Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Goa

Eus Wikipedia
Stad Goa en India
Kartenn resisoc’h eus distrigoù Goa.

Goa (गोवा ekonkani) zo unan eusstadoù UnaniezhIndia, war aod mervent ar vro. Emañ etre stadoùKarnataka er c’hreisteiz hag er reter haMaharashtra en hanternoz. Betek 1961 e oa undrevadenn eus Portugal ha neuze e voe staget ouzh India dre heg.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En em ledañ a ra stad Goa war 3 702 km², a-hed aodMor Arabia. Trovanel eo an hin : tomm e vez a-hed ar bloaz. E miz Mae e vez ar wrez en hec’h uhelañ (etre 30 °C ha 39 °C). Glaveier armonson a gouezh etre miz Mezheven ha miz Gwengolo. Miz Kerzu ha miz Genver eo ar mizioù plijusañ a-fet gwrez : neuze e vez etre 20 °C d’an nebeutañ ha 30 °C d’ar muiañ.

Poblañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 2001 e oa 1,344 milion a dud o vevañ e Goa. Ur c’hard anezho a oakristenien hag an div drederennHindouiz. Komzet e vezkonkaneg (konkani) gant 51,5 % eus an dud,marateg (marathi) gant 33,4 % anezho hakannadeg (kannada) gant 4,6 %. Un nebeud tud a gomzportugaleg c’hoazh, un aspadenn eus ar 400 vloaz ma oa bet renet ar vro gant Portugal.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1498 e oa erruet er vro an Europad kentañ,Vasco da Gama. Goude-se e voe aloubet ar c’horn-bro gant soudarded Portugal, ha dont a reas da vezañ unan eus lodennoùStad Portugalat India. Eno e voe ar belegFrañsez Zavier o prezeg an aviel erXVIvet kantved. E 1961 e voe aloubet Goa gant nerzhioù India, war urzhNehru, ha staget e voe ouzh ar vro-se. Betek1987 e oa ul lodenn eus tiriadGoa, Daman ha Diu. Neuze e voe dispartiet tiriadDaman ha Diu diouzh Goa a zeuas da vezañ unan eus stadoù Unaniezh India.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Un ti savet giz gwechall.

Antouristerezh eo an obererezh pennañ e stad Goa. Touristed eus ar bed a-bezh a zeu di da dommheoliañ war traezhennoù an aod ha dont a ra an Indianed pinvidik ivez da dec’hout diouzh tommder re vras an hañv er c’hêrioù bras. Gweladenniñ a reont ivez ar savadurioù bet lezet gant an drevadennerien bortugalat, evel an ilizoù eus ar XVIvet kantved.

Gounezet e vezriz er vro, kenkoulz hakraoñ-kokoz hakraoñ-kajou. Pesketaerezh zo ivez (40000 den).


Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an22 Gouere1947.
Stadoù ha tiriadoù India
StadoùAndhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an UnaniezhInizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Goa&oldid=2017764 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp