolennoù a vez o ren er Stad.

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diwar ar verbgouarn hag al lostger-amant ez eo bet savet ar gergouarnamant a zo testeniekaet dindan ar stummgouuernement eCatholiconJehan Lagadeuc, bet moullet e1499[2],[3].
Diwar argalleggouvernement e teugouuernement, ar ger gallek o tont eus allatingubernare "gouarn" hag anhenc'hresianegkubernân heñvelster[4].

Kefridioù ar gouarnamant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ent-istorel ez eo ar meuriad ar gouarnamant kentañ, da lavaret eo ar framm bet ganet a-benn kenurzhiañ an arver spletusañ eus al loazioù naturel, eus ar rezenel, eus ar binvioù hag eus an traoù bet savet drezo, ar pal o vezañ padelezh ha diorroadur ur strolladig tud.

Hiziv an deiz ez eo kefridi gouarnamant ur Stad krouiñ ha derc'hel ur reizhiad a warez an dud – hag ar Stad hec'h-unan – war hirdermen, ar reizhiad-se o vout emveret, emarc'hantet, efedus ha hep goubrenerezh, a-benn ma vije dalc'het e ratre yec'hed, kelennadurezh, lojeiz ha peoc'h an dud.

Skourroù ur gouarnamant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Charles de Secondat,
baron de La Brède et de Montesquieu
Aozer dianav -Kastell Versailhez

Disparti ar galloudoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant arprederourgallMontesquieu (1689-1755) e voe termenet damkaniezhdisparti ar galloudoù en ur gouarnamant, ar pezh a zo bet lakaet e pleustr e meur avonreizh dre ar bed.
En e levrDe l'esprit des lois "A-zivout spered al lezennoù" (1748) e rannas ar galloud politikel e tri skourr diwar skouer arRepublik roman ha bonreizh arRouantelezh-Unanet, gant ar pal na lezel an holl c'halloudoù etre daouarn un den hepken ha, dre se, doujañ da frankizoù diazez an dud. Ne c'hall ket sourr pe skourr dont da vout hollveliour war ar re araal, ha ne c'hall ket skourr pe skourrr seveniñ e gefridi hap harp ar re arall.[5] Kent Montesquieu e voe labouret war an dodenn-se ivez gant ar prederoursaozJohn Locke (1632-1704), hogen diwarDe l'esprit des lois e veizer hiziv c'hoazh disparti ar galloudoù evel-mañ :

  • ar galloud lezenniñ zo fiziet en urparlamant, a c'hall bout rannet e div gambr, an hini izelañ hag an hini uhelañ, da skouer : anAssemblée nationale hag arSénat e Bro-C'hall,the House of Representatives hathe Senate e Stadoù-Unanet Amerika ;
  • ar galloud erounit zo fiziet en ur gouarnamant, ennañ maodierned hag ur pennmaodiern, a zo renet gant penn ar Stad pe penn ar gouarnamant : prezidant arRepublik e Bro-C'hall,die Kantler "ar c'hanseller" enAlamagn,the Prime Minister "ar pennmaodiern" er Rouantelezh-Unanet ;
  • ar galloud barn zo fiziet e barnadurezhioù ar Stad, da lavaret eo hollad he lezioù-barn, a zo rannet hervez o c'hembeli : barnerezh amaezhel, keodedel, kenwerzhel, kastizel, politikel.

Setu amañ ur skouer eus ar c'hempouez a c'hall bout etre an tri galloud en ur gouarnamant a-vremañ, diskouezet dre gefridioù pep skourr.

Galloud lezenniñ (parlamant)Galloud erounit (penn ar Stad)Galloud barn (barnadurezhioù)
  • Lezenniñ – Krouiñ, kemmañ, terriñ lezennoù.
  • Kellidoù foran – Merañ kellidsteuñv ar Stad : enkefioù (telloù) hag ezkefeioù ; amprestiñ arc'hant en anv ar Stad.
  • Meslestradur – Reoliañ, goursellout hag ensellout ar gouarnamant, an vaodierned hag ar velestradurezh.
  • Darempredoù etrebroadel – Kadarnaat ar feurioù-emglev bet sinet gant ar prezidant en anv ar Stad ; disklêriañbrezel.
  • Eztitlañ ar prezidant, izili ar gaouarnamant, dalc'herion ar galloudoù erounit ha barn en abeg da dorfedoù pe felladennoù.
  • Ensellout bonreizhegezh lezennoù ar Stad.
  • Termeniñ desteriadur al lezennoù evit ma vefent lakaet e pleustr en un doare unvan war tiriad ar riez, en ur lezel un tamm galloud d'ar barnerezhioù lec'hiel e-keñver degouezhioù dibarek.
  • Embann pe lezenn bet embannet gant ar parlamant a vo lakaet e pleustr e-keñver an degouezh-mañ-degouezh.
  • Desteriañ al lezennoù a-benn o lakaat da dalvezout e-keñver tabutoù.

Organoù ar gouarnamant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un doare arall da sellet ouzh rannoù ur gouarnamant zo, pa c'haller e rannañ en organoù arbennik

  • hervez o orin : an organoù bonreizhel evel ar galloud lezenniñ hag ar skourroù a zo deveret diouzh ar vonreizh, evel maodiernezh al Labour ;
  • hervez o framm : frammoù eeun evel ur vaodiernezh ha reoù gemplezh evel ar reizhiad lezvarnel ;
  • hervez o aozadur : hiniennel pa vez un den o telc'her ar galloud erounit, pe stroll pa vez tud o kenlabourat en ur gambr evel ur parlamant ;
  • hervez o c'harg : an tri galloud klasel.

Doareoù gouarnamantoù er bed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

"Doare gouarnamant" a reer eus hollad an ensavadurioù politikel a ya da sevel ur Stad gouest da embregañ o galloudoù war ur gumuniezh politikel.

Doareoù gouarnamantoù er bed (2014)

  • ██ Republik prezidantel1 – Urrepublik ma vez un den e penn ar gouarnamant hag e penn ar Stad ; gantañ emañ ar galloud erounit, a zo deveret eus ha distag diouzh ar galloud lezenniñ koulz ha diouzh ar galloud barn.
  • ██ Republik dambrezidantel1 – Gant ar galloud lezenniñ emañ ar galloud erounit evit a sell ouzh an aferioù diabarzh ; gant ur prezidant dilennet en un doare diazalc'h emañ ar galloud erounit evit an aferioù hollek, ar re ziavaez hag ar re arouezel.
  • ██ Republik parlamantel1 – Deveret diouzh galloud lezenniñ ar parlamant, hag en e zalc'h bepred, eo galloud erounit ar gouarnamant ; gant penn ar gouarnamant emañ ar galloudoù a vez gant penn ar Stad er republikoù prezidantel pe zambrezidantel.
  • ██ Republik parlamantel brezidantel – Dilennet eo ar prezidant gant ar parlamant, hag e dalc'h ar parlamant bepred e chom pa embreg ar galloudoù erounit a vez fiziet ennañ.
  • ██ Unpenniezh vonreizhel – Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud, a embreg hervez ur vonreizh ; alies e vez eus ur parlamant koulskoude, a zo gwan avat.
  • ██ Unpenniezh parlamantel vonreizhel – Unpenniezh ma n'eus hini ebet eus an tri galloud gant unpenn ar Stad.
  • ██ Unpenniezh hollveliek – Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud ; diharz eo e c'halloud politikel ; n'eus bonreizh ebet.
  • ██ Stadoù unstrolladek – Hervez ar vonreizh, ur strollad politikel hepken en deus gwir da c'houarn ar Stad.
  • ██ Bonreizh astalet – Stadoù gouarnet gant ur galloud milourel : diktatouriezh milourel, juntenn vilourel, stratokratelezh.
  • ██ Doareoù gouarnamantoù arall

  • 1 - Meur a Stad a zo republikoù liesstrolladek hervez o bonreizh a vez lakaet da Stadoù aotrouniek gant an darn vuiañ eus an arsellerion.De jure eo an doareoù gouarnamantoù a zo diskouezet gant ar gartenn-mañ eta, an derez a werinelezhde facto n'eo ket diskouezet.

    Termenadur an doareoù gouarnamantoù

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Talvezout a ra an termenadur-mañ evit forzh pe c'houarnamant, ha pa vefe direizhwir pe zic'houest da embregañ e c'halloudoù.
    Lod gouarnamantoù n'int ket e penn ur Stad, pa c'hoarvezont eus meur a Stad kenvodet dre genemglev evelUnaniezh Europa ; lod arall a gaver e-maez ar Stadoù, en embregerezhioù pe var armorioù da skouer.

    Meur a zoare zo da rummata an doareoù gouarnamantoù, ha hervez dezverk pe zezverk e c'hall gouarnamant ar Stad-mañ-Stad bout kavet e div elfenn da nebeutañ eus an daolenn a gavor amañ a-is, ha muioc'h alies.
    Lod elfennoù zo aet da get, lod arall zo damkaniel pe c'hoazh faltazius p'en o c'haver ellennegezh hepken.

    • Meur a elfenn n'o deus anv testeniekaet ebet e brezhoneg ;kinnigoù a gavor amañ eta, da c'hortoz alioùOfis ar Brezhoneg.

    Setu amañ an dezverkoù a c'haller kemer da zaveoù.

    Allegoria del Buon Governo(1338)
    Lorenzetti Ambrogio (1290-1348)
    Palazzio Publicco,Sienna
    Niver an dud a zalc'h galloudoù ar gouarnamant.
    • Ar gouarnamantoù ma vez an tri galloud e dalc'h un den hepken.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ur strolladig tud kenliammet dre berzhioù a zo boutin dezho.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ar bobl.
    Aozadur ar renad politikel
    • Ar gouarnamantoù ma vez ar galloud lezenniñ e dalc'h tud dilennet gant ar bobl.
    • Ar re unpennel, parlamantel pe get.
    • Ar re ma vez an tri galloud e dalc'h izili urrelijion.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ur strollad politikel hepken.
    • Ar re ma vezont e dalc'h al lu.
    • Ar re ma n'eus den ebet o telc'her an tri galloud evit abeg pe abeg.
    Reizhiad kevredadel-armerzhel
    • Doare da berc'hennañ madoù ar riez.
    Derezioù en emrenerezh rannvroadel
    • Doare da verañ tiriad ar riez.
    Darvanel
    • Damkanel pe faltazius, n'eus ket anezho er bed gwirion.
    AnvTermenadurSkouerioù
    Anokratelezh[Y 1]Beli strewet e-touez strolladoù uhelidi a gas kevezerezh etrezo en diavaez d'an aozadurioù foran, a zo ezvezant pe re wan[7].Banniel ZimbabweZimbabwe
    AnveliezhGouarnamant frammet ebet e penn ar Stad.Banniel SomaliaaSomalia (1991-2006)
    AotrouniustedBeli e dalc'h pennadurezhioù a c'hourc'hemenn ma vefe sentet war o ger ; enep ar frankizoù hiniennel eo ar gouarnamantoù aotrounius ; alies e tro an aotrouniusted daziktatouriezh pe dahollveliouriezh.Banniel BelarusBelarus
    BelegveliezhBeli e dalc'h urc'hloer pe izili ur relijion ; unnemeurveliezh hag ununpenniezh e vez peurliesañ.Keoded ar Vatikan
    Brientveliezh[Y 2]Beli e dalc'h ar re wellañ ;nemeurveliezh ma vez ar veli e dalc'h brientinion.
    DellidveliezhDamkaniezh : beli e dalc'h an dud a zo dellezek d'he c'haout en abeg d'o barregezh ha d'omeiz a zo bet kadarnaet dre arnodennoù frammet.Konfusianegezh
    DespotegezhBeli e dalc'h un den hepken (unveliezh) pe ur strollad tud (nemeurveliezh) hep reizhiad lezennel bet aozet gant asant ar bobl.Rouantelezh nevez Henegipt
    DiktatouriezhBeli e dalc'h un den hepken (unveliezh) pe ur strollad politikel ; mac'homus e vez ar gouarnamantoù-se.Banniel Republik Poblel ha Demokratel KoreaKorea an Norzh
    Ginekratiezh (peGinekokratiezh)[Y 3]"benveliezh". Beli e dalc'h ar merc'hed.(Hini ebet, betek gouzout)
    GladveliezhBeli e dalc'h ar binvidion. Na zroukveskañ gantTimokratelezh.Republik Venezia
    GwerinelezhBeli e dalc'h ur gouarnamant dilennet gant an darn vrasañ eus ur bobl en he zra.Banniel AostraliaAostralia
    Gwerinelezh eeunBeli e dalc'h ur bobl en he zra, hep dilennidi ;emvererezh a lavarer ivez.
    Gwerinelezh leuriadekBeli e dalc'h ur bobl en he zra, a zilenn kannaded en ur parlamant.Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet
    Gwerinelezh perzhiadekKendivizout a ra ar gouarnamant hag ar bobl kent kemer disentezioù, a-fedterkadur an tiriad, arc'hêraozerezh hag anendro alies.
    Gwerinveliezh[Y 4]Beli e dalc'h ur gouarnamant a zo bet tennet d'ar sort a-douez kalz keodedourion dilennadus.Republik Venezia
    HollveliouriezhBeli gant ar Stad, a glask mestroniañ holl elfennoù ar vuhez foran ha prevez. Reizhveliek eo, pa n'eo ket an aotrouniusted.Banniel Republik Poblel ha Demokratel KoreaKorea an Norzh
    ImpalaeriezhBeli gant unimpalaer a ren war ur strollad broioù pe bobladoù ; ununpenniezh pe unnemeurveliezh e c'hall bout.Banniel JapanJapan
    Juntenn vilourelBeli e dalc'h ur strollad soudarded. Un doareStratokratelezh[Y 5] eo neuze.Banniel FidjiFidji (abaoe2006)
    KalifiezhBeli gant ur penn relijiel ha politikelislamek anvet خليفةc'halifa "kalif" "warlerc'hiad (an diouganerMohammed)".Banniel TurkiaTurkia (betek1924)
    KengevreadUnaniezh riezoù emveliek, diazezet war ur feur-emglev pe ur vonreizh, krouet a-benn kenurzhiañ o darempredoù gant riezoù arall. Unaniezh Europa
    KevreadRiez zo meur a Stad emren ouzh he ober ha ganti kefridi an difenn hag an darempredoù etrebroadel peurliesañ.Banniel ar Stadoù-UnanetStadoù-Unanet
    Kritveliezh[Y 6]Beli e dalc'h ar varnerion, evel enIsrael gozh.Banniel SomaliaaSomalia
    LaerveliezhBeli e dalc'h laeron dre c'houbrenerezh : pal ar gouarnamant eo kreskiñ pinvidigezh e izili diwar-goust ar bobl hag ar Stad hec'h-unan.Haiti (1971-1986)
    Morveliezh[Y 7]Stad diazezet war he beli war ar morioù.BruneiBrunei
    NemeurveliezhBeli e dalc'h un nebeud tud perzhioù boutin dezho : an dere kevredigezhel, ar binvidigezh, ar vicher da skouer.
    PennholierezhGourfouez ur Stad e-keñver ar re arall dre he galloud politikel, armerzhel pe vilourel.Rusia
    RepublikBeli e dalc'h ar bobl, enebet ouzh ununpenniezh, gant ur gouarnamant dilennet evit merañ an aferioù foran (latinres publica, "tra foran").Alamagn Alamagn
    Republik dambrezidantelGant ar galloud lezenniñ emañ ar galloud erounit evit a sell ouzh an aferioù diabarzh ; gant ur prezidant dilennet en un doare dizalc'h emañ ar galloud erounit evit an aferioù hollek, ar re ziavaez hag ar re arouezel.Bro-C'hall Bro-C'hall
    Republik parlamantelDeveret diouzh galloud lezenniñ ar parlamant, hag en e zalc'h bepred, eo galloud erounit ar gouarnamant ; gant penn ar gouarnamant emañ ar galloudoù a vez gant penn ar Stad er republikoù prezidantel pe zambrezidantel.India India
    Republik parlamantel brezidantelDilennet eo ar prezidant gant ar parlamant, hag e dalc'h ar parlamant bepred e chom pa embreg ar galloudoù erounit a vez fiziet ennañ.Banniel SuafrikaSuafrika
    Republik prezidantelRepublik ma vez un den e penn ar gouarnamant hag e penn ar Stad ; gantañ emañ ar galloud erounit, a zo deveret eus ha distag diouzh ar galloud lezenniñ koulz ha diouzh ar galloud barn. Brazil
    Rinveliezh[Y 8]Beli gant ur strollad tud kuzh galloudus ha dianav d'ar bobl he deus dilennet gouarnamant ur Stad demokratel.(Hini ebet, betegouzout.)
    Stad unelourKontrol ar gevread : ur gouarnamant hepken zo evit an tiriad a-bezh hag an holl geodedourion.Bro-C'hall Bro-C'hall
    Stad-vargodennBeli e dalc'h gouarnamant ur Stad arall.Republik Turk Kiprenez an Norzh
    StratokratelezhBeli e dalc'h al lu.MyanmarMyanmar
    Timokratelezh[Y 9]Beli e dalc'h ar berc'henned. Na zroukveskañ gantGladveliezh.
    UnpenniezhUn den hepken zo e penn ar Stad ; n'eo ket dilennet gant ar bobl pe he c'hannaded. Dre hêrezh e vez treuzkaset ar galloud peurliesañ.Banniel SpagnSpagn
    Unpeniezh hollveliekE dalc'h un den hepken emañ tri galloud ar gouarnamant.Banniel Arabia SaoudatArabia Saoudat
    Unpenniezh parlamantel vonreizhelUnpenniezh ma n'eus hini ebet eus an tri galloud gant unpenn ar Stad.Kanada
    Unpenniezh vonreizhelGant unpenn ar Stad emañ an tri galloud, a embreg hervez ur vonreizh ; alies e vez eus ur parlamant koulskoude, a zo gwan avat.Maroko Maroko
    UnveliezhBeli e dalc'h un den hepken, a c'houarn hep reizhiad lezennel bet aozet gant asant ar bobl hag e-maez al lezennoù etrebroadel.Tsarelezh Rusia

    Pennadoù kar

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Notennoù

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    1. Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001,ISBN 978-2-86843-236-0, p. 539-b
    2. Le Catholicon de Jeahan Lagadeuc, advoullet diwar skouer embannadur Jean Calvez, Armeline, 2005,ISBN 978-2-910878-39-9, p. 99(br)(fr)(la)
    3. Albert Deshayes (2003),Dictionnaire étymologique du breton, Chasse-Marée,ISBN 978-2-914208-25-3, p. 281-a.(fr)
    4. Dictionnaire de la langue française, Le Robert (holl embannadurioù)(fr)
    5. Montesquieu (1748),L'esprit des lois, Flammarion, 1993,ISBN 978-2-08-070325-5 (levrenn 1),ISBN 978-2-08-070326-2 (levrenn 2)(fr)
      Skrid enlinenn(fr)
    6. Skrid ar feur-emglev(en)(fr) (ha yezhoù arall)
    7. Alistair Boddy-Evans enAfrican History(en)

    Yezh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    1. أنوقراطيةanokratiya,Anocràcia,anokracie,anocracy,anokracja, bet goveliet erbloavezhioù 1950 diwar an "nevez-henc'hresianeg" *ἀκρατίαakratia gant ar ster mennet "mestroni ebet".
    2. Brientinelezh ne zere ket amañ, pa ra dave d'ur renkad kevredigezhel (hollad ar vrientinion) ha n'eo ket d'un doare gouarnamant.
    3. Gynocratie. Disheñvel diouzh arvammveliezh.
    4. Eus an henc'hresianeg δῆμοςdēmos "pobl" + ἄρχωárkhô "gourc'hemenn" e teuالديمارشيةal dimarchiya,Demarchie,demarchy,demarquía. Heñvelster eoclérocratie,lottocracy,stochocratie.
    5. ستراتوقراطيهstratokrasiya,stratocracy,stratocrazia, eus an henc'hresianeg στρατόςstratos "lu" ha κράτοςkratos "beli".
    6. Eus an henc'hresianeg κριτήςkrites "barner" + ἄρχωárkhō "gourc'hemenn" e teukritarchy,critarquía,krytokratia,kritarşi ;*barnveliezh a zerefe e brezhoneg.
    7. Eus an henc'hresianeg θάλασσαthalassa "mor" + κρατεῖνkratein "beli" e teu ar gerioù etrebroadel eveltalassocrasja ;*talasokratelezh a c'hallfer lavaret moarvat, hogen gwelloc'h eo*morveliezh hep mar, diwar skouermorlu.
    8. cryptocracy,Криптократияkryptokratiya, eus an henc'hresianeg κρυπτός,kruptos "kuzh, (kev)rinel".
    9. Eus an henc'hresianeg τιμήtimē "priz, talvoudegezh" ha κρατίαkratia "beli" eo deveret an anv en darn vrasañ eus yezhoù ar bed ; gwelit anhungaregtimokrácia da skouer.

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet eWikimedia Commons.

    Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gouarnamant&oldid=2068731 »
    Rummadoù:
    Rummad kuzhet:

    [8]ページ先頭

    ©2009-2025 Movatter.jp